Treblinka a oa ur c'hamp-diouennañ nazi savet e Polonia pa oa dalc'het gant an Trede Reich e-pad an Eil Brezel-bed e-kichen kêr Treblinka e proviñs Masovia. Savet e oa e framm ar Aktion Reinhard, ha mont a reas en-dro etre an 23 a viz Even 1942 hag an 19 a viz Here 1943[1]. E-doug an amzer-se e oa muntret war-dro 850 000 gwaz, maouez ha bugel e Treblinka[2]. En o zouez e oa ouzhpenn 800 000 Yuzev[3], met ivez miliadoù Romed.
Ar c'hamp, renet gant an SS ha gwarded eus Europa ar Reter, a oa div lodenn ouzh e ober : Treblinka I ha II. Ar c'hamp kentañ a oa un Arbeitslager, ur c'hamp labour. Labourat a rae ar brizonidi pe er vengleuz grouan nepell ac'halese pe da ganouc'hellañ an takad. Etre miz Even 1941 hag an 23 a viz Even 1944 e varvas ouzhpenn an hanter eus an 20 000 prizoniad, muntret, gwallgaset pe marvet gant an divi ma oant erru.
Treblinka II a oa savet evel ul labouradeg marv. En tu all da 99% eus an holl a errue eno a veze kaset diouzhtu d'ar c'hambroù-gaz ma vezent lazhet gant ar moged kaset gant tankoù sovietet kemeret(Daveoù a vank). An niver bihan a brizonidi na oant ket lazhet diouzhtu a zeue da vezañ Sonderkommandoed[4]. Ar strolladoù sklaved a oa rediet da zouarañ an dud lazhet gant an Nazied e bezioù boutin. Diwezhatoc'h e voe devet ar c'horfoù e tantadoù savet en diavaez.
Paouez a reas Treblinka II da labourat d'an 19 a viz Here 1943 goude un emsavadeg eus ar Sonderkommandoed. Lazhet e voe meur a ward alaman ha 300 prizoniad a dec'has[5]. Adalek miz Meurzh 1942 e loc'has an SS ar Sonderaktion 1005 da guzhat muntradeg milionoù a dud e framm an Aktion Reinhard. Savet e voe Leichenkommandoed gant prizonidi Treblinka da zizouarañ ha da loskiñ ar c'helanoù beziet e bezioù boutin. Chom a ra nebeut a roudoù eus ar c'hamp da welet hiziv[6].
Diazezoù |
---|
Enepyuzevegezh • Gouennelouriezh • Naziegezh • Lezennoù Nürnberg • Eutanaziezh T-4 • Kamp-bac'h nazi • Roll kampoù-bac’h an nazied • Tric'horn (kampoù bac'h) • Gouennlazh |
Yuzevien |
Shoah |
Pogromoù : Nozvezh ar strink |
Ghettoioù an nazied : Ghetto Varsovia • Ghetto Łódź • Ghetto Krakovia • Theresienstadt |
Einsatzgruppen : Babi Yar • Rumbula • Lazhadeg Ponary • Lazhadeg Odessa |
Diskoulm diwezhañ : Kendiviz Wannsee • Aktion Reinhard • Ziklon B |
Kampoù-diouennañ : Auschwitz-Birkenau • Bełżec • Bergen-Belsen • Buchenwald • Chełmno • Dachau • Kreñvlec'h Breendonk • Oranienburg • Sachsenhausen • Sobibór • Treblinka |
Rezistañs : Emsav Ghetto Varsovia |
Romed |
Porajmos |
Slaved |
Generalplan Ost |
Heñvelrevaded ha Lesbianed |
Istor an dud heñvelrevel dindan ren an nazied |
Torfedourien bennañ |
Trede Reich : Adolf Hitler • Reinhard Heydrich • Adolf Eichmann • Heinrich Himmler • Rudolf Höss • SS • Gestapo |