Tregynon zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus Kembre, e reter Powys. Emañ en hanternoz da Y Drenewydd.
Gouestlet eo an iliz-parrez da sant Cynon, hag ur chapel bresbiterian zo ivez. Ur skol kentañ derez zo er gumuniezh.
Er gumuniezh emañ maner Gregynog, a oa kalz a zouaroù en e zalc'h er c'hornad gwechall.
E 2011 e oa 892 a dud o chom e kumuniezh Tregynon ha 199 anezho a oa kembraegerien (23,3%)[1].