Winchester
Stadegoù
Poblañs: 40,000
Lec'hiadur
OS grid reference: SU485295
Melestradurezh
Bann: Keoded Winchester
Shire county: Hampshire
Rannvro: Gevred Bro-Saoz
Bro: BroSaoz
Riez: Rouantelezh-Unanet
Traoù all
Kontelezh lid: Hampshire
Kontelezh istorel: Hampshire
Servijoù
Polis: Hampshire Constabulary
Servij a garr-klañvdi: South Central
Post ha pellgomz
Kêr bosel: WINCHESTER
Kod post: SO22, SO23
Kod pellgomz: 01962
Politikerezh
Parlamant Breizhveuriat: Winchester
Parlamant Europeat: Gevred bro-Saoz

Ur gêr istorel e su Bro-Saoz eo Winchester (distaget: [ˈwɪntʃɪstə(r)]). Ur boblañs a 40.00 annezad he deus ha kêr-benn bann (pe distrig) City of Winchester eo. Kêrbenn Hampshire eo ivez. E-pad an Xvet kantved hag an XIvet kantved e oa kêrbenn Bro-Saoz ha kent se kêrbenn rouantelezh Wessex.

Douaroniezh

War lez ar stêr Itchen emañ Winchester, etre Londrez (98 km er biz) ha 22 en hanternoz da Southampton.

Poblañs

E 2011 e oa 45 184 den o chom enni; en distrig City of Winchester (ennañ kêrioù Alresford ha Bishop's Waltham) tost da deir gwech kemend-all: 116,800.

Henistor

Ar Belgae a oa ur bobl vrezhon e kreisteiz Enez Vreizh. Gant ar Romaned e voe diazezas ur gêr marc'had nevez, anvet Venta Belgarum

Mojennoù ar roue Arzhur

E kelc'hiad mojennoù ar roue Arzhur, e Le Morte Darthur Thomas Malory, e skrivas an aozer en e bempvet istor, The Fyrst and the Secunde Boke of Syr Trystrams de Lyones :

« Then they departed, and within five days' journey they came to Camelot, that is called in English, Winchester. »
"Neuze e kimiadjont, ha goude nebeutoc'h a bemp devezh beaj e teujont da Gamelod, a anver Winchester e saozneg."

Thomas Malory, Le Morte Darthur, levrenn XII, pennad X.

Istor, goude amzer Arzhur

Ardamez

   En gul e bemp kastell lammellet en argant, ar c'hastell kreiz harpet gant daou leon leonparzhet en aour, penn-ouzh-penn.

Iliz-Veur

Levroniezh