Kregiñ a ra ar XVII vet kantved d'ar 1añ Genver 1601 hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 1700 en deiziadur gregorian .
Moskeenn ar Shah e Isfahan , Iran (peursavet e 1638 ), sellet e vez outi evel unan eus bravañ pezh savouriezh ar bed. Ar Shogun Tokugawa Ieyasu , bet diazezer shogunelezh ziwezhañ Japan zo padet tre betek eil hanterenn an XIX vet kantved . En em staliañ a ra ar visionerien gatolik kentañ en Azia.
Luskad speredel Silhak e Korea (Marevezh Joseon).
1602 : Krouidigezh Kompagnunezh Nederlandat India ar reter. Perzh-bras a gemeras e Oadvezh aour an Izelvroioù.
1603 : Marv Elesbed Iañ a Vro-Saoz; lakaet eo da roue he c’henderv Jakez VI a Vro-Skos. Unanet eo kurunennoù Skos ha Bro-Saoz .
1603 : Mestr eo Tokugawa Ieyasu war Japan ; diazezañ a ra Shogunelezh Tokugawa a reno war ar vro betek 1868 .
1603 -23 : Goude bezañ modernelaet e arme e teu a-benn Abbas Iañ da astenn krog Persia en ur dapout douaroù digant an Otomaned ha Portugal .
1605 : Dizarbennet ur c’havailh e Bro-Saoz .
1607 : Savet trevadenn Jamestown e Norzhamerika gant Kompagnunezh Londrez.
1608 : Kêr Kebek krouet gant Samuel de Champlain e Frañs Nevez (Kanada) hiziv).
1610 : Misionoù Mikael an Noblez , lesanvet ar beleg foll
1613 : Tapet ar galloud gant tiegezh ar Romanoved e Rusia . Fin zo da Amzer ar reuz. Gouarn a raint ar vro betek 1917 .
1615 : Grataat a ra an Impalaeriezh Mogol gwirioù kenwerzhañ ledan da Gompagnunezh Breizh-Veur reter India.
1618 -48 : Brezel an 30 vloaz a ra e reuz e Kreizeuropa .
1624 -42 : Kreizennañ a ra ar C'hardinal Richelieu, anezhañ 1añ ministr, ar galloud e Frañs .
1625 : Krouet New Amsterdam gant Kompagnunezh nederlandat kornôg India e Norzhamerica.
1630 : Krouet Boston gant Kompagnunezh trevadenn bae Massachusetts e Norzhamerica.
1636 : Savet Skol-veur Harvard e Bro-Saoz .
1637 : Bog an Tulipmania en Izelvroioù .
1637 : Brezel ar Bekoted, ar c'hentañ eus brezelioù indian Amerika
1638 : Peursavet eo Moskeenn ar Shah en Isfahan , Iran , dre youl ar Shah Abbas Iañ Safavid e Persia .
1639 -51 : Brezelioù an teir rouantelezh, brezelioù dre Skos , Iwerzhon , ha Bro-Saoz .
1640 : Portugal dizalc’h eus Spagn en-dro. Fin zo d'an Unaniezh iberek.
1640 : Berzet eo ar boureviañ e Bro-Saoz .
1641 : Embannet Sakoku gant ar Shogunelezh Tokugawa- argaset eo an estrañjourien ha den n'hall mui dont tre pe mont er-maez eus Japan .
1644 : Aloubet Sina gant ar Vanchoued, diskaret eo an dierniezh Ming . Ren a raio an dierniezh Qing deuet da-heul betek 1912 .
1648 : Lakaat a ra peoc’h Westphalia an termen da Brezel an 30 vloaz. Merkañ a ra dibenn dreistgalloud an Impalaeriezhioù Spagnol ha Roman ha German en Europa .
1648 -53 : Ar Fronde , Brezel diabarzh e Frañs .
1648 -67 : Gant brezelioù al Liñvadeg Veur emañ Polonia war he genoù.
1648 -69 : Da-heul Seziz Candia eo diframmet Kreta a-dre daouarn Republik Venezia gant an Impalaeriezh otoman .
1652 : Krouet Cape Town e Suafrika gant Kompagnunezh nederlandat reter India.
1652 : Deroù ar Brezelioù Saoz-hag-Izelvroat.
1653 : Peursavet eo an Taj Mahal en India .
1655 -61 : Gras da vrezelioù an norzh eo kreñvaet hag unanet Sveden. Dont a ra ar vro da vezañ ur galloud bras.
1660 : Fin zo da Commonwealth Bro-Saoz; dont a ra ar vonarkiezh en-dro e-pad an Azsavidigezh Saoz.
1661 : Deroù ren an Impalaer Kangxi e Sina.
1662 : Preizhañ a ra Koxinga Taiwan digant an Nederlandiz ha krouiñ a ra rouantelezh Tungning a bado betek 1683.
1664 : Preizhañ a ra ar bagadoù breizhveuriat kêr New Amsterdam zo adanvet evit dont da vezañ New York .
1665 : Trec’h eo Portugal war impalaeriezh Kongo.
1666 : Krouet eo porzh an Oriant ha diazezet Kompagnunezh Indez ar reter enni gant Colbert
1670 : Savet eo Kompagnunezh bae Hudson e Kanada .
1674 : Krouet an impalaeriezh Maratha en India gant Shivaji.
1675 : Emsavadeg ar Bonedoù ruz e Breizh ; marv Sebastian ar Balp
1676 : Kregiñ a ra Rusia hag an impalaeriezh otoman gant ar Brezelioù Rusian-ha-Turk.
1680 : 40000 a dud o chom e Naoned hag e-tro 2 vilion e Breizh a-bezh.
1682 -99 : Brezel meur Turkia a laka un harz da emled an impalaeriezh otoman en Europa .
1682 : Dont a ra Pêr Veur da vezañ kenrener Rusia (tsar nemetañ e vo adal 1696 ).
1682 : Ergerzhiñ a ra La Salle glannoù ar stêr Mississippi hag embann a ra gwirioù Frañs war Louisiana .
1683 : Aloubet rouantelezh Tungning gant Sina . Destaget eo Taiwan ouzh Sina .
1685 : Gourc'hemenn Fontainebleau, berzet eo ar brotestantelezh e Frañs.
1688 -89 : Goude an Dispac'h glorius e teu Bro-Saoz da vezañ ur vonarkiezh vonreizhel ; kregiñ a ra ar Republik izelvroat da vont war an diskar.
1688 -97 : Savet an Emglev meur a-benn lakaat un harz da emled Frañs e-pad brezel an nav bloaz .
1689 : Feur-emglev Nerchinsk a embann bevennoù an harzoù etre Rusia ha Sina .
1692 : Prosez sorzerezed Salem e Massachusetts .
1695 : Diazezañ a ra an Tad Maner , reolennoù skrivañ ar brezhoneg rakvodern.
1700 -21 : Goude Brezel meur an norzh e teu Rusia da vezañ ar penngalloud e-lec’h Sveden , e biojoù ar Mor Baltel .Gustav Adolf , Roue Sveden (1594 -1632 ).
Francis Bacon , prederour ha politikour saoz (1561 -1626 ).
Sebastian ar Balp , emsaver breton, (? - 1675 )
Sir Thomas Browne, skrivagner, prederour ha skiantour saoz (1605 -1682 ).
Miguel de Cervantes Saavedra , skrivagner spagnol (1574 - 1616 )
Charlez I a Vro-Saoz (1600 - 1649 ).
Charlez II a Vro-Saoz (1630 - 1685 ).
Ar rouanez Kristina Sveden , Kristenez veur gounezet d'ar gatoligiezh, luskerez an arzoù (1626 - 1689 )
Oliver Kromwell , Lord Protector Bro-Saoz , Skos hag Iwerzhon (1599 - 1658 )
Richard Kromwell, Lord Protector Bro-Saoz , Skos hag Iwerzhon (1626 - 1712 ).
René Descartes , prederour ha jedoniour gall (1596 - 1650 )
John Donne , barzh trenaturel] saoz (1572 - 1631 )
Elesbed Iañ a Vro-Saoz (1533 - 1603 ).
Galileo Galilei , prederour war an natur, Italian (1564 - 1642 )
Andreas Gryphius, barzh ha dramaour alaman (1616 - 1664 )
Thomas Hobbes , prederour ha jedoniour saoz (1588 - 1679 )
Christiaan Huygens, jedoniour, fizikour ha steredoniour izelvroat (1629 - 1695 )
Johannes Kepler , steredoniour alaman (1571 - 1630 )
Gottfried Leibniz , prederour ha jedoniour alaman (1646 - 1716 )
John Locke , prederour saoz (1632 - 1704 )
Jakez Iañ a Vro-Saoz (1566 - 1625 ).
Jakez II a Vro-Saoz (1633 - 1701 ).
Leopold Iañ , impalaer Santel Roman ha German (1640 - 1705 )
Loeiz XIV , Roue Frañs, (1638 - 1715 )
Maria II a Vro-Saoz (1662 - 1694 ).
Dubhaltach MacFhirbhisigh († 1671 ), istorour ha lignezour iwerzhonat.
Marcello Malpighi, mezeg italian, ijinour an Histologiezh (1628 - 1694 )
Juluan Maner : misioner ha yezhadurour, diazezer skritur ar brezhoneg rakvodern (1606 - 1683)
John Milton , skrivagner ha barzh saoz (1608 - 1674 )
Musashi Miyamoto , brezelour brudet e Japan , aozer Levr ar pemp gwalenn, ur pleustrad war ar strategiezh hag an arzoù emgannañ . (1584 - 1645 )
Molière (Jean-Baptiste Poquelin), skrivagner c'hoariva ha komedian gall, (e-tro 1622 - e-tro, 1673 )
Isaac Newton , fizikour ha jedoniour saoz (1642 - 1727 )
Mikael an Noblez , misioner breton (1577 - ?)
Blaise Pascal , prederour, doueoniour, jedoniour ha fizikour gall (1623 - 1662 )
Samuel Pepys, kargiad hag aozer deizlevrioù saoz (1633 - 1703 )
Henry Purcell, sonaozer saoz (1659 - 1695 )
Samarth Ramdas, sant Indiat (1608 - 1681 )
Cardinal Richelieu, kardinal, dug ha politikour gall (1585 - 1642 )
Rembrandt van Rijn , livour izelvroat (1606 - 1669 )
William Shakespeare , barzh ha skrivagner saoz (1564 - 1616 )
Shivaji Bhonsle, roue indiat, 1añ rener Maratha, diazezer an Hindavi Swaraj. (1630 -1680 )
Baruch Spinoza , prederour izelvroat (1632 - 1677 )
Seathrún Céitinn, istorour iwerzhonat (e-tro 1569 - e-tro 1644 )
Yann III Sobieski, Roue Polonia (1629 - 1696 )
Albrecht von Wallenstein , jeneral alaman e-kerzh brezel an 30 vloaz, katolik (1583 - 1634 )
Gwilherm III a Vro-Saoz (1650 - 1702 ). Roll ijinadennoù ar XVII vet kantved
Kemmoù bras zo bet war dachennoù ar brederouriezh hag ar skiantoù. Mare an dispac’h skiantel eo.
Madennoù bank lakaet e talvoud en-dro en Europa.
Dienn-skorn
En em ledañ a ra implij an Te hag ar c'hafe dre Europa. Arz barok
Arz klasel
Kantved aour Spagn
Lennegezh
Livourien
Savourien
Liorzhourien
Palezioù ha kestell :
Ar sport er XVIIvet kantved