Yelle zo ur strollad sonerezh elektropop bet krouet e penn-kentañ ar bloavezhioù 2000 gant ar ganourez vreizhat Julie Budet[1] (bet ganet e Sant-Brieg (Aodoù-an-Arvor) d'ar 17 a viz Genver 1983) ha Jean-François Perrier (GrandMarnier e anv-arzour). An trivet ezel, Tanguy Destable (Tepr e anv-arzour), a voe degemeret just a-raok enrolladur kentañ albom ar strollad, Pop Up an titl anezhañ.
Ur vrud etrebroadel en deus tapet ar strollad ha sonet en deus en ouzhpenn 350 sonadeg er bed, zoken e broioù dic'hallek evel ar Stadoù-Unanet lec'h m'en deus graet berzh bras[2].