Yves-Pascal Castel, ganet e Kastell-Paol ar 3 a viz ebrel 1928, a zo ur beleg, arbennigour war glad arzel Breizh.

Red buhez

Abred-tre eo bet dedennet gant an arz, relijiel peurgetket.

War atiz André Mussat e kinnigas un dezenn anvet Les orfèvres de Brest et de Landivisiau, 1600-1850. Degemeret e voe doktor e Roazhon e 1974.

Ezel oa eus Komision renabliñ Glad Breizh e 1980.

Skrivet en deus e-unan pe gant tud all kalzik levrioù. An darn vrasañ skeudennaouet brav gant tud a-vicher.

Resevet en deus Kolier an Erminig e 2013.

Levrioù