Zep er Mañs e 2015

Un arzour bannoù-treset eo Zep, Philippe Chappuis e gwir anv. Ganet e oa d'ar 15 a viz Kerzu 1967 e Onex e Suis. Titeuf eo e dudenn vrudetañ.

Buhez

Mab ur poliser hag ur gemenerez. Krouiñ a ra e fanzine kentañ e 1979 hag envel a ra anezhañ Zep evit enoriñ Led Zeppelin[1]. Enfredet eo gant Kelaouenn Spirou e 1985[1]. Tresañ a ra un toullad farsoù e-barzh Fluide glacial, embann a ra tri albom, Victor n'en rate pas une e 1988, Léon Coquillard e 1990 ha Kradok Amanite Bunker e 1991. Gant se ne chom ket diseblant ha gant an embannadurioù Glénat e krog troioù-kaer Titeuf e 1992.

Berzh bras a ra Titeuf : ur milion albom gwerzhet e fin 1998, 16 milion troet e 25 yezh e 2008[1]. Arnodiñ a ra traoù heroc'h eta, evel Le Guide du zizi sexuel skrivet gant e wreg Hélène Bruller (merc'h-vihan Jean Bruller), gwerzhet muioc'h a dri milion skouerenn, ar gelaouenn Tchô! e 1998 (a zo he anv estlamadell muiañ karet Titeuf), hag o paeroniañ tresadourien yaouank e-barzh an heuliad bannoù-treset evit ar yaouankiz « Tchô! La collec' ».

Zep a zo ivez sot gant ar sonerezh, dreist-holl ar rock (evel Bob Dylan), enoriñ a ra e lezanv ar strollad Led Zeppelin. Embann a ra e 1999 L'enfer des concerts. Savet en doa ur strollad sonerezh anvet Zep'n'Greg, heñvel awalc'h ouzh ar strollad suis Le Beau Lac de Bâle. Graet o doa div bladenn a ganaouennoù fentus evel : « Dieu m'a changé en Suisse-Allemand », « Pôv'Type Song », pe « Les couilles à tonton ». Goude bezañ dispartiet ar strollad, Zep ha pevar eus e vignoned e sav ur strollad all anvet Blük Blük[2]. Kanañ a reont kanaouennoù leun a fent evel « Légalisez le Cenovis », « Où sont les groupies ? » « Moi je suce des Sugus », « Le rebelle suisse » hag all. Paouez a ra en ur mod ofisiel d'an 8 a viz Gwengolo 2007, goude mont kuit ar c'haner Ernest Blük. Tresañ a ra e 2006 skeudenn ar festival sonerezh Musiques en Stock.

Emañ Zep o chom e Genève[1].

Style

E linenn a zo tost ouzh al linenn sklaer evel e-barzh Titeuf, tresadennoù all avat a zo "laoskoc'h", en o zouez dourlivadurioù evel e garnedoù beajiñ hag e labour skeudennaouiñ evit pladenn Jean-Jacques Goldman « Chansons pour les pieds » e 2001. Sot e Zep ivez gant bannoù-treset Carl Barks. Pa oa presidant festival Angoulême e 2005 en doa pedet Don Rosa, unan eus tresadourien aet war lerc'h Barks.

Levrlennadur

Senario ha tresañ

Titeuf embannet e brezhoneg

Senario

Tresañ

A-stroll

Levrioù skeudennaouet ha Portfolio

(Titouroù tennet eus al lec'hienn "Zepounet" [1])

Levraoueg roz

(Testennoù gant Hélène Bruller)

Pladennrolladur

(Goloioù graet gantañ)

Prizioù

Enoriñ a ra Zep e-barzh Mes héros de la Bande Dessinée tresadourien evel Bilal, Dupuy-Berberian, Moebius, Loustal, Jacques Tardi, Uderzo… Ar re-mañ a ro an enor en dro dezhañ e-barzh an diskouezadeg « Portraits de Titeuf » hag al levr heñvel e anv embannet gant Glénat.

Roet eo dezhañ Priz Meur festival Solliès-Ville e 2000, ha dreist-holl Priz Meur kêr Angoulême e 2004, ur priz roet d'e 37 bloaz nemetken! War lerc'h anvioù bras evel Gotlib, Franquin pe c'hoazh Will Eisner.

Prizioù all : e 2009 ar priz "Showbusiness" eus ar Swiss Award[3], e 2010 ar "Globe de Cristal" eus ar gwellañ bannoù-treset evit Happy Sex.

Daveoù

  1. 1,0 1,1 1,2 ha1,3 « J'ai appris à dessiner ! », Le Temps, 23 Eost 2008
  2. Lec'hienn ar strollad
  3. Abadenn SSR, 11 Genver 2009

Liammoù diavaez