51.615° N, 2.959° W
Caerllion, gwelet eus Beechwood

Caerllion (Caerleon e saozneg ; brezhonekaet e Kerleon a-wechoù[1]) zo ur gêriadenn vihan eus su Kembre, en hanternoz da gêr Casnewydd, war lez ar stêr Wysg[2].

Istor

D'an istorourien ez eo pouezus Caerllion abalamour ma'z eus bet kavet enni aspadennoù eus ur c'hreñvlec'h kozh eus Oadvezh an Houarn hag eus ur c'hreñvlec'h all, unan roman, anvet Isca Silurum pe Isca Augusta, ma voe diazezet e-pad pell soudarded al Legio II Augusta. Tost d'an aspadennoù roman ez eus bet digoret daou virdi, an National Roman Legion Museum hag ar Roman Baths Museum. El lennegezh eo brudet Caerllion ivez : e-barzh Historia Regum Britanniae, gant Jafrez Menoe, ez eo Caerllion unan eus kêrioù pouezusañ Breizh-Veur ha kêr-benn ar roue Arzhur.

Anv

'Isca

Rivet & Smith, p. 378[3]

Talvoudegezh : diwar an ar stêr Isca = Dour

Caerleon

Eilert Ekwall, p. 81, 1[4].

Talvoudegezh : "kreñvlec'h / kastell al (an eil) lejion". Ar Wysg = war lez ar stêr Wysg, evit diforc'hañ diouzh Caerlleon = Chester.

Martezeadennoù romantel :

Arkeologiezh roman

Mogerioù ar c'hamp

Logelloù

Kelc'hva / Añfiteatr

Traoù a bep seurt

Daveoù

  1. Romant ar Roue Arzhur, Langleiz, p. 61
  2. Geograph photo of River Usk at Caerleon
  3. A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Édition 1982.
  4. Eilert Ekwall : The Concise Oxford Dictionary of English Place-names. Clarendon Press. Oxford. First edition 1936; Fourth edition 1960, Reprint 1980.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Caerllion

a vo kavet e Wikimedia Commons.