Arthuret zo ur barrez eus kêr Carlisle, e gwalarn Bro-Saoz, e Cumbria, tost da harzoù Bro-Skos, ma c'hoarvezas Emgann Arfderydd er VIvet kantved.

Ar barrez

Div gêriadenn zo anezhi: Longtown hag Easton. Div stêr zo ouzh he bevenniñ: ar stêr Esk er c'hornôg, hag ar stêr Lyne er c'hreisteiz. 2,434 a dud a oa o vevañ enni hervez niveradeg 2001.

Ul lec'h a bouez eo bet moarvat rak unan eus an eizh lec'h meneget er c'hentañ kartenn moullet eus Bro-Skos e oa, e 1570, graet gant Abraham Ortelius. Sed ar seizh lec'h all meneget: Carlisle, Kirklinton, Jedburgh, Wark, Coldstream, Norham ha Berwick (Logan Mack 1926).

Mojenn Arzhur

Nepell diouzh an iliz e c'hoarvezas Emgann Arfderydd, meneget e Vita Merlini Jafrez Menoe hag en Annales Cambriae, hag a vije c'hoarvezet er bloaz 573.

Iliz Arthuret

Iliz Arthuret.

Levrlennadur