Salud, ArzhPleuzal, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg | |||
Demat, ArzhPleuzal. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ. | |||
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit. | |||
Kregiñ ganti Ober e gammedoù kentañ |
Takad pleustriñ Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae | ||
Program skoazell. Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti |
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki | ||
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki |
Foar ar Goulennoù Goulennoù a vez graet gant an holl | ||
Reolennoù Wikipedia Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh |
Tavarn Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all | ||
Pemp pennaenn Wikipedia Reolennoù diazez mat da c'houzout |
Skoazell Dornlevr hollek Wikipedia | ||
Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : |
Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg.
Stanket am eus ac’hanout evit 24e evit da emzalc’h diseven. Aotreet eo kemmañ da bajenn gaozeal, neuze e c’helles goulenn o ali ouzh tud all en un ober gant ((ping)).
Erbediñ a ran dit adlenn an evezhiadenn-mañ betek ma vi sur bezañ komprenet mat anezhañ. Huñvreüs (kaozeal) 24 Gen 2024 da 18:38 (UTC)
Goulenn a ran ouzh ar re n’int ket bet meneget chom hep gwashaat an traoù, ha setu ar pezh a rez.
Stanket em eus ac’hanout e-pad daou sizhun, da lavarout eo, ar badelezh hirañ e marilh ar stankadennoù da gont orin. Ne gredan e seurt ebet e vo efedus ar gerioù-mañ, met skrivañ a ran anezho memestra: erbediñ a ran dit klask kompren eo ret bezañ seven pa gaozer gant an implijerien all ha doujañ d’ar reolennoù pa aozer pennadoù.
Daougementiñ a rin ar badelezh pep taol pa ri un dra bennak a zo difennet en amzer da zont. Peurskuizh on o kas kemennadennoù diwall dit, neuze ne rin ken.
N’am eus ket miret ouzhit da gemmañ da bajenn gaozeal. Gallout a rez klemmañ amañ evel a garez, goulenn ali ur merour all, pe c’hoazh goulenn ouzh ar gumuniezh divizout distankañ ac’hanout (hag e rin ma vez tizhet ur c’henasant, ur merour all a c’hell hen ober ivez, pe ur steward ma ne vefe merour ebet hegerz). Huñvreüs (kaozeal) 26 Gen 2024 da 16:32 (UTC)
Biskoazh kemend-all ! n'heller ket reiñ e vouezh d'unan bennak e miz Ebrel 2022 hag un nebeud mizioù war-lerc'h lavarout n'eo ket neptu an hevelep den !--2A01:CB08:8E1D:9400:40B4:1013:F85D:B68B 27 Gen 2024 da 10:07 (UTC)
+ PEGOULZ EO DIFENNET STANKAÑ Difennet-groñs eo stankañ implijerion/ezed evit klask bezañ trec'h en un tabut. Ne c'hell ket ar verourion stankañ implijerion/ezed m'emaint o tabutal gante diwar-benn danvez ur pennad pe ur politikerezh bennak. Mar sav ur gudenn a seurt-se, ret eo d'ar merour mont e darempred gant ar verourion all ha goulenn o ali digante. https://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Politikerezh_stanka%C3%B1.
Sellet o deus ar verourien sinet ganto a-is ouzh emzalc’h an den a ra gant an anv ArzhPleuzal, anavezetoc’h gant an anv implijer Bianchi-Bihan, hag ouzh marilhoù ar wiki. Gwelet o deus, en un doare stank ha padus, oberoù a-enep ar reolennoù.
Adalek 2006, ma voe krouet kont Bianchi-Bihan, eo bet degaset an traoù-se d’e soñj meur a wech, ha n’eo ket bet gwellaet e emzalc’h. Neuze o deus ar verourien graet an divizoù-mañ.
Sinadur ar verourien: