Salut dit Neal,
Evidon-me, re ziwezhat eo evit cheñch reolennoù ar votadeg. Tud a sonj n'out ket neptu en afer-mañ hag an dra-se a vije kavet evel ur brouenn neptuegezh.
Gwelet em eus ar pennadoù Tintin Anna ha kavout a ran anezho mat a walc'h.
--Paotr 8 Du 2006 da 12:04 (UTC)
trugarez vras dit evit da respont ken prim all. ya, a-du on ganez ha da gompren mat-tre a ran. ma vije bet savet a-du an implijerez Tintin Anna gant an dibab ma oan bet savet me a-du gantañ em bije gallet he stankañ hep kudenn ebet. met ur gudenn eo memestra pa vez votet ggant tud ne raent netra a-hend-all. ret e vije bet din lakaat ur reolenn marteze evit sklaeraat pesuert tud a c'helle votiñ pe get, met re wir n'em eus ket graet ha bremañ emañ re diwezhat evit kemmañ ar reolennoù.
--Merour (N) 8 Du 2006 da 12:13 (UTC)
ya, ar gwir a zo ganit. digarezioù a bedan. ur goulenn ne oa ket ha c'hoant am boa bet kaout ali ur merour all d'an nebeutañ (an hini all n'emañ ket oberiant abaoe pell) a-raok ober tra pe dra. kaset e vo ma digarezioù personel d'an implijerez-se. --Merour (N) 8 Du 2006 da 12:31 (UTC)
Setu ma c'hinnig :
ha pa zo lañset ur votadeg
--Paotr 8 Du 2006 da 12:43 (UTC)
a-du penn-da-benn. 10 pennad a zo re nebeut d'am soñj atav. kinnig a ran 50 edit en holl, en o zouez 10 pennad krouet d'an nebeutañ. --Merour (N) 8 Du 2006 da 12:52 (UTC)
War a seblant z'eus bet krouet nebeut-tre a pennadoù gant Tintin Anna (5 pe 6). Ha n'he deus nemet 14 edit. D'am soñj e vije ret lakaat ur reolenn war piv en deus ar gwir votiñ. Ouzhpenn a rafen da kinnigoù Paotr ar redi da gaout un 50 edit bennak d'an nebeutañ (ar reolenn a vez kavet war ar wikipediaoù all). Benoni 8 Du 2006 da 13:27 (UTC)
Kavout a ran souezhus a-walc'h an degasadenoù da heul (e druz eo bet lakaet ganin) hag a zo bet tu da lenn er pennad Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut):
Dave a ra an degasadenn-se da homañ:
N'eo ket difennet d'un implijer/ez kaout meur a gont. Ganin-me eo bet savet daou gont disheñvel, met klasket am eus bezañ onest ha lakaat sklaer gant peseurt implijer emañ dalc'het an daou gont ha perak (unan evel implijer hag egile evel merour). Met n'eo ket ret disklêriañ gant piv emañ dalc'het pep kont ivez. Un draig disheñvel-mik an hini eo, avat, klask votiñ meur a wezh a-drugarez d'ar fed m'emañ dalc'het meur a gont gant an hevelep implijer/ez. Drolig a-walc'h e kavan an degasadennoù a c'helelr lenn uheloc'h e-keñver se. Kaset e vo da benn ganin ma zammig enklask evel merour evit kadarnaat hag-eñ emañ dalc'het an daou gant-se gant ar memes den (marteze n'int ket) dre geñveriañ an IPoù implijet gante ha ma teu war wel e vije bet klasket votiñ div wezh gant an hevelep implijer e vo stanket pep kont dindan ar emes IP ha nullet an holl votoù bet graet gant implijerion/ezed-se. Reuz a-walc'h zo hep mont da glask pelloc'h. setu, n'eo ket bet tamallet hini ebet betek-hen, met klasket e vo goût petra a c'hoarvez.--Merour (N) 8 Du 2006 da 17:20 (UTC)
Implijet e vez un IP disheñvel gant an daou implijer. Unan anezhe a zo un IP implijet en ul lec'h foran. Egile a c'hellfe bezañ un IP prevez. Prouenn ebet betek-hen neuze.
Beñ, emañ Tugdual em c'hichen (ma mab yaouankañ eo...) ha souezhet eo ivez, èl-rezon. Kadbzh 9 Du 2006 da 19:46 (UTC)
Adtapet diwar "http://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeadenn_Implijer:Kadbzh"
Hi Merour (N), if you want to compare the IP's used by different users you can ask a steward on meta (placing a request on m:Requests for CheckUser information) or you can choose/elect a user on your local wiki that will have checkuser rights, so that you can handle this kind of problems internally. I will do the check for you and will let you know ASAP. --Snowdog 8 Du 2006 da 23:18 (UTC)
But you have to tell me who are the users to check. You can contact me here or send me an e-mail. --Snowdog 8 Du 2006 da 23:24 (UTC)
I have the results. The 2 users use different IP addresses, so it's unlikely that they are the same person. One of them has an IP assigned to the Universite de Haute Bretagne, Rennes II, this means and this IP is likely to be shared with other accounts (other student or professors), but in this case the IP address isn't enough to determine if two accounts are used by the same person.
Regards,
--Snowdog 9 Du 2006 da 11:25 (UTC)
--Snowdog 9 Du 2006 da 13:16 (UTC)
Pedet oc'h, aotrou merour, en un doare seven, da baouez da zistruj ma fennadoù (gregach). Bianchi-Bihan 11 Du 2006 da 22:05 (UTC)
--Merour (N) 12 Du 2006 da 08:11 (UTC)
Trugarez. Ezhomm a vez da zegas da soñj eo NERZH EO AR GALLOUD.
Re a c'halloud en un dorn. Ar memes den a varn hag a gondaon, a zistruj pennadoù, a denn skeudennoù, a zibab an anvioù dereat: gresianeg (anv ebet eus gregach ken), Erau (Hérault n'eo ket mat). Un tamm demokratelezh hag un tamm furnez ne rafe ket a zroug.Bianchi-Bihan 12 Du 2006 da 09:05 (UTC)
Adlec'hiet eo bet ar gaozeadenn-mañ diwar ar pennad-mañ Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut) rak ne oa ket hennezh al lec'h dereat evit koazeal eus aferioù a d'an d'an doare da verañ ar wikipedia: --Merour (N) 12 Du 2006 da 09:15 (UTC)
--Merour (N) 12 Du 2006 da 08:21 (UTC)
Skrivet 'poa : "Ne gomprenan ket re vat penaos e c'hell an hevelep den bezañ a-enep d'ar votadeg hec'h unan ha sevel ur c'hinnig evit ar votadeg-se ha kemer perzh er votadeg d'un tro. n'em boa ket bet amzer da respont dit diwar-benn da ginnig -- hag a gavan ken mat hag ar re all -- a-raok ma vije bet votet ganit. kemer perzh en ur votadeg a zo, d'am soñj, kevatal da anavezet ar votadeg, kea?" --Merour (N) 8 Du 2006 da 12:10 (UTC)
N’ouzon ket petra a dalvez « bezañ a-enep d’ar votadeg hec’h unan » na petra eo « anavezet ar votadeg » evidout. Ar pep gwellañ evidon a vefe lakaat ar Wikipedia brezhonek da vont en-dro evel ma ra ar Wiki-où all (galleg, saozneg, da skouer) : sell ouzh Resolving disputes ha Discuss, don't vote. Pa’m boa gwelet war ma fajenn implijer, d’al lun 6 a viz Du, e oa bet digoret, d’ar sul vintin, ur bajenn tabutal anvet « Politikerezh envel departamantoù Frañs » e oan bet o welet. Peogwir e kave din ne oa mat nag an eil nag egile eus an daou ginnig a oa, em boa graet un trede kinnig war ar bajenn Kaozeadenn ha lakaet em boa ur gerig dit war da bajenn implijer. D’ar meurzh da noz, pa ne’m boa respont ebet eus da berzh em boa adkaset ar gerig-se d’an daou verour all. D’ar merc’her vintin em boa kavet respont Paotr a lavare din ouzhpennañ ma c’hinnig war ar bajenn Tabutal. Graet em boa diouzhtu. Kerkent e oa bet Benoni oc’h ober war-dro ma skrid, o kinnig anezhañ e-touez an traoù a oa tu da votiñ evito. Votet em eus, diouzhtu, evit ma c'hinnig. Netra souezhus en afer-se. --Llydawr 13 Du 2006 da 21:38 (UTC)
Digarez-me. Treuzkomprenet e oa bet ganin ha digarezioù a bedan diganit. Ret eo kompren avat n'eo ket dias kas da benn ur votadeg evel hounnezh war ma fenn ma unan en ur repont da dud a-hed ar wezh en ur vezañ taget ez-personel hag o klask lakaat brud fall war ma fenn. Digarez.--Merour (N) 14 Du 2006 da 10:09 (UTC)
Beñ....ya! e soñj din e vije reizh pa 'meus skrivet pennadoù a-zivout an unvez gwereañ (monitor) hag ar skrammoù (hag am eus d'ober c'hoazh : ur pennad evit pep rizh skramm (3 neuze); danzeet eo bet ar pennad "Skramm" evit se just a-walc'h). Hag ouzhpenn, pa wellan doare skrivañ ar pennad "Moniteur ordinateur" Hummm ......Arverañ ur brezhoneg arnevez azas ouzh ar c'halvezoniezhioù arnevez e soñj din e ranker ober da lakaat ar brezhoneg-se da vezañ anavezet tamm ha tamm (pa e vez arveret da dreiñ meziantoù ouzhpenn-se bremañ ec'h ouzhpennfen...) Salut dit...a-greiz kalon --Padraig Marc'heg 17 Du 2006 da 19:47 (UTC)
Graet - diverket eo bet. A-du ganit penn-da-benn--Merour (N) 17 Du 2006 da 20:24 (UTC)
Ha moaien 'zo dit goulenn eus pelec'h eo deuet an dagadenn a zo bet en deiz all war Wiki (goulenn an IP da sk., evel ma'z poa graet evit ur afer all)? Rak mar deu eus Bro-C'hall, lakaomp, e c'hallfe bezañ unan eus ar re a glask laou e loeroù benoni war wiki gallek. Ma vefe ya ar respont, e vefe moaien en dro-se da c'houlenn gwiriañ IPoù unan pe zaou eus ar re a glask stankañ benoni (klemm a reont war-lerc'h ar wiki br war wiki fr) hag evel-se kaout an dalc'h. Rognogno 21 Du 2006 da 20:13 (UTC)
ya, ne vefe ket fall hen goût. ober a rin.--Neal 21 Du 2006 da 20:34 (UTC)
Goulennet eo bet dija gant Benoni [amañ]
Evit goût piv a zo a-drek d'un IP bennaket e c'heller implijout ar [benveg-mañ]
A galon --Merour (N) 22 Du 2006 da 18:19 (UTC)
A-du hon gant kinnig Neal. Hag evel-se, ma fell d'un trede wikipedian en em ginnig, e c'hell en ober p'en deus c'hoant: bez e vo goude-se pemzektez vot etre ar mare ma vo ofisiel e ginnig hag ar mare ma vo klozet ar vot. A galon, Benoni 1 Kzu 2006 da 13:16 (UTC)
Ma gwellañ gourc'hemmenoù. Dont a rez da vezañ ar pevare merour dilennet an implijerion/ezed ar Wikipedia-mañ. Ra vefomp pemp emberr... --Merour (N) 4 Kzu 2006 da 09:56 (UTC)
Goulennet 'p eus an oustilhoù merour evidon? Amañ e vez goulennet : [1]. A galon, Benoni 4 Kzu 2006 da 10:41 (UTC)
evel ma welez ez eus ur gudennig c'hoazh gant ar patromoù - lamet e vez ul linenn war lerc'h lod anezhe met pas gnt an holl... Perak 'ta??!! --Merour (N) 4 Kzu 2006 da 09:58 (UTC)
Eilet diwar: Kaozeal:Odisseus
Istor ar penandoù-se:
Ar gudenn:
N'eo ket amañ ur gudenn dibab ur stumm reizh ("Odisseus" pe "Ulises") met doare-labourat hag emdalc'h implijerion/ezed resis zo (liester pe unander, n'¡on ket re sur ivez e gwirionez rak posubl eo e vefe implijet lieskontoù).
Ne gomprenan ket re vat c'hoari Bianchi-Bihan - bewech ma vez kemennet dezhañ chom hep ober un dra bennak e rank hen ober diouzhtu ur wezh all e lec'h all. Displeget eo bet e ranker diverkañ hag enteuzeiñ pajennoù doubl. Gantañ e vez goulennet kaozeal atav ha koulskoude mar fell dezhañ ober un dra bennak e ra hep kaozeal. Amañ da skouer e vije bet ret lakaat un evezhiadenn war ar bajenn gaozeal stag ouzh ar pennad bet krouet dija "Odisseus " o c'houlenn hag-eñ e vefe gwell sevel ar pennad pennañ dindan an anv-se pe dindan an anv "Ulises" pe ar c'hontrol ha sevel adkasoù kenetreze.
Reuz emañ o lakaat er gumuniezh dre e emzalc'h o labourat hep tamm spered skipailh ebet evel ma c'hell pep hini ober diouzh e soñj war ur raktres a-stroll.
Diseven eo bet an implijer-mañ, ne douj ket d'ar reolennoù, tagañ a ra implijerion/ezed all ez-personel e lec'h arguzenniñ evit difenn e sav-poent.
N'eus ket nemedon bremañ war a welan hag a zo aet skuizh gant e doareoù war ar raktres-mañ. Ouzhpenn-se n'on ket sur ne vefe ket implijet meur a gont gantañ evit mergodenniñ, met n'on ket deuet a-benn da gaout prouennoù c'hoazh.
Petra ober? Ezhomm am eus kaout ali merourion all rak a-hendall e vo tamallet din ober bezañ tuek.
Naetaet eo bet e bajenn gaozeal gantañ nevezig 'zo (hep he diellaouiñ evel ma oa bet kinniget dezhañ ober). Setu, evit goût hiroc'h e ranki mont war istor ar bajenn-se d'ar 7 Kzu 2006 da 18:19
--Merour (N) 10 Kzu 2006 da 20:26 (UTC)
Ma, laosket em eus un evezhiadenn war bajenn gaozeal Bianchi. Gwelet e vo. Fulup 11 Kzu 2006 da 21:05 (UTC)
Salut, n'ouzon ket ma dalv reolenn an tri revert war ar wikipedia brezhoneg, met daoust hag eñ vije tu lavar da MP sioulaat, ha reiñ dezhañ ur c'hemenn evezh? Gwelet amañ an tabut kenetrezomp: [2], [3], [4]. Ur seurt tabut 'm oa bet gantañ an hañv paseet dija, hag aet hon skuizh gant e doare silañ e batromoù war degadoù a pajennoù, hag o nac'h war lerc'h d'ar re a labour e gwirionez war ar pajennoù-se da cheñch plas pe da lammañ kuit ar patromoù-se. Prest eo eñ evit-se d'ober brezelioù embann difin... Benoni 17 Kzu 2006 da 00:09 (UTC)
Ne gomprenan ket perak ne vefe barnet ar cheñchamantoù nemet gant an hini en deus kroget pajenn-mañ-pajenn.
Par-ha-par omp war ar wiki pe n'omp ket ?
Prest eo eñ evit-se d'ober brezelioù embann difin. > diaweled ? MP
Salut, Ur gemenadenn 'm eus laosket dit war da bajenn merour. Ur gudenn bras 'm eus gant MP. Kavout a ran hag e doare ober a zo ur seurt spam: krouiñ ur patrom a lakaat anezhañ war lerc'h war degadoù a bajennoù, ha bewech e lerc'h ma vo gwelet ar gwellañ: e laez ar bajenn!!! Hag ouzhpenn-se e teu da vezañ tagus diouzhtu pa vez klasket lammañ kuit e spammoù! Kavout a ran didereat seut emzalc'h... Petra soñjez? A galon, Benoni 17 Kzu 2006 da 09:37 (UTC)
Mat e vefe klask dont a-benn da gaout un diskoulm dre en em glevet seder etrezoc'h o-taou da gentañ. Setu, kinnig a ran un diskoulm a c'hellfe talvezout marteze evit sioulaat an traoù hep mont da c'hoût gant piv emañ ar gwir en afer-mañ. Ret eo klask mont war-raok atav ha tizhout kenemglevioù evit gallout leuskel a-drek ar c'hudennoù da vat ar buanañ ma c'heller. Ma komprenan mat e sav ar gudenn diwar ar fed ma ve lakaet ur patrom resis (Patrom:barrenn-glask) e-krec'h pennadoù o tennañ d'an dachenn-se. Gwir eo n'eo ket gwall vrav ar patrom, met mar kav d'un implijer/ez eo talvoudus-tre e implijout e c'hellfed kenderc'hel d'ober gantañ seul wezh ma vo kinklet bravoc'h ha lakaet e traoñ ar bajenn. Setu ma c'hinnig neuze: Adober ar patrom (ober a rin war-dro) hag e lakaet e traoñ ar pennadoù. Hag a-du oc'h? Kasit me ur gerig o lâret hag-eñ oc'h a-du gant ar c'hinnig-mañ war-eeun pe ma fell deoc'h ouzhpennañ tra pe dra pe sevel ur c'hinnig all. Btek ma vo tizhet un emglev e pedan chom a-sav da lakaat ar patrom-se war pennadoù all ha d'e dennañ diouzh pennadoù m'emañ bet lakaet warne dija. --Merour (N) 17 Kzu 2006 da 10:00 (UTC)
Salud dit Neal. Krouet eo bet YunBot evit rentañ servij d'ar wikipedourion (ha me en o zouez). Da skouer pa vo divizet tennañ ar patrom ((Peurunvan)) diouzh ar pennadoù (miliadoù anezho a zo) e c'hello kemer al labour-se e-karg. Ma ve divizet cheñch anv ur rummad e c'hello ober se ivez, memes tra ma ve divizet cheñch anv d'ur patrom a vez implijet war meur a bajenn.--Yun 17 Kzu 2006 da 14:55 (UTC)
Goulenn a ran e vefe kaset ur c'hemenn-evezh dezhañ. Kaozeadenn_Patrom:Barrenn-glask#Tri_fatrom. MP 17 Kzu 2006 da 17:33 (UTC)
An_ti-chopin#Pempvet_revert_gant_Benoni. MP
Brav eo da vBenoni asantiñ da gement-se goude bezañ cheñchet ar Porched:Egiptopedia hiziv. Goulenn groñs a ran diganit e cheñchfez ar porched da lakaat anezhañ evel ma oa kent ar revert gant Benoni. Evit pezh a sell paouez da c'hoari gant se : sell izelloc'h (niverenn 2). Ne lennan ket pelec'h Benoni en deus respontet dit. en un doare a zo akord gant e oberioù. MP 17 Kzu 2006 da 19:12 (UTC)
Diverket eo bet pezh a zisplije dezhañ : ur revert eo. Kaozeadenn_Implijer:Benoni#Douja.C3.B1s_paotrig_.21 MP 17 Kzu 2006 da 17:48 (UTC)
Goulenn a ran e vefe kaset ur c'hemenn-evezh dezhañ.
Evit pezh a sell ar patrom em boa respontet ivez amañ d'ar 17 (12:09). MP 17 Kzu 2006 da 19:22 (UTC) Mat eo. Trugarez.--Neal 17 Kzu 2006 da 19:47 (UTC)
[[5]]
Salud dit. Kroget en deus YunBot gant e labour. Tennet en deus Indo-European evit skrivañ Indezeuropek er pennadoù a implij ar Patrom:Lang (37 pennad a zo bet kemmet evel se). War e roll-labour en deus da lakaat livfamilh e-lec'h familycolor er pennadoù a ra gant ar patrom-se. Ne fell ket din e vefe aloubet ar bajenn Kemmoù diwezhañ gantañ, setu e c'houlennan an dezvad/statud Bot evitañ ganit a-raok kenderc'hel ganti.--Yun 19 Kzu 2006 da 18:22 (UTC)
Evit kêrioù Kerne-Veur, perak 'zo bet tennet ganit a-wechoù ar furm e saosneg, ha laosket gwechoù all? Benoni 20 Kzu 2006 da 15:14 (UTC)
--Merour (N) 20 Kzu 2006 da 15:19 (UTC)
Lakaet 'zo bet ganin Bianchi-Bihan war evezh. Sellet amañ evit an abegoù. Lavarit din petra soñjit. Ouzhpennañ a ran: ne savan ket pennadoù war Gresia ha ne gemeran ket perzh er C'hendiviz reoliata war an anvioù divoutin gresianek. Ne ran nemet barn emzalc'h Bianchi-Bihan. A galon, Benoni 27 Kzu 2006 da 11:05 (UTC)
Demat. Votoù a zo o vont en-dro amañ evit aotreañ botoù 'zo (YunBot ha TXiKibot), hag amañ diwar-benn ar peurunvan war wikipedia. Emichañs t'o tro reiñ da ali evit lakaat da vevañ an demokratelezh wikipedian ha kemer divizoù asantet gant ar muiañ niver. A galon, Benoni 27 Kzu 2006 da 23:34 (UTC)
[[6]] Votomp. MP 30 Kzu 2006 da 09:59 (UTC)
Trugarez evit da gemennadenn. Ma'z on aet e breskenn un tamm eo abalamour, dreist-holl, ne oa ket bet dalc'het kont tamm ebet eus ar pezh am boa klasket displegañ koulz war bajenn an ti-chopin, ha war bajenn gaozeal ar blanedenn-se. Bianchi-bihan en doa cheñchet an titl en ur lakaat "ober (evit ar poent) gant an anv a gaver gant Vallée pa n'ouzer ket eus pelec'h e teu an anv all". Mat. Displeget an traoù, roet daveennoù ha kement zo. Met unan all a zo aet da adlakaat an titl, hep bezañ lennet an traoù, anat eo, oc'h en em harpañ war ar pezh a lavare Bianchi-Bihan, met kement-se hepken evit lakaat e soñj personel da dalvezout. Ne oamp ket ken gant spered an "ober (evit ar poent)". Hag aet on-me da blantañ reuz e dibaboù ar re a zo o plediñ bremañ gant anvioù an doueed c'hresian evit lakaat o dibaboù da glotañ gant ma soñjoù personel, pe anvioù ar planedennoù, al loarennoù ? N'on ket. Kentel : Ar pep furañ a vije bet chom hep cheñch ken na vije bet roet an displegadurioù e oant o klask, ha dreist pep tra, lenn ar pezh a oa bet respontet.Iskomandant Marc'heg 10 Gen 2007 da 20:32 (UTC)
A galon, Merour (Neal) (Kaozeal) 11 Gen 2007 da 10:40 (UTC)
Salud dit. Skrivet az poa kement-mañ din an deiz all : «(...) Setu e kinnigan kregiñ ar vloavezh-mañ gant ur spered kenlabour pozitivel: pa vez kemmet titl ur pennad pe c'hoazh ar c'heriaoueg bet implijet gant unan bennaket bet krouet ur pennad gantañ/i (da lâret eo an aozer-pennañ), ha dreist-holl m'eo bet savet meur a bennad ganta/i war an dachenn-se, kentoc'h evit mont diouzhtu da digemmañ-adkemmañ titl ar pennad-se e vefe gwelloc'h mont da displegañ perak n'eur ket a-du gant ar c'hemm war ar bajnn gaozeal stag ouzh ar pennad-se ha/pe mont e darempred gant an hini en/he doa kemmet ar pennad oc'h eilañ war e bajenn gaozeal an evezhiadennoù-se. Bewech ma sav ur gudenn a-seurt-se e c'heller mont e darempred gant ur merour evit goulenn e ali digantañ, met fur e vefe chom a-sav da gemmañ-adkemmañ an traoù keit ha ma ne deuer ket a-benn da dizhout ur c'henemglev. (…) » Penaos e rin-me evit mont e darempred gant ar verourien, pa'z eo ur merour end-eeun a ya da cheñch an titl diouzh e intrudu e-unan (evit Ceres en degouezh-mañ), a-us d'an implijerien all emaint eta ? Dizale moarvat ez ay Nix da Noz evit bezañ diboell da vat hag heuilhañ dibab ur pennad nevez savet gant unan amañ. Goulenn a ran ganit e vefe distroet d'ar stumm Ceres evit ar blanedenn, pa ne gavan ket sirius an arguzenn "anv an doue a zo evel-se neuze e vo anv ar blanedenn evel-se" (n'eo ket reolennoù aozadur ofisiel anvadurioù an egor, n'eus forzh penaos). A galon. Iskomandant Marc'heg 30 Gen 2007 da 15:41 (UTC)
Amañ e kavi testenn eilet ur geriag am eus kaset evel merour da v-Bianchi-Bihan a-divout kudenn an doare bet divizet betek hen d'ober war ar Wikiepdia-mañ evit ar pezh a sell ouzh an anvioù vivoutin gresianek. Pedet out ivez evel-just da reiñ da soñj koulz war ar gerig bet kaset d'an implijer-se war eeun ha war kudenn an treuzskrivañ dre vras.
Goût mat a ran n'eo ket bet tizhet c'hoazh ur c'henemglev hollek war an dachenn-mañ, met keit ha ne vo ket bet tizhet e pedan ac'hanout da doujañ ouzh an damemglev da c'hortoz o tennañ d'an diforc'h etre theta (Θ, θ) ( > th) ha tau (Τ, τ) ( > t) diouzh un tu hag upsilon (Υ, υ) ( > y) hag iota (Ι, ι) ( > i) evit an anvioù divoutin gresianek d'an nebeutañ. Reuz 'zo bet war an dachenn-mañ dija ha d'am soñj ne vefe ket yac'h mont re bell ganti ur wezh all c'hoazh. Marteze a-walc'h n'out ket a-du gant an dibaboù bet graet betek-hen na gant an niver a dud bet kemeret perzh en divizoù war an dachenn-mañ, met nac'het ec'h eus reiñ da ali daoust ha m'out bet pedet ez personel ha meur a wezh lâret da soñj ha n'eo ket peogwir e van unan bennak er-maez eus ur c'hendiviz ma c'hell chom hep doujañ ouzh ar c'henemglevioù (da c'hotoz pe da vat) tizhet. Gwell e vefe din ma vefe tu da dizhout un emglev ganit-te abalamour dresit-holl d'an niver a bennadoù bet savet ganit o tennañ d'an dachenn-mañ, met mar ne fell ket dit kemer perzh e ranko ar gumununiezh kas ar c'hendivizoù war-raok ha tizhout kenemglevioù hepdout, en ur c'hoût e c'hello bezañ kemmet an damemglev da c'hortoz menneget a-us seul wezh ma teuio muio'ch a dud da gemer perzh er c'hendiviz hag a zo war ar stern c'hoazh gant alioù disheñvel. Evit poent avat e vo klasket lakaet e plesutr an troùigoù bihan hag a zo bet gellet lakaet meur a hini (hag a c'hell bezañ bihan o niver, met, hen adlâret a ran, n'heller ket rediañ a dud da gemer perzh) da sevel a a-du gante betek-hen. A galon, --Merour (Neal) (Kaozeal) 4 C'hwe 2007 da 14:04 (UTC)
Aze emañ un darn eus ar c'hendiviz ne am boa ket lennet. N'eo ket al lec'h mat a gavan. Dre vras, non ket a-du gant digejañ t/th, met gant kaout an u evit υ. Koulskoude sevel ur votadeg etre un dousennad tud a vije iskis. Ret e vije sevel ur bajenn war ar c'hraf-se. --Ch. Rogel 4 C'hwe 2007 da 17:31 (UTC)
--Merour (Neal) (Kaozeal) 4 C'hwe 2007 da 17:37 (UTC)
Setu ar pezh a ya lod da skopañ war ma fajenn, dichek ha digastiz. Ha paoues atav klask abegoù tort evit c'hoari da verzher bihan...Benoni 4 C'hwe 2007 da 15:35 (UTC) Adtapet diwar "http://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeadenn_Implijer:Bianchi-Bihan"
Neuze em eus ranket naetaat war o lerc'h. Bianchi-Bihan 5 C'hwe 2007 da 13:26 (UTC)
Demat. Digor eo ar vot war ar c'hendiviz reolata a denn d'ar rummadiñ. Tu zo dit votiñ evel-just. Ur wech ma vo kroget ar vot war treuzkrivadur an hengresianeg e vije mat kas ur gemenadenn d'an holl evit kinnig dezho votiñ d'an div goulenn. A galon, Benoni 23 C'hwe 2007 da 10:01 (UTC)
Emaon o paouez merzout ez eus ur mank er goulennoù c'hoazh, er goulenn 5a.
E-lec'h : (Notenn: da skouer, "Andromac'ha" / "Andromac'he" e lec'h *"Andromac'h")
e tlefed skrivañ : (Notenn: da skouer, "Andromac'ha" e lec'h *"Andromac'h", pe "Andromac'he")
Ne gav ket dit? --Kadwalan 2 Meu 2007 da 13:05 (UTC)
Mat e vefe dit mont da welet ar pennadoù Juzu hag añforenn da respont. Mod all e vefe mat skrivañ minotaor(os) e-lec'h ar pezh az teus kavet. Kae da welet eno ivez. Da echuiñ, trugarez da reiñ da c'hoût da soñj d'ar re all er pajennoù kaaozeadenn, e-giz ma peus skrivet war da bennbajenn, a-raok kemm traoù pouezus er pennadoù, evel stumm ar penngerioù, da skouer.--Kadwalan 1 Ebr 2007 da 18:02 (UTC)
Demat dit Neal, hag-eñ e vefe tu dit adenvel ar pennad Ko?n e "Korn (strollad)" pe "Korn (sonerezh)" ?
Trugarez
Mat ar jeu Neal, Gwelet 'm eus e oa bet savet ur pennad anvet "Protezenn" e yezhoniezh, tu ' vefe din (pe d'un all) sevel ur pennad all gant ar memes anv e medisinerezh? (C'hoant 'm eus gouzout m'az eo posupl sevel daou bennad gant ar memes anv diwar daou zañvez disheñvel). Ronan
GS: Evit sinañ n'eus nemet skrivañ --~~~~ (~ = alt 126) A galon, --Neal (Kaozeal) 1 Mae 2007 da 08:41 (UTC)
Ok, mat eo din (forzh penoas n'eo ket din da reiñ va ali, p'emaon o paouez erruout), gwelet a rin gant va breur evit sevel traoù diwar ar vedisinerezh. --Ronan 1 Mae 2007 da 10:57 (UTC)
Salud dit !
Peogwir out bet lakaet da vureviad em eus ur reket da sevel ouzhit : adenvel ma c'hont. N'eo ket ur gwall afer : lakaat un M bras e plas unan bihan. Jañ-Mai e plas Jañ-mai. P'am boa krouet ma c'hont, ur 15 miz bennak zo, n'am boa ket tapet lakaat ur bennlizherenn goude ar barrenig-stagañ.
Trugarez dit, ha gourc'hemennoù evit al labour ramzel a gasez da benn.
A galon, Jañ-Mai 15 Mae 2007 da 15:38 (UTC)
Demat, tu vije dit mont e darempred gant Implijer:PolarBot ha reiñ dezhañ ar statud bot ma 'z eo sur e robot? Hevelep tra evit Implijer:WarddrBOT. N'eus ket a bres evel-just. Benoni (Kaozeadenn) 28 Mae 2007 da 18:11 (UTC)
Gwelout a ran n'eus ket aotre d'ober gant gerioù zo, k*** gant unan, p*** gant unan all. Daou zen o c'hoari o mistri war ar yezh, peadra da sevel un Akademiezh etrezoc'h.
ha gouest e vefe da vot-te (pa'z po amzer evel-jsut) da gemmañ e pep lec'h morfemenn > morfem, ur vorfemenn > ur morfem, morfemennoù > morfemoù, div morfemenn > daou vorfem, morfemennek > morfemek? N'eo ket ret kas da-benn ar c'hemmoù-se diouzhtu - fellout a ra din goût hag-eñ e vefe tu d'hen ober ez-automatek. Trugarez.
Anaout a rez La Corogne? Bianchi-Bihan 18 Mez 2007 da 21:25 (UTC)
Trugarez. --Kadwalan 20 Mez 2007 da 07:21 (UTC)
Salud. Kompren a ran az peus c'hoant da respont d'an traoù a gavez heg met gallout a rafe ar gaozeaden bezañ hir a-walc'h ma talc'h evel kustum ha ma fajenn hiniennel n'eo ket al lec'h gwellañ evit se 'm eus aon. Trugarez eta da genderc'hel gant ar vreutadenn-se war ho pajennoù. Mont a rin da welet eno evit goût hiroc'h. A galon--Kadwalan 28 Mez 2007 da 17:58 (UTC)
N'eo ket peogwir eo bet boulc'het ur pennad ganit ma c'hell bezañ distrujet ganit hep abeg ebet ha/pe hep goulenn ali ar gumuniezh rak n'out ket perc'hen war ur pennad, perc'hen warnañ eo ar gumuniezh. Restaolet ar pennad "priedelezh". Merour (Neal) (Kaozeal) 9 Gou 2007 da 14:12 (UTC)
N'out ket perc'henn ivez, met galloud da skuizhañ an dud a labour ac'h eus. Ne labourin ket ken er pennadoù ma vi deuet d'ober da freuz pe da silañ da ideologiezh. Bianchi-Bihan 9 Gou 2007 da 16:27 (UTC)
Salud dit Neal. Digarez da zirenkaén ac'hanout met ur gudenn am eus gant liammoù diabarzh. Abaoe ur pennadig e labouran war pennadoù diwar-benn tudennoù pennaén pe istor Bro-Iwerzhon. Hag emaon o paouez sevel ur pennad diwar-benn ar Gaelic League anvet Conradh na Gaeilge. Met e barzh kalz a bennadoù evel reoù Michael Collins pe Cathal Brugha em eus implijet ar ger Gaelic League rak kavout a ran eo sklaeroc'h ha aesoc'h da gomprenn. Met penaos ez eus tu din ober evit ma digasfe ul liamm "Gaelic League" d'ar bajenn Conradh na Gaeilge hep adtremen war an holl pajennoù evit ouzhpennañ an anv iwerzhoneg d'al liamm kozh. Klasket am eus gant un "defaultsort" met ne za ket en dro. Trugarez en a-raok
--Gwendal.P 14 Gou 2007 da 12:27 (UTC)
Trugarez vras evit an dra se. Komprenet am eus, simpl awalc'h eo a-benn ar fin. Trugarez ur wech c'hoazh
--Gwendal.P 14 Gou 2007 da 13:25 (UTC)
Salut. Stanket az teus an implijet Bianchi Bihan. Kompren a ran ez out inervet gantañ met ne gav ket din eo mat stankañ anezhañ diouzhtu ha da virviken. Da gentañ e ranker gortoz ma vo ur gunujenn pe un dra bennak all eus e berzh a-raok. Sklaer e vo ar marc'had peogwir eo bet lakaet war evezh gant Benoni, ganit, ganin hiziv hag abaoe pell. Da zaou e tlefe bezañ stanket gant ur merour na sell ket ar gudenn outañ en un doare ken tost. Benoni, me pe un all, ne vern. --Kadwalan 1 Eos 2007 da 10:32 (UTC)
Ali e vefen distankañ anezhañ ha skrivañ war e bajenn ez eo distanket met atav war evezh. Stanket e vo kerkent ha ma vo ur gudenn a seurt-se. Marteze e c'hallan seblantout beg-pismig un tamm met ne wellao ket an aergelc'h ma c'hall bezañ lavaret eus ar verourien ne seblantont ket heuliañ pervezh ar reolennoù. --Kadwalan 1 Eos 2007 da 11:31 (UTC)
Ali gant Benoni. Bet on o vakañsiñ, setu ne'm eus ket heuliet an traoù a-dost dibaoe. Echu ar stankadenn neuze? --Kadwalan 7 Eos 2007 da 11:59 (UTC)
Salud Neal. C'hoant am eus bet da ouzhpennañ ur gemennadenn war kannadig ar verourien ha merzout a ran n'on ket gouest ken. Marteze eo bet kollet ma gwirioù merour ganin peogwir n'em boa ket kemeret perzh amañ pell zo. Koulskoude n'em eus ket resevet kemennadenn ebet ha pa wirian war roll ar marilhoù ne welan cheñchamant ebet evit ar pezh a sell ouzh ma statud. Kenderc'hel a ran da dreiñ etrefas ar wikioù dre Betawiki. Tu a vefe dit gwiriañ an afer-se hag adkadarnaat ma statud mar plij. Trugarez dit --Fulup 14 Her 2007 da 17:58 (UTC)
E gwirionez ne gomprenan ket re vat petra a c'hoarvez, rak sañset e vefe ganit ar statud merour da viken nemet ma vefe tennet diouzhit evit un abeg resis bennak rak daoust ha ma c'hell bezañ reolennoù a seurt-se war Wikipediaoù all (war an hini e galizeg, da skouer), n'eus bet votet war ar raktres-mañ reolenn ebet o tennañ d'ar fed ma vefe kollet gante o gwirioù gantr ar verourion goude ur prantad hep oberintiz. Mont a rin da lakaat ur sell. Marteze ar bep gwellañ 'vefe tennañ kuit da wirioù merañ a-benn gallout o adkadarnaat adarre. Ro-me da soñj a-raok hen ober. Merour (Neal) (Kaozeal) 15 Her 2007 da 08:43 (UTC)
An dra-mañ ac'h eus skrivet war ma fajenn: Goulenn a ran groñs ouzhit chom hep sevel pennadoù war an dachenn-mañ neuze betek ma vo achu ar votadeg. Ne sentan ket ouzh an urzhioù, met gouest on da gompren un erbedadenn, gant ma vo talvezo evit an holl. Hag evit Benoni ivez. Neuze e lavari dezhañ paouez da zrailhañ al liammoù am boa graet gant ma fennadoù, ha chom hep tennañ ma displegadennoù er votadeg. Bianchi-Bihan 20 Her 2007 da 00:16 (UTC)
Ur gudenn a zo gant da sinatur: mankout a ra ur </sup> er fin... Benoni (Kaozeadenn) 23 Her 2007 da 10:43 (UTC)
Emaon o paouez stankañ BB evit un devezh dezhañ da zistanañ. Atav ar memes emzalc'h heg tagus ha kontrol. Ne fell ket din lezel anezhañ da dagañ ac'hanon pe ma labour merour evel m'en deus graet war pajenn ar gumuniezh, evel ma ra dibaouez gant an holl. Me 'gav din en deus bet evezhiadennoù a-walc'h ha ne dalvez ket ar boan da ober ur wezh ouzhpenn.
Kroget e oa gant ur brezel embann er pennad Lucius Flavius Philostratus ken nemet pa felle dezhañ ober gant ur ger n'eo ket testeniekaet (sofour e-lec'h sofisted) e-lec'h ar ger en implij el lennegezh hep arguzenniñ zoken (evel kustum, n'eus ket moaien da lâret tra dezhañ ha pa vefe hegarat). N'eo ket aze emañ abeg ar stankadenn avat met e emzalc'h tagus ha kunujennus. --Kadwalan 30 Gen 2008 da 04:44 (UTC)
Un tamm kempenn am eus graet, skañvaet ur bajenn re bonner, ha tennet ur post ar vezh "ankouaet" . Bianchi-Bihan 26 C'hwe 2008 da 12:59 (UTC)
Demat. D'am soñj ez eus un nebeud "Vandaled" a vefe mat o lakaat da baouez da vat (Vandalouriezh ouzh ar pennadoù "Obama" hag Aberplymm). Trugarez en a-raok. aGalon. Klaod. Kadbzh 4 Du 2008 da 15:57 (UTC)
Demat. Vandalouriezh adarre gant an IP 199.120.75.132! Kit da welet m.p. Trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 5 Du 2008 da 19:55 (UTC)
Kadbzh 5 Du 2008 da 20:16 (UTC)
db Obama. Kont da stankañ da virviken, m.p. A galon. Klaod Kadbzh 22 Gen 2009 da 10:03 (UTC)
Obererezh: vandalouriezh pe taol-arnod??? A galon. Klaod Kadbzh 23 Gen 2009 da 09:47 (UTC)
Sell ouzh ar pennad diwar-benn Rhisiart Hincks (http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Rhisiart_Hincks&action=history). --Llydawr 26 Gen 2009 da 18:16 (UTC)
Salud dit ! Taol ur sell ouzh kemmoù an implijer dianav war bajenn ar 24 a viz Ebrel : [[8]]. --Llydawr 22 Ebr 2009 da 15:58 (UTC)
Demat.Pajenn da ziverkañ m.p.: Dvd ha kont da stankañ: 85.99.77.15 . A galon. Klaod Kadbzh 23 Ebr 2009 da 10:46 (UTC)
Anvioù annezidi Italia gant 195.221.67.53 . Trugarez en a-raok. A galon. Klaod
Kaozeal:Friso Nijboer. Demat. Diverket eo bet ganin. A galon. Klaod Kadbzh 13 Mae 2009 da 11:53 (UTC)
Demat. Ur pennad da ziverkañ m.p.:Thiago Xavier.
Trugarez en a-raok. A galon. Klaod Kadbzh 21 Mae 2009 da 16:19 (UTC)
Salud,
Addegas a ran va goulenn d'an holl verourion : pegoulz e vo skarzhet Bianchi-Bihan diouzh ar Wikipedia brezhonek ?
Addegas a ran dit ivez un nebeut resisadurioù :
Poent-bras eo kemer diarbennoù da wareziñ Wikipedia brezhonek diouzh ar reuz degaset gant Bianchi-Bihan. N'eo ket ar wezh kentañ e ra e reuz evel-se a-hend-all. Ha biken ne vo komprennet eo poent bras kaout an dizober anezhañ ? E lec'h klask degas d'ar Wikipedia tud dezho barregezhioù liesseurt (war an Istor, war an Douaroniezh, war ar Brederouriezh, war ar Vredoniezh, al Lennegezh, ar Vevoniezh, ar Fizik ha mement zo) e lezer un den dizesk war pep tra plediñ gant pep tra ivez.
Gallout a ran priziañ kement-se evit pezh a sell ouzh an Istor p'am eus un tamm stummadur war se. Unan eus techoù fall a boanier da zilemmel diouzh ar studierion kentañ bloavezhioù war an Istor zo ar barnadennoù kammamzeriat : priziañ traoù ur prantad bennak hervez doareoù da welout ur prantad all. Pa lenner da skouer klask kompren gant an hevelep reolennoù anvioù tud an 19vet hag an 20vet kantvet evel Andersen pe Johnson ha reoù tud an Uhelgrennamzer evel Kenneth mab Alpin, Hoel Vat pe Rhodri Veur e tiskouezer un diouiegezh-krenn war zoareoù an Istor a lakfe da c'hoazin pe da gaout un tamm kendruez en ur Skol-Veur war an Istor. Boris Johnson, maer Londrez, zo anvet Johnson peogwir ez eo a anv-familh ha mat pell zo, ha n'eus ket evel-just da dreiñ e anv. Padal, pa oa lesanvet e ziaraoger, Ken Livingston Red Ken peogwir e oa kentoc'h war gostezenn kleiz ar Strollad Labour ez eo an anv-gwan red un doare bev d'e ziskrivañ, ha ma vefe d'e lakaat e brezhoneg e rankfed evel-just e lesanvel Ken Ruz...evel Hoel Vat pe Rhodri Veur. Mirout kousto pe gousto Dda pe Mawr a ziskouez ne gomprenner o ster evel pa vefe anvioù-familh ("Mont a ra, Aotrou Dda ?", "Penaos emañ ar bed ganeoc'h, Aotrou Mawr"...). Kement-se zo anat dezhañ un tamm poell hag un tamm poell. Amañ e kemeran skouerioù war dachenn an Istor pa c'hallan priziañ an dachenn-se. Anat eo kement-se : Bianchi-Bihan n'en deus savet pennad Istor ebet. Divarrek-krenn e vefe d'hen ober. Evel-just n'on ket evit priziañ disklibezhioù all evel ar Fizik, ar Vevoniezh pe reoù all, goulakaat a c'hallan ez eo kevatal avat.
Neuze amañ emañ an dibab : kenderc'hel da lezel tud dizesk sevel pennadoù nul o live kefredel, pe lezel al lec'h da dud dezho barregezhioù arbennik.
Meven 12 Mez 2009 da 15:52 (UTC)
Bianchi-Bihan 12 Mez 2009 da 18:43 (UTC)
Evel em eus bet tro da lâret dija, n'em eus ket kalz a amzer d'ober war-dro ar raktres-mañ d'ar mare-mañ, met ober ran, hag e rin c'hoazh, pezh a c'hellan. Ret din klask un tammig amzer avat a-raok degas ur respont un tammig donoc'h hag hiroc'h. Da c'hortoz, avat, e kredan lâret da gentañ-holl n c'hellfer ket ma zamall da vezañ un den a-sav a-du gant savpoentoù Bianchi-Bihan atav, na pell ac'halese. ar wezh-mañ, avat, ne welan abeg ebet evit goulenn ma vefe skarzhet diouzh ar wikipedia na serret e gont outañ zoken, rak ne welan pennaenn ebet ma vije bet torret gantañ. A-raok lakaat an traoù da vont re bell, d'am soñj e vefe gwell klask dirouestlañ gudenn ar pennadoù o tennañ da dudennoù istorel kembraek o anvioù kentoc'h evit klask tamall kenlabourerion/ezed all en un doare diabeg, rak ne gas an hent-se nemet da freuz ha freuz all. Kemeret 'zo bet ganin un diviz da c'hortoz war ar c'hraf resis-se ha lakaat arin an holl da blediñ outañ, mar plij dezhe pe get, betek ma vo bet tizhet ur c'henemglev da vat. Me ho ped, nueze, chom hep klask kemmañ-digemmañ titl ar pennadoù evel m'emaint bremañ rak a-hendall e ranko bezañ prennet ar pajennoù ha kontoù an dud keit ma vo aet war sioulaat an traoù. Neal (Kaozeal) 12 Mez 2009 da 19:56 (UTC)
Setu bremañ ouzhpenn miz eo bet kemmeret da c'hortoz an diviz da skrivañ e kembraeg anvioù rieion Kembre pa vezont lakaet e brezhoneg evit re ar broioù all. Dreist-holl eo bet berzet o skrivañ e brezhoneg, ha pennadoù savet ganin zo bet freuzet. Kement-se da c'hortoz un emglev degemmeret gant an holl. Daoust d'ar pezh a skriv Kaozeadenn Implijer:Merour (N) ne damallan ket anezhañ da vezañ un den a-sav a-du gant savpoentoù Bianchi-Bihan atav, na pell ac'halese. Koulskoude, pa embann Kemeret 'zo bet ganin un diviz da c'hortoz war ar c'hraf resis-se ha lakaat arin an holl da blediñ outañ, mar plij dezhe pe get, betek ma vo bet tizhet ur c'henemglev da vat, ez eo koulz lavarout lezel an traoù evel m'emaint hervez savpoent un tuad hepken. Da gentañ, evel 'm eus bet tro d'hen eztaoliñ endeo, ne gomprenan ket an dibab da asantiñ hepken, da c'hortoz, dibaboù un tuad hepken, ha da verziñ re an tuad kontrol. Hag an dibab gwellañ eo da "sioulaat an traoù" da sevel a-du -ha pa vefe a-hervez da c'hortoz- gant unan eus an daou duad enebet ? Aotreen pennadoù anvet Hywel Dda pe Rhodri Mawr ne endalc'h den dre ret da verziñ pennadoù -savet en a-raok- anvet Hoel Vat pe Rhodri Veur ha d'o skarzhañ zoken. Sede pezh a zo bet graet evelkent. Pelec'h emaint bremañ ?
Abaoe, pennadoù all evel Meuriadoù ha keodedoù roman Preden zo bet freuzet gant Implijer:Bianchi-Bihan. Pegoulz an diaoul e kompreniot eo poent bras e virout da genderc'hel da zegas reuz ha vadalerezh e Wikipedia brezhonek ? Petra vir ouzhouc'h d'e lezel evel-se ? An druez ? Pouezusoc'h eo, a gredan, kemer an diarbennoù ret d'ober eus Wikipedia ur benveg talvoudus ha n'eo ket mui ur vezh lenn e bennadoù. Skarzhit Implijer:Bianchi-Bihan eus Wikipedia brezhonek !
Goulenn a ran adarre digant ar verourion skarzhañ Bianchi-Bihan, a dremen e amzer da lakaat reuz er wikipedia ha d'en em sevel evel un doare ayatollah a oar pezh a rank bezañ lakaet ha pe ne rank ket. Pennadoù skarzhet dizehan, pa ne ran evidon-me nemet da wareziñ ar pennadoù am eus savet (Aberplymm, Hoel Vat ha kement zo, hag a zo freuzet dizehan). Ne ran diouzh va zu netra e "pennadoù" BB. E lezel a ran c'hoari en e boull-traezh, ne ran forzh. Ar yezh zo "difaziet" da lakaat ur brizhyezh (ofisiel, statud ha me oar) e lec'h ar yezh reizh a glaskan degas em fennadoù. Gwir eo, ma n'o deus skolajidi Diwan Kemper netra da lenn estreget pennadoù Bremañ e vo diaes un tamm kompren ar pennadoù-se. Ha ne vefe ket mat dezho, dres, uhelaat o live -ha pa feukfe o c'helennerion war an Arzoù kaer diampart, lakezed da vBB !- ? Poent eo paouez da heugiñ Wikipedourion da gemer perzh -meur a hini evel-se a anvezan- pe da lenn pennadoù droch. Da skouer e c'haller lenn BB pismigañ e vefe kemmesket e pennadoù evel Wakefield evel e pennadoù all distrigoù ha kêrioù. Fentusat tra, a ziskouez bepred an hevelep kudenn a-berzh BB : klask a ra komz eus pep tra tra ma 'z eo dizesk-krenn diwar o fenn. Klask a ra treiñ ha netra ken. Moarvat en deus lennet e oa Wakefield ur borough : ur gêr enta na petra 'ta ! Pezh zo, ne oar netra diwar-benn ar reizhiad amaezel saoz e venn komz diwar o fenn. E 1974 e voe savet ur reizhiad daou-live (kontelezhioù a-us ha distrigoù a-is), kement-se e Breizh-Veur a-bezh. Pezh zo, an termennoù amaezel kefridiel a zalc'h a-wezhioù roudoù eus dezvadoù disheñvel kent, goullo-krenn bremañ. Evel-se, distrigoù zo zo anvet a-wezhioù borough ha n'eo ket districts. Heñvel-mik int e gwirionez. Betek 2009, da skouer, e oa e Kernev-Veur Restormel ur borough pa oa Pennwydh, Kerrier, Karrek, Norzh Kernow ha Karadon disticts. Diaes e vefe lavaret e oa Restormel ur "gêr" ! Kement-se da ziskouez hepken n'eo ket ur gudenn a droidigezh hepken a zo a-bouez (BB ne oar netra nemet klask treiñ), hogen e ranker kompren pezh a gomzer diwar o fenn. Er skouer-se e ranker eeunaat an termenadur, hag ober bepred gant distrig, ha pa vefent e saozneg boroughs. Luziet a-walc'h eo deuet ar reizhiad amaezel saoz abaoe ar bloavezhioù naogont, pa zeuas lodennoù zo eus kontelezhioù d'en em zisrannañ evit traoù zo hogen ket evit traoù all zo ! Pezh zo, ar paour-kaezh beulke-se zo dizesk-krenn war pep tra ! Ha rankout a rankimp gouzañv pell c'hoazh e zoaereoù amparfal truezus ? Ur wezh adarre : daoust hag ez eo ar vezh a lakaa ar verourion d'e virout d'ober ar furlukin war Wikipedia brezhonek ? Poent eo ober un dra bennak !
Meven 28 Gou 2009 da 22:29 (UTC)
Meven 12 Gou 2009 da 19:48 (UTC)
Ha moaien vefe dit stankañ kont an implijer 189.104.134.92 mar plij? (e oberenn)--Gwendal 21 Gou 2009 da 14:41 (UTC)
gant 86.135.164.161, ouzh Alan Stivell. A galon. Klaod Kadbzh 24 Gou 2009 da 10:51 (UTC)
Kavet an dra-mañ ganin: Wikipedia:Dont da vezañ merour, ha lennet e-barzh: Ma fell dit lakaat da anv evit bezañ merour, goulenn digant ur merour sevel ur bajenn vot. Ha sede pezh a c'houlennan. Bianchi-Bihan 26 Gou 2009 da 04:40 (UTC)
Klask a ran labourat war ar pennad Merzhin met unan all ha ne gompren nemet e alioù personel a vir ouzhin. Goulenn a ran ma vo
A-raok an ehanoù e oa bet kemeret un diviz diwar-benn an anvioù-rieion kembraek, "da c'hortoz" un c'henemlev a zegouezho, 'm eus aon, e bloavezh an erc'h du, kement-se diwar zigarez stultennoù ur penn-leue dizesk ne c'hall ket diforc'hañ anvioù-gwan boutin (ar c'hembraeg da > dda da skouer) gant lodennoù eus un anv-den a vefe ; n'eo ket evit kompren an amaezhierzh saoz, hag a venn lavarout e c'her diwar e benn (distrigoù meiziet evel kêrioù diwar zigarez ez int anvet hervez an termenadurezh kefridiel saoz boroughs) ; petra soñjal eus an Historia Regum Britanniae troet Istor Rouaned...Breizh !?!?.
Abaoe en deus freuzet pennadoù savet ganin evel Meuriadoù ha keodedoù roman Preden, Aberplymm ha reoù all. Kenderc'hel a ra gant e vandalerezh -peurvuiañ hep e lesanv wikipediat met gant un IP hepken- war va fennadoù diwar-benn kêrioù Kernev-Veur pe gonteleioù Bro-Saoz.
Ha rankout a ra wikipedia chom da vezañ ur c'hoariell evit pennoù-leue dizesk eveltañ, c'hoant gantañ kenderc'hel didrabas da astenn e ziouegezh ?
Ur wezh adarre : ha petore diarbennoù e vo graet evit e virout da gendrec'hel gant ar reuz a ra war Wikipedia ? Petra zo ret evit skarzhañ a-benn ar fin Bianchi-Bihan ?
Meven 3 Gwe 2009 da 16:25 (UTC)
Proviñs Caserte, ur fazi a oa e roll ar proviñsoù. Trugarez. A galon. Klaod Kadbzh 3 Gwe 2009 da 17:36 (UTC)
Moarvat ho po taolet evezh ouzh labour dispar hon c'henlabourer nevez, an aotrou Bleiz: http://br.wikipedia.org/wiki/Dibar:Contributions/Bleiz . Bianchi-Bihan 12 Gwe 2009 da 07:00 (UTC)
Digarezit ma n'am eus ket sinet ar gaozeadenn a ziwar Kalaika : n'am boa ket kavet penaos en ober. hogen dindan va anv implijer Gad am eus savet al linnennoù am eus skrivet er gaozeadenn. Aes deoc'h gouzout eta n'eo ket dre guzh am eus graet.
chom a ran nes kompren perak ne vefe ket degemeret da adstumm stummoù lennegel a zo diazezet mat e skridoù skrivagnerien a-bouez en hor yezh. Unan a lenno Youenn Drezen, lakaomp, hag a glasko titouroù war ar vro emañ o komz diouti, perak ne gavfe ket ? Daou anv a zo da c'halaika e Kalaikeg. Ha chalus e vefe he defe ar vro-se meur a hini e brezhoneg ? Gad 15 Gwe 2009 da 13:00 (UTC)
Da gentañ-holl: bez' e c'hell pep implijer/ez krouiñ meur a gont disheñvel, met n'hall ket o implijout evit margodenniñ. Mar bez implijet ar gont-mañ'r-gont evit margodenniñ e rank bezañ serret an holl gontoù liammet outi. Ne gomprenan ket perak ec'h eus krouet kement-se a gontoù? Iskis e kavan goût krouiñ kontoù ha chom hep goût sinañ...
Da eil, ne denn ket an afer-mañ d'ar fed m'ac'h on chalet me gant Kalaika pe get, met ret eo derc'hel soñj eus ar pennaennoù diazez, en o zouez: n'eo ket ar wikipedia ur geriadur (ul lec'hienn resis all ez eus). Mar fell dir menegiñ ar stumm "Kalaika" e korf ar pennad "Galiza", kudenn ebet. Arabat avat adsevel ar pennad-se bet diverket dija ha ne oa anezhañ nemet un adkas (hag un adkas doubl goude bezañ bet adsavet ganit ar wezh diwezhañ).
Da drede, arabat kemmañ "Galiza" e "Kalaika" e korf pennadoù all evel m'eo bet graet dija.
Neal (Kaozeal) 14 Gwe 2009 da 11:16 (UTC)
Doue d'ho pennigo !
Me garfe e vefe prederiet un tamm ganeoc'h perak n'em eus ket tizhet an niver ret a bennadoù evit gellout votiñ.
Ra lennor va fajenn bersonel [[10]] da c'houzout hiroc'h.
Hogen gouzout a rit dija, Mark.
a wir galon evelkent, Tepod Gwilhmod
Kinnig a ran dit kenderc'hel gant ar gaoz war Kannadig ar verourien amañ. --Fulup 26 Her 2009 da 16:24 (UTC)