Salud, Y-M D, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg | |||
Demat, Y-M D. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ. | |||
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit. | |||
Kregiñ ganti Ober e gammedoù kentañ |
Takad pleustriñ Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae | ||
Program skoazell. Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti |
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki | ||
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki |
Foar ar Goulennoù Goulennoù a vez graet gant an holl | ||
Reolennoù Wikipedia Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh |
Tavarn Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all | ||
Pemp pennaenn Wikipedia Reolennoù diazez mat da c'houzout |
Skoazell Dornlevr hollek Wikipedia | ||
Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : |
Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg.
Donemat dit e Wikipedia. Emichañs az to plijadur amañ. Gallout a rez sevel goulennoù ganin pe gant ur merour all ma'z teus c'hoant o klikañ war hon anv. A galon --Kadwalan 29 Gen 2008 da 14:53 (UTC)
e-touez ar pennadoù a c'hallfes sevel e vije ar re a glot gant ar skeudennoù zo war da bajennad emginnig Bianchi-Bihan 10 Gen 2011 da 11:58 (UTC)
Hello Y-M-D, I took the liberty of changing the way the article of the month is integrated into the mainpage from
Hereby the article doesn't have to be changed manually but is automatically updated. The Article of the month in January is located at Wikipedia:Degemer/Pennad ar miz/Genver, the article of the month in February has to be located at Wikipedia:Degemer/Pennad ar miz/C'hwevrer etc...
Other requests
#Could you delete the categories Rummad:Sachsen-Anhalt, Rummad:Kêrioù Sachsen-Anhalt and Rummad:Rouantelezhioù? I "moved" the former two to Rummad:Saks-Anhalt and Rummad:Kêrioù Saks-Anhalt
--Ankou - de en-2 br-0 23 Gen 2011 da 17:10 (UTC)
Addition:There are now more articles in the Rummad:Candidates for speedy deletion. Could you please clean up the whole Category. Thanks. Regards, Ankou - de en-2 br-0 24 Gen 2011 da 17:43 (UTC) Implijer:Wutsje already deleted them all.--Ankou - de en-2 br-0 25 Gen 2011 da 17:10 (UTC)
/* Don't display some stuff on the main page */
body.page-Main_Page #deleteconfirm,
body.page-Main_Page #t-cite,
body.page-Main_Page #lastmod,
body.page-Main_Page #siteSub,
body.page-Main_Page #contentSub,
body.page-Main_Page h1.firstHeading {
display: none !important;

It (hopefully) will make the title at the Main Page disappear.
About the interwikis: I think it looks really badly to show all interwikis on the mainpage, my proposal would be the 40 biggest WPs plus the Welsh and maybe the Cornish. At the end we could place a link to a complete list like many other WPs have.
About the duplicate images see m:Steward_requests/Speedy deletions#br.wikipedia.org (2)
A galon.--Ankou - de en-2 br-0 28 Gen 2011 da 20:41 (UTC)
Alc'hwez : (brem) = diforc'hioù gant ar stumm a-vremañ, (diwezh) = diforc'hioù gant ar stumm kent, K = kemm bihan
to
Alc'hwez : (brem) = diforc'hioù gant ar stumm a-vremañ, (diwezh) = diforc'hioù gant ar stumm kent,
'''D''' = kemm dister
Thanks, Ankou - de en-2 br-0 31 Gen 2011 da 19:45 (UTC)
I think you accidentally did a line break between "a-vreman," and "(divezh)"--Ankou - de en-2 br-0 1 C'hwe 2011 da 16:29 (UTC)
Hello Y-M D, I created the account Implijer:Patrom for userboxes, could you please block it indefinitely.--Ankou - de en-2 br-0 7 C'hwe 2011 da 16:57 (UTC)
Demat Y-M D,
Merzet am eus e oas ur c’henlabourer breizhat.
Evit 10vet bloavezh Wikipedia, eo bet aozet ganeomp un emgav e Roazhon d’ar sadorn 26 a viz Meurzh 2011.
Ar pal : emgavout, pourmen e kêr, tennañ poltriji, evañ ha debriñ etre kenlabourien Wikimedia.
Tu zo da aozañ ar c’henweturañ hag al lojeiz evit chom war blas.
Roll an deiz, an aozadur hag ar roll enskrivañ a c’heller kavout amañ.
Un digarez e vo evit kejañ gant wikipedourien dianav dit!
Arabat kaout aon rak em enskrivañ pe mont e darempred ganeomp.
Ken ar c’hentañ,
A galon, Auregann, Ash Crow, VIGNERON
add this |

[[ar:Special:RecentChanges]] [[ca:Special:RecentChanges]] [[cs:Special:RecentChanges]] [[cy:Special:RecentChanges]] [[da:Special:RecentChanges]] [[de:Special:RecentChanges]] [[en:Special:RecentChanges]] [[es:Special:RecentChanges]] [[fi:Special:RecentChanges]] [[fr:Special:RecentChanges]] [[hu:Special:RecentChanges]] [[id:Special:RecentChanges]] [[it:Special:RecentChanges]] [[ja:Special:RecentChanges]] [[ko:Special:RecentChanges]] [[nl:Special:RecentChanges]] [[no:Special:RecentChanges]] [[pl:Special:RecentChanges]] [[pt:Special:RecentChanges]] [[ro:Special:RecentChanges]] [[ru:Special:RecentChanges]] [[sv:Special:RecentChanges]] [[tr:Special:RecentChanges]] [[uk:Special:RecentChanges]] [[vi:Special:RecentChanges]] [[zh:Special:RecentChanges]] |
Would you please fix the double ";" at the end of line 1 in MediaWiki:Rclinks and add the text in the table to MediaWiki:Recentchangestext.
Btw: What do you think of this positioning of the article of the month and the news section: Implijer:Ankou/Degemer?- Ankou - de en-2 br-0 20 C'hwe 2011 da 19:37 (UTC)
Demat. Trugarez. A galon. Kadbzh 2 Meu 2011 da 15:09 (UTC)
Ret eo lezel ar chas da harzhal hag ar piged da c'hragailhat. Bianchi-Bihan 2 Meu 2011 da 18:11 (UTC) Gwelout a ran ne blij ket dezhañ e vije skrivet amañ ar pezh a embann ahont. War a hañval, ouzhpenn, ne oar ket diwar benn piv emañ o wallgomz... Bianchi-Bihan 2 Meu 2011 da 18:18 (UTC)
Rummad:Kazetennoù Echedoù mar plij. Trugarez en a-raok. A galon. Kadbzh 5 Meu 2011 da 17:12 (UTC)
Sed ur frazenn a gaver alies: (Kemmoù 79.5.26.150 (Kaozeal) distaolet; adlakaet da stumm diwezhañ Bianchi-Bihan)
E brezhoneg mat e vije : adlakaet er stumm ma oa bet lakaet gant Bianchi-Bihan. Ne gavan ket berroc'h. E brezhoneg e ranker lakaat en ur stumm, ha n'eo ket d' ur stumm, evel ma lakaer en ur voest ha n'eo ket d' ur voest. Bianchi-Bihan 6 Meu 2011 da 01:56 (UTC)
N'eus netra "war Commons": e Commons, pe e Kerandafar. Bianchi-Bihan 6 Meu 2011 da 01:58 (UTC)
Klask a reer traoù en ur voest, un ti, ul levr, ur geriadur. Keit ma ne vo kemm ebet en traoù-se eo sklaer din-me. Bianchi-Bihan 6 Meu 2011 da 18:13 (UTC)
Hello Y-M D, I'm Ankou on his global account. I now changed the Main Page. Also I think I found out how to remove the title from it.
/* main page */ body.page-Degemer #catlinks, body.page-Degemer h1.firstHeading, body.page-Degemer #contentSub { display: none; }
I added that text to my vector.css and it worked fine. So if you add it to Mediawiki:Vector.css it should work for users who use the vector skin. I don't know if it also works on Mediawiki:Common.css. Regards, F. F. Fjodor 6 Meu 2011 da 16:00 (UTC)
Hi, just saw that you're online. Could you please change MediaWiki:Sharedupload-desc-here from :
Tennet eo ar restr-mañ eus $1 ha gallout a ra bezañ implijet evit raktresoù all.
Diskouezet eo deskrivadur he [$2 fajenn zeskrivañ] amañ dindan.
to
:{| style="border:2px solid #88a; padding:1px; width:100%" cellspacing="10px"
|[[Restr:Commons-logo.svg|35px|liamm=]]
|Tennet eo ar restr-mañ eus [http://commons.wikimedia.org/wiki/Degemer $1] ha gallout a ra bezañ implijet evit raktresoù all. Diskouezet eo deskrivadur he '''[$2 fajenn zeskrivañ]''' amañ dindan.

[[File:Commons-logo.svg|21px|liamm=File:((PAGENAME))|Restr Wikimedia Commons]]until there's a better design.You could maybe replace Restr Wikimedia Commons in the last line with the Breton equivalent for "this file on Wikimedia Commons" (Ar restr-mañ war Wikimedia Commons ?) Thanks, F. F. Fjodor 13 Meu 2011 da 12:18 (UTC)
Already done by global admin Axpde. A galon. F. F. Fjodor 18 Ebr 2011 da 17:21 (UTC)
Demat. Trugarez. A galon. Kadbzh 13 Meu 2011 da 13:46 (UTC)
Demat. Trugarez. A galon. Kadbzh 2 Mae 2011 da 09:40 (UTC)
Hi, i created a bot flag request at Wikipedia:Bot#MerlIwBot about five weeks ago. At the end of april i asked if i could start doing some test edits and also informed your local bureaucrats on their user talk pages about my request (Kaozeadenn_Implijer:Neal#MerlIwBot, Kaozeadenn_Implijer:Kadwalan#MerlIwBot). Because there was still no respone i simply started doing some test edits using a slow edit rate (min. 5 minutes edit delay). But now my bot has done 100+ edits.
According to [1] you are the admin having the last activity on this wiki. That's why i am contacting you. Can i keep running my bot on this wiki using this slow edit rate? Or must i stop until flag is granted? Do you know when your bureaucrats will be active again? Merlissimo 12 Mae 2011 da 02:38 (UTC)
Salud,
C'hoant 'm eus da vezañ merour evit kempenn ar wiki. Atav e kemer amzer evit gellet nullañ pajennoù ha n'am eus ket c'hoant tremen ken dre wikipedia:pajennoù da nullañ evit distruj pajennoù dister. Hevelep kudenn evit ar rummadoù hag ar patromoù: e-keñver efedusted eo drastus. Setu perak e c'houlennan diganit sevel ur bajenn vot evidon, d'an dud da reiñ o soñj. A galon, Gwendal 27 Mae 2011 da 07:17 (UTC)
An dud a c'hell mouezhiañ a oar lenn ar frazennoù a-us d'ar bajennoù votiñ. Marteze e vije gwell lavarout eo par ur vouezh "neptu" d'ur vouezh "a-enep" a-fed disoc'h. Pe marteze chom hep kontañ ar mouezhioù neptu. Met n'on ket chalet gant an dra-se (hag an dud o labourat amañ kennebeut d'am soñj), tu zo da leuskel ar reolenn evel m'emañ ha gwelout petra c'hoarvezh. Ma n'on ket dilennet e chomo an traoù evel m'emaint bremañ ha pik echu. Gwendal 8 Gou 2011 da 15:44 (UTC)
Kompren a ran ho soñj hag a-du emaon diwar-benn niver ar verourien oberiant met n'eus ket mall ha ne gavan ket reizh echuiñ ar votadeg a-raok ma c'hallfe neb a gar reiñ e ali. Ali on kemer un diviz e-kreiz miz Gwengolo hepken. A-galon--Kadwalan 30 Gou 2011 da 23:56 (UTC)
Mat eo jeu ?
Gwelet em eus e oa bet diverket ar bajenn http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Meneger_ar_brederouriezh&action=edit&redlink=1 ganeoc'h. Da lavaret eo n'eus ket roud ebet ken eus pezh a oa war ar bajenn ?
Kaset a hellfe bezañ war ar wikeriadur [2], neketa ?!
Kenavo MP 29 Mae 2011 da 11:41 (UTC)
{| border="0" width="100%" |----- valign="top" | width="50%" | [[Tomaz Akwino|Akwino, Tomaz]]
[[Aogustin eus Hippo]]
[[Aristoteles]]
[[Jeremy Bentham|Bentham, Jeremy]]
[[René Descartes|Descartes, René]]
[[epikuriezh]]
[[Michel Foucault|Foucault, Michel]]
[[Friedrich Hegel|Hegel, Friedrich]]
[[Thomas Hobbes|Hobbes, Thomas]]
[[David Hume|Hume, David]]
[[Immanuel Kant|Kant, Immanuel]]
[[Søren Kierkegaard|Kierkegaard, Søren]]
''[[Kofesionoù (Aogustin eus Hippo)]]''
| [[John Locke|Locke, John]]
[[Karl Marx|Marx, Karl]]
[[Friedrich Nietzsche|Nietzsche, Friedrich]]
[[Pitagoras]]
[[Platon]]
[[prederouriezh]] : [[Istor ar brederouriezh|istor]]
[[Jean-Paul Sartre|Sartre, Jean-Paul]]
[[Arthur Schopenhauer|Schopenhauer, Arthur]]
[[Seneca]]
[[Sokrates]]
[[Baruch Spinoza|Spinoza, Baruch]]
[[Voltaire]]
|} [[Rummad:Prederouriezh]]
Lakaet em eus da anv aze : http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Labourva_grafek/Raktres_Skeudennoù#Izili ma'z out akord c'hoazh. - MP 19 Gou 2011 da 10:09 (UTC)
Kavet em eus ar bajenn nevez zo. Kemmoù zo da zegas enni da'm sonj, evel sevel ur bajenn a-ratozh evit ar mouezhiadegoù. Graet vo ar sizhun a zeu. Tamm-ha-tamm ... Betek-gouzout e anavezfes labourioù all e skourr, lavar din hardizh. A galon --Kadwalan 19 Gou 2011 da 22:13 (UTC)
Salud. Diwar ar galleg e teu "zoken ma" met n'eo ket brezhoneg mat. Dav ober gant "daoust ma", pe "ha pa". A galon. --Ex-Smith 8 Eos 2011 da 13:52 (UTC)
ez an d'ober an dra-se.--Kadwalan 8 Eos 2011 da 15:06 (UTC)
Salud dit, penaos emañ kont? Me a gav din e ve gwell marteze gortoz un tamm hiroc'h evit na reomp kent diverkañ ar pennadoù, d'an holl da c'hallout reiñ o soñj. Betek-gouzout e ve rebechet ouzhimp mont re vuan un dro bennak. N'ouzon ket petra eo da soñj diwar-benn an dra-se. N'on ket sur da vezañ doujet atav d'ar prantad amzer-se ma-unan betek-henn. War a seblant e vez lezet ar goulennoù da c'hortoz ur seizh devezh bennak er wikioù gallek ha saoznek. Ur prantad mat eo da'm soñj. Trugarez da reiñ din da ali. A galon. --Kadwalan 25 Eos 2011 da 14:58 (UTC)
Trugarez da vezañ displeget splann an traoù. Daoust ha prieladkozh ne vefe ket ur fri-faos ??? Da welet. --Kadwalan 10 Gwe 2011 da 12:19 (UTC)
Ha gallout ran displegañ splannoc'h c'hoazh perak eo Kadwalan en deus drailhet al liammoù pa gred embann eo me? Bianchi-Bihan 10 Gwe 2011 da 15:39 (UTC) Gwelomp 'ta:
Bianchi-Bihan 10 Gwe 2011 da 16:11 (UTC)
Ma, n'am eus ket c'hoant gouzout piv an hini eo a zo kablus, met poent bras eo echuiñ gant an afer-se. Kinnig a ran neuze adaozañ an traoù, hag echu. A galon --Y-M D (kaozeal) 11 Gwe 2011 da 08:30 (UTC)
Trugarez da vezañ diverket al loustoni lakaet war ma fajennad Wikipedia gant un istrogell klañv e spered. Gwelet ´m eus pehini oa e ip ha war a seblant emañ er c´h/Creuse. petra ober e seurt degouezhioù? Dougen klemm pe lezel da vont? A galon Gwenael
Goulenn a ran lakaat harz da oberennoù vandalerezh ar merour-se a vir alakaat anv gwir un den en ur pennad dre deir gwech en hevelep deiz. Bianchi-Bihan 2 Du 2011 da 16:01 (UTC)
Ma fell d'ar merour Kadwallan lakaat anv an dud (Charlotte Christine Magdalene Johanna von Hanau-Lichtenberg, ha kant bennak all) en ur yezh bennak all n'en deus ket aotre da dennañ anv gwir an itron en he yezh, hag a zo meneget er pennad diwar he fenn e pep wikipedia : kement-se zo lemel danvez holloueziadurel, ha neuze vandalerezh, hag a rank bezañ barnet evel ma tere. Bianchi-Bihan 9 Du 2011 da 03:09 (UTC)
Trugarez dit ! Met Gwendal eo an hini en deus savet ar pep brasañ eus ar patrom-mañ. Gourc'hemennoù dezhañ neuze. --Matilin 22 Kzu 2011 da 22:04 (UTC)
Salud. Kani Vargenau eo. Komprenet 'm'eus ar perak : hennezh ne oar tamm poz brezhonek ebet, kemer a ra roll kumunioù an Norzh : Roll Kumunioù Norzh, lakaat a ra e vot da dreiñ, hag er roll ez eus liammoù ruz, d.l.e. an anvioù OFISIEL ("gallek"), ha setu kemmet an anvioù izelvroek, hag àr-lerc'h ne zeu ket da welet an disoc'h zoken... [8] Mat vehe displegañ dezhañ ha kemenn ivez e rank goulenn diganimp a-raok gober konirioù... Trugarez en a-raok. A galon. Kadbzh 22 Kzu 2011 da 22:10 (UTC)
Salud,
Amañ eman ar stadegoù “ofisiel” graet gant ar Foundation. Met n’int ket resis a-walc’h evit Patrom:Pegement a bennadoù brezhoneg e Wikipedia. Daoreoù all zo emichañs, mont vont da glask pelloc’h…
A galon, VIGNERON (kaozeal) 8 Ebr 2012 da 22:36 (UTC)
Merour oc'h war ar Wikipedia brezhonek. Mat e vefe dont da blediñ gant an traoù grevus a c'hoarvez en deizioù-mañ. A-enep d'ar reolenn diazez e vez savet pajennoù nevez gant ar memes pal ha danvez ha pajennoù hag a zo dija, ha lakaet e vezont da enebiñ an eil diouzh eben. Gwashoc'h c'hoazh moarvat, kaset e vez ar bec'h savet diwar-se war ar wikipediaoù all (bruderezh mantrus evit hor yezh, na petra 'ta).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 28 Du 2012 da 10:13 (UTC)
Daou labous (nemet ar memes hini e vefe, kenkoulz gwiriañ ) zo o klask lakaat reuz er pennad Noli me tangere. Mat e vije (e vefe) skornañ anhañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 C'hwe 2013 da 16:10 (UTC)
Lakaet em eus amañ kaozioù ha koñchennoù n'o devoa mann d'ober gantar pennad Noli me tangere ken. Amañ marteze ne vint ket diverket. Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 C'hwe 2013 da 08:48 (UTC)
@Yoel ar C'horr : N'on ket a-enep an eskemmoù war ar wiki-mañ, pell alese, dre ma 'z eo ul labour a-stroll a vez kaset da-benn, ur c'henlabour eta. Daoust da se ez eus traoù na c'heller ket degemer, tagañ unan bennak da skouer. Dizemglev a c'hell bezañ, met n'eo ket un abeg vat. Ar pezh a c'hoarvez e diavaez Wikipedia a chom er-maez, ha ne komzer amañ nemet eus danvez ar pennadoù hag ar pezh a zo tro-dro. Trugarez deoc'h da genderc'hel gant eskemmoù a chomo reizh. --Y-M D (kaozeal) 25 C'hwe 2013 da 19:47 (UTC)
Hervez ar Yoael ne ra ar re all nemet labour fall, hag eñ n'en deus ket savet pennad ebet c'hoazh. Gantañ n'eus nemet begelouriezh, ha diwar e benn-eñ e komz pa lar " n'eus nemet diwarnañ e sav kudennoù er Wikipedia brezhonek". Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 C'hwe 2013 da 21:42 (UTC)
Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 C'hwe 2013 da 10:08 (UTC)
La traduction du namespace "Module" se fait sur Bugzilla ou sur translatewiki:Support (ref) et apparaitra sur [9]. Seb35 (kaozeal) 28 C'hwe 2013 da 09:59 (UTC)
Salud dit ! Gwelet 'm eus 'poa graet war-dro pennadoù am boa lakaet e Wikipedia:Pajennoù da nullañ. Trugarez dit ! Ur wech bennak ne vefe ket fall ivez ma c'hellfe ur merour teurel ur sell ouzh Wikipedia:Goulenn kendeuziñ istor div bajenn. Trugarez en a-raok ! --Llydawr (kaozeal) 23 Mae 2013 da 16:01 (UTC)
Demat deoc'h, Emaon o paouez gwelet ho peus graet un tamm kempenn e-barzh ar pennad An doare-skriva nevez ha ne gavan ket abeg e se, e mod ebet. Dibabet em boa ober gant pennlizherennoù dre ma oa bet skrivet titl al levrig-mañ er mod-se - AN DOARE-SKRIVA NEVEZ - kenkoulz hag IMPRIMERIE CENTRALE DE RENNES... Gwechoù 'zo e teu din chom etre ar skudell laezh hag ar gloge : miret ar stummoù orin pe get ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 15 Du 2013 da 11:56 (UTC)
Abaoe ma'z eus bet lakaet bordoù nevez tevoc'h gant Wikipedia e kav din n'eo ket ken brav an traoù. Evel-just evit ar bannieloù ma'z eus ur bern gwenn enno (evel Bro-Saoz) eo ret lezel, anat eo, met evit Iwerzhon, Bro-C'hall, Kanada… n'eus ket ezhomm da'm soñj. Ha gwelet a ri ivez em boa ouzhpennet bordoù hiziv end-eeun evit bannieloù all (amañ [10]). A galon.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 17 Kzu 2013 da 12:20 (UTC)
Ho saludiñ,
Margodenn ? Nann avat !
Emichañs ne vo ket lezet Bianchi-Bihan da "gas ar Wiki d'an traoñ", evel ma lavar ma zud ; furoc'h e vije lezel frankiz gant ar genlabourerien sirius da gas ar Wiki-mañ war-raok.
Bezet pe vezet, grit a garot. Trugarez deoc'h evit bout lennet al linennoù-mañ.
Sad Edgar (kaozeal) 23 C'hwe 2014 da 19:08 (UTC)
Arabat kontañ bidennoù: 4 anv int d'ar memes den. Ha kanañ an diskan "hemañ zo o kas ar wiki d'an traoñ" zo unan eus an tagadennoù personel difennet er wikipedia. Hag unan eus ar pemp pe c'hwec'h reolenn torret gantañ, evel diverkañ kaozioù ar re all war ar pajennoù kaozeal. Met fentusoc'h eo lavarout bezañ 4 evit klask reiñ muioc'h a bouez d'e gomzoù. Hag evit kaout peder mouezh da glask bezañ merour moarvat un deiz bennak, evit lakaat da dalvezout mann nemet ar reolennoù a garo. Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 C'hwe 2014 da 05:29 (UTC)
Salud dit, emaon o prientiñ ar C'hapes brezhonek hag ar Master MEEF a ya gantañ hag evit un teuliad da ober evit ar c'hentelioù war implij an niverel er skolioù e labouran war ar produiñ as-troll war Wikipedia. Neuze on dedennet-tre gant raktres al Lise Diwan a zo bet er wiki-mañ tri pe bevar vloaz zo, ha war a seblant e oas e-barzh ar jeu-se. Kaset em eus ur mel war ur gont Facebook a zo bet roet din evel ma vefe marteze da hini, met n'eo ket grevus ma 'peus ket bet evit abeg pe abeg. Hon fal eo studiañ ar raktres evel ma oa, dielfenn ar pezh a zo mat e-keñver pedagogiezh met ivez an diaesterioù a zo bet ha kinnig doareoù all (hag ar gerezenn war ar gwastell: keñveriañ gant rastresoù war Wikipediaoù all ma zo). Neuze, ma vefes kontant da reiñ din kontaktoù all evit kas ar raktres a-benn, ken koulz e-touesk ar gelennerien hag al liseidi, ha da respont un nebeud goulennoù diwar mont-en-dro ar raktres e vefen laouen da gaozeal ganit evit kas an teuliad a-benn ha tennañ gounit eus ho taol esa. Ma gwellañ soñjoù, Lekemok (kaozeal) 25 C'hwe 2014 da 13:48 (UTC)
Ha pegpoulz e vo diverket loustoni ar Yoel a welan amañ: https://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Goulenn_ouzh_ar_verourien#Yoael? Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 C'hwe 2014 da 18:13 (UTC)
Salud dit ! Taol ur sell, mar plij, ouzh ar bajenn Kaozeal:Gremm derc'hanel ha ro da soñj, ma kerez. A galon, --Llydawr (kaozeal) 16 Meu 2014 da 17:57 (UTC)
Trugarez da vezañ respontet da'm goulennoù. A galon. --Prieladkozh (kaozeal) 20 Mez 2014 da 13:00 (UTC)
Ya, sellet em boa ha ne oa netra ouzhpenn er pennad "Joseph Lec'hvien" eget ar pezh a oa en hini anvet "Job". Kenkoulz oa lemel an hini am boa savet. Lakaet em eus "Job" e-lec'h Joseph e roll an Erminig evit ma vo eeunoc'h al liamm ha ouzhpennet anv Job Lec'hvien e-touez skolidi Sant Josef deuet da vezañ emsaverien. Gellout raio al listenn-se hiraat, sur...
Trug ! Tamm ha tamm e vez graet e vragoù da Yann... --Herve Latimier (kaozeal) 1 Eos 2014 da 10:03 (UTC)
Trug. Klask a rin ober gant ((LabourAChom)) pa santin an ezhomm.--Herve Latimier (kaozeal) 6 Eos 2014 da 09:49 (UTC)
Tost savet em boa ur pennad a-zivout Patrick Malrieu. Troet eo bet al liamm gant ar rouedad a-greiz holl a-raok n'em befe enrollet... Gellet em eus goude kavout al liamm en-dro : imposupl adkavout ar pennad !! Ha tu vefe da adkavout .
Enrollet em eus ur pennad "Patrick Malrieu" gant netra e-barzh evit ma vo tu lakaat ar pezh em eus dija skrivet e-barzh ma adkaver...
Ha gellout rez sikour ?
A-hend-all e adkregin adalek mann... Arc'hoazh....
Trug ! --Herve Latimier (kaozeal) 7 Eos 2014 da 21:44 (UTC)
Adkroget em eus hirie gant pennad Patrick Malrieu. Pa 'meus enrollet ma zestenn nevez ez eus bet un "tabut". War a seblanrt ez eo diskoulmet an traoù. Ken ar c'hentañ. --Herve Latimier (kaozeal) 8 Eos 2014 da 09:55 (UTC)
Trugarez. Penaos e krouer "adkasoù" ? A galon. --Herve Latimier (kaozeal) 15 Eos 2014 da 14:59 (UTC)
Demat deoc'h, Emaon o paouez gwelet e oa bet diverket ar pennad Sportou olimpek hanv an titl anezhañ ganeoc'h. Ne gavan ket abeg e se anat deoc'h ha, koulskoude, c'hoant am eus da sevel ur goulenn eeun ouzhoc'h.
Ma n'emaon ket o faziañ e oa bet lamet an traoù dre ma oa anv eus vandalerezh. Petra zo kaoz ne vez ket aotreet nemet da implijerien Wikipedia (da lâret eo oc'h ober gant un anv-implijer) sevel pennadoù pe ober kemmoù enne ? N'ouzon ket ha sklaer eo ma goulenn ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 1 Her 2014 da 09:35 (UTC)
Demat. Ne weler ket merourien war hor wiki alies. Asantet ho poa kemer ar garg-se evit ma'z afe plaen an traoù gant ar wikipedia brezhonek. Ne'z a ket plaen an traoù bepred avat. Ma c'hallfec'h mont da welet ar bajenn "Goulennoù d'ar merourien", ha gwelet ar poentoù-mañ dija, e vefe un dra vat: Wikipedia:Goulenn_ouzh_ar_verourien#Brezel_embann_er_pennad_R._Kelly, Wikipedia:Goulenn_ouzh_ar_verourien#C'hoazh_hag_adarre, Wikipedia:Goulenn_ouzh_ar_verourien#Bepred, rak kaer a zo klask displegañ plaen an traoù, netra d'ober [11]. Displijus-kenañ e teu an traoù da vezañ, hag a-enep da reolennoù ar wikipedia. Trugarez.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 15 Her 2014 da 19:10 (UTC)
Salud dit ! Mat e vefe dit, pa c'halli, teurel ur sell ouzh ar "Goulennoù d'ober war o zro". Un toullad pajennoù a vefe da ziverkañ. A galon, --Llydawr (kaozeal) 24 Her 2014 da 10:23 (UTC)
Pa c'halli e ri war-dro ar reolenn-mañ, kavet gant un implijer:
Demat deoc'h, Emaon o paouez lenn ar gemennadenn ho peus kaset d'an implijer Toponimy94. Daoust ha ne vo ket klasket gwiriañ ez eo an hevelep den a c'hoari ivez gant an anv Sad Edgar 'ta ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 4 Kzu 2014 da 16:24 (UTC)
Ha, d'ho soñj, n'eo ket a-walc'h ar pezh en deus/he deus graet Toponimy94 ? Ma komprenan mat an traoù e c'hall neb a gar diskuliañ anv gwirion un implijer bennak hep bezañ kastizet ?! Mar plij ganeoc'h, lârit din n'hall ket bezañ gwir, memestra !--Prieladkozh (kaozeal) 4 Kzu 2014 da 16:53 (UTC)
@Prieladkozh : Tamm ebet ! Stanket e c'hell bezañ implijer-mañ implijer evit ar pezh a ra. Evit gwiriekaat hag an evelep den a zo a-dreñv daou gont disheñvel eo ret displegañ perak e soñjer kement-mañ gant skouerioù/arguzennoù ha n'eo ket just kaout c'hoazh gouzout. Kement-mañ a vez graet kuit na yafer da redek war-lec'h hini pe hini just evit bezañ fri-furch pe evit klask laou. Un doare da wareziñ an implijerien "reizh" lakomp. A galon --Y-M D (kaozeal) 4 Kzu 2014 da 17:06 (UTC)
Trugarez deoc'h. Ha perak ne oa ket bet stanket kont an implijer Toponimy94 goude bezañ diskuliet anv gwirion un implijer all 'ta ? Ne gomprenan ket mat.--Prieladkozh (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 14:32 (UTC)
Notennet mat eo. Emichañs ne vo ket kavet e oa Sad Edgar ha Toponimy94 ar memes den oc'h ober gant daou anv implijer disheñvel... Trugarez vras eus ho pasianted.--Prieladkozh (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 14:43 (UTC)
Demat deoc'h, Daoust ha dereat eo bezañ bet taolet "fri lous" ha "loen lous" din gant an implijer Trec'hlid Mitonet, a gav deoc'h ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 10:12 (UTC)
Gerioù ha netra ken : diskouezit pelec'h ha pegoulz pe roit peoc'h !--Prieladkozh (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 10:31 (UTC)
Ha ne vije ket na Y-M D na Gwendal sirius a-walc'h d'her c'hompren 'ta ??!! Digarezioù toull ha netra ken all !--Prieladkozh (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 11:09 (UTC)
N'on ket sur eo labour ar merour ober goulennoù evel-se, met n'eus forzh peseurt implijer a c'hall soñjal ha goulenn pezh a gar, ha respont ivez pezh a gar, ha setu perak e kavan chom hep reiñ ali ebet, rak ur bern goulennoù a c'hallfen ober ivez. Ur merour avat a dlefe chom hep barn an dud a-raok, ha barn ar fedoù, hag ar fedoù nemetken, diouzh ar reolennoù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 14:10 (UTC)
Marteze e vo komzet eus fedoù ur wech bennak?
N'eo ket ar pajennoù a sav ar c'hudennoù, met ar re a fell dezho
Gwareziñ ar pennadoù zo un dra, gwareziñ spazherezh-laou an Trec'hlider a vefe un afer all. Gwelomp. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 15:07 (UTC)
Demat deoc'h adarre, Estreget "fri lous" ha "loen lous", gallout a rafec'h kas dimp listenn glok ar c'hunujennoù aotreet gant ar verourien ? Daoust hag emañ "sac'h-c'hwez" ha "skribiton" e-barzh ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 17:20 (UTC)
Demat deoc'h, Setu bremañ div wech ma teu un den (pe marteze daou) da ouzhpennañ gerioù ouzh ma divizoù, o reiñ da grediñ ez int bet savet ganin-me :
Da c'hortoz ho respont mallus. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 6 Gen 2015 da 18:39 (UTC)
Demat. Klask a ran tennañ ma anv implijer eus ar pennadoù sotonioù bet strewet gant Meven. A galon. Kadbzh (kaozeal) 12 Gen 2015 da 18:13 (UTC)
Greetings. A while back you helped with translation for single-user login finalization. Could you take some time to review the two messages that will be sent of affected community members soon? The pages are here and here. Thank you for your time, happy editing to you. Keegan (WMF) (talk) 2 C'hwe 2015 da 21:03 (UTC)
Demat adarre, Setu meur a vizmezh ma vez taolet gant an implijer Trec'hlid Mitonet an tamall d'e gunujenniñ din. Bewech em boa goulennet gantañ ma vije diskouezet pegoulz, pelec'h ha petra resis am boa graet. En aner. Skuizh-divi on : bremañ e c'houlennan ma vo kemeret an istor-se e karg ganeoc'h. E ken kaz ma vije degaset prouennoù anat ha splann n'ho pefe ket da'm stankañ : digareziñ a rafen ha mont kuit. Ken eeun ha tra. Da c'hortoz ho respont. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 10 C'hwe 2015 da 15:15 (UTC)
Demat deoc'h, Bet kaset ar gemennadenn-mañ din gant an implijer Trec'hlid mitonet :
Me 'gav din ez it kalz re bell. Piv en deus kroget ar brezelioù-embann amañ a-enep din? Piv en deus klasket divrudañ ac'hanon amañ, ha pell 'zo dija (pell a-raok ar "fri lous")? Piv a ra tagadennoù personel amañ a-enep din?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 29 Ebr 2015 da 15:37 (UTC)
Ha gallout a refet ober war-dro an istor-mañ o c'houlenn gant an implijer-se ma vo displeget sklaer e rebechoù gantañ ? N'on ket evit gouzañv ar seurt tamalloù ken... Da c'hortoz. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 29 Ebr 2015 da 16:00 (UTC)
Demat, Deuet oc'h da lezel ur gemennadenn resis war pajenn "Kaozeadenn" an "Implijer:2.11.95.82" hiziv : ha perak 'ta ne rit ket heñvel pa deu tud 'zo da ouzhpennañ gerioù dizereat em c'homzoù hep goût din ?! Da c'hortoz ho respont... A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 18 Mae 2015 da 08:06 (UTC)
Marteze e c'haller ober ar c'hemm etre an tabutoù etre al labourerien anavezet, kalet a-wechoù, hag ar reuz degaset gant IPoù (kuzh dre natur) e-kreiz kaozioù an dud, graet d'ober droug d'an dud. Ma ne vez ket gwelet an traoù-se bremañ, ne vint ket gwelet gwelloc'h a-benn dek deiz na dek sizhun na dek miz. Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 Mae 2015 da 09:02 (UTC)
Ha bremañ : petra 'vo graet ganeoc'h ent sirius ??? https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Wikipedia:Kumuniezh/An_davarn/sizhunvezh_21,_bloaz_2015&diff=prev&oldid=1646762 --Prieladkozh (kaozeal) 27 Mae 2015 da 13:14 (UTC)
Un IP a laka dizurzh, dizehan, a c'haller lakaat harz ouzh outañ, ken aes ha tra. Lakaat harz un eur hepken zo farserezh. Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Mae 2015 da 07:34 (UTC)
N'on ket bet « "dizoujus" » ouzhoc'h e mod ebet, lakaat an traoù war o reizh ne lâran ket. « "Skuizh e vezer d'ur poent bennak..." » ? Ya, a-du penn-da-benn ganeoc'h evit ur wech ! Skuizh-divi zoken o stadañ e c'hell tud 'zo dont amañ da ouzhpennañ gerioù e-barzh komzoù implijerien all hep bezañ stanket da vat ! « "Na pet kwech em eus respontet deoc'h ?" » : ha pennkaoz on-me e teufe tud 'zo da silañ traoù e-barzh ma c'homzoù ?? Kompren a ran mat n'eo ket plijus ober war-dro ar seurt sotonioù met n'int ket bet degaset ganin-me ha dibabet ho poa da vont da verour. « "Ma 'z eo liammet ouzh kudennoù diavaez gant den-mañ den diskoulmit anezho e diavaez Wikipedia, trugarez." » : iskisat frazenn, bezit resisoc'h mar plij rak ne gomprenan ket ar pezh a zamvenegit amañ... pe e ouzoc'h traoù all hep goût din.--Prieladkozh (kaozeal) 30 Mae 2015 da 09:23 (UTC)
Aferioù diabarzh ar wikipedia n'int ket aferioù diavaez. Pa vez tud o lakaat dizurzh e-barzh eo e-barzh e ranker lakaat urzh. Ha binvioù zo evit se. Binvioù efedus da vat. Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Mez 2015 da 04:31 (UTC)
Ne gav ket din em befe skrivet un « "den a vefe a-dreñv an IP" » ha n'eo ket ganin-me eo bet « "diskoachet" ». Kroget e oa an istor d'ar 5 a viz Genver 2015 gant an IP 92.135.107.56, heuliet gant 128.199.176.233, heuliet gant 204.27.61.36, heuliet gant 173.236.195.250, hag all... Da lâret eo, bezañ laosk a-walc'h da dennañ splet eus an dizanvded degaset gant ar servijerioù proxy. Sañset. Ez an da lâret deoc'h, Y-M D : peuzsur on e ouzoc'h-c'hwi ivez eus piv resis ez eus anv amañ...--Prieladkozh (kaozeal) 1 Mez 2015 da 07:57 (UTC)
Peut-on, veut-on, arrêter ce cirque: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeadenn_Implijer%3AY-M_D&type=revision&diff=1647314&oldid=1647242 193.49.223.88 2 Mez 2015 da 08:53 (UTC)
Bonjour
Betek-hen, n'am eus kavet diaesamant ebet. Desket am eus dija un tamm war Wikipedia e galleg.
Traoù hag a vo da welout : taol pled eus ar c'hemmadurioù, penaos urzhiañ ar skeudennoù. Diwall a vo da ober : gerioù an armadezioù n'int ket atav ar memes doare, darn e zoare gwregel e lec'h gourel.
--Dreist an Amzer 18 Mae 2015 da 12:22 (UTC)
Salud deoc'h, Graet ma mennozh paouez da reiñ ma skodennig d'ar Wikipedia-mañ, dre ziouer a wir blijadur. Ra vefet trugarekaet eus ar sikour ho poa degaset din meur a wech. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 18 Mez 2015 da 15:06 (UTC)
Salud dit ! Mat e vo, pa c'halli, ober un tamm kempenn da roll ar pennadoù da ziverkañ. Trugarez dit ! A galon, --Llydawr (kaozeal) 15 Eos 2015 da 19:47 (UTC)
Salud deoc'h, Daoust hag-eñ ne vije ket un dra bennak a-dreuz gant an taolennoù-se ? Er yezhoù all, n'eus nemet ar genad hag ar spesad a vez skrivet e lizherennoù stouet. Bet kaset ar goulenn-mañ d'an implijer Llydawr kent, met ne ouie ket eus pelec'h e c'hellje dont ivez. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 30 Gwe 2015 da 07:26 (UTC)
Demat, ur restr .ppt "LES REGLES DE LA NOMENCLATURE ZOOLOGIQUE" a gaver war internet : dedennus-kenañ da lenn. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 7 Her 2015 da 11:02 (UTC)
Eil pennad :
Demat deoc'h, Ha gallout a refet reiñ hoc'h ali a-zivout ar c'hraf-mañ, mar plij ganeoc'h ?--Prieladkozh (kaozeal) 10 Her 2015 da 14:53 (UTC)
Emichañs e kavfet ho lapined 'ba'r porzh...--Prieladkozh (kaozeal) 13 Her 2015 da 13:11 (UTC)
Demat deoc'h, Sed amañ anv daou bennad savet evel ma teu e teu gant an implijer Couiros22, dre ma kav-eñ ez int "barzhonius". Dave skiantel ebet evel boaz, evel-just. Goulenn a ra ma vint adanvet diwar anv-skiantel al loened da c'hortoz ma vo dibabet un anv boutin poellek gant tud barrek war an danvez. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 14 Her 2015 da 07:17 (UTC)
Demat deoc'h,
"Evel merour e c'houlennan ganeoc'h reiñ un dave evit anvioù brezhonek ar pennadoù a grouit diwar-benn al laboused, trugarez.", ho poa skrivet da Gouiros22.
Koulskoude e lezit Bianchi-Bihan d'ober diouzh e c'hoant pa nac'h groñs reiñ daveoù : Sac'higell, Infant, Die Moorsoldaten, Skrivagnerien a-douez skouerioù all.
Enep reolennoù Wikipedia eo emzalc'h an implijer, anat eo. Ha reizhet e vo ganeoc'h deiz pe zeiz ?
A galon, 80.12.102.146 30 Her 2015 da 11:09 (UTC)
Un den gwir zo dirak pep PC, ha n'eo ket ret kevreañ evit kemer perzh e Wiki pe Wiki.
Neuze, ho pet ar vadelezh da respont fraezh d'am goulenn amañ a-us, mar plij ganeoc'h. Trugarez en a-raok a-berzh Alan J. Roxx (kaozeal) 30 Her 2015 da 16:33 (UTC).
Alan J. Roxx (kaozeal) 30 Her 2015 da 18:10 (UTC)
Pa'z eus ur merour ac'hanoc'h, ho pet ar vadelezh da respont fraezh d'am goulenn amañ a-us, mar plij ganeoc'h. Trugarez deoc'h. Alan J. Roxx (kaozeal) 10 Du 2015 da 13:28 (UTC)
Mat-tre, trugarez deoc'h. Neuze, petra eo ho soñj diwar-benn ar pezh am eus kavet aze ? Trugarez deoc'h, adarre, evit ar respont sirius ho po ar vadelezh da reiñ din. – Alan J. Roxx (kaozeal) 12 Du 2015 da 15:26 (UTC)
N'eo ket bet ken luziet hag ar pezh a soñjen evit embann un destenn met dav eo din kemer va merkoù memestra.
Pa soñjan, pennadoù all am eus hogen ne ouian ket penaos krouiñ ur pennad nevez.
Skrivit titl ho pennad amañ
Kadbzh (kaozeal) 30 Her 2015 da 21:21 (UTC)
Salud deoc'h, Bet e oan bet, nevez 'zo, e darempred gant skiantourien (o kelenn) e Skol Vroadel ar Vedisined-loened e Naoned. Splann e voe o respontoù : ne glot tamm ebet hon zaolennoù gant an doare boas da skrivañ an anvioù skiantel e loenoniezh (disheñvel an traoù evit ar pezh a sell ouzh al louzawouriezh avat). Ne vez skrivet e lizherennoù stouet nemet ar genad, an isgenad hag an anvadur dre zaou anv e gwirionez. Setu... A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 4 Du 2015 da 15:40 (UTC)
Demat deoc'h, Bet ankouaet "iskerentiad" ha ne vez ket skrivet gant lizherennoù stouet ivez. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 10 Du 2015 da 11:12 (UTC)
Demat, Fallgrouet an daou bennad rak implijet e oa bet gant ar boulc'her anezhe un Taxobox ha ne glot tamm ebet gant ar riezad dereat, 'm eus aon... A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 10 Du 2015 da 12:32 (UTC)
Demat deoc'h, Un dra bennak a zo a-dreuz gant liammoù etrewiki ar pennad-mañ : ne zegas ket d'an hini gallek "Poisson-main tacheté" da skouer. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 8 Kzu 2015 da 11:51 (UTC)
Demat deoc'h, Kregiñ a ra da vezañ ouzhpenn kazus emzalc'h an implijer Couiros22. Ha gallout a rit ober un dra bennaket mar plij ganeoc'h ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 21 Kzu 2015 da 18:28 (UTC)
Demat deoc'h, Emañ un anadenn souezhus o paouez dont war wel e-barzh Taxobox Loen un nebeud pennadoù, Eudromia elegans da skouer ha reoù all. Ne vez ken diskouezet anv skiantel al loen e lizherennoù stouet evel boaz... A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 5 Gen 2016 da 17:18 (UTC)
Demat deoc'h, Hag amzer ho poa bet d'ober war-dro ar gudennig-mañ ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 14 Gen 2016 da 17:39 (UTC)
Taxobox Loen
evit lakaat anv al labous e lizherennoù tev ha stouet ; skrivit an anv e stumm plaen neuze. Gwelet em eus ez a en-dro gant an daou bennad a zo bet meneget amañ a-uc'h. Amzer zo ret lezel da Wikipedia evit ma ve kemmet kement pajenn ar patrom-se enni. --90.32.160.133 14 Gen 2016 da 18:09 (UTC)
N'em eus ket graet war-dro o vezañ ma seblant Couiros22 bezañ diskoulmet an traoù... Reizh eo bremañ, n'eo ket ? --Y-M D (kaozeal) 14 Gen 2016 da 18:31 (UTC)
Request for deletion - SWMT
Embanner, Emzivizout, Emzivizout, MARF, Navegador WEB.Com.br, Implijer:NBS -Riley Huntley (SWMT) 26 Gen 2016 da 17:56 (UTC)
Demat deoc'h, Goulenn a ran ganeoc'h mont da sellet ouzh ar bajenn Kegin Eurazia, bet savet gant an implijer Couiros22 : betek pegoulz 'ta e vo ret asantiñ ma vefe graet n'eus forzh petra gant an implijer-se ? Tremen skuizhus e teu da vezañ ha ken digalonekaus all bezañ rediet da dremen war e lerc'h bep tro ! A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 28 Gen 2016 da 12:16 (UTC)
Hag e kendalc'h ar sotonioù...--Prieladkozh (kaozeal) 2 C'hwe 2016 da 17:27 (UTC)
Hag e kendalc'h an implijer Couiros22 rak ne ra ket forzh nag eus alioù an implijerien all nag eus erbedoù ar verourien... En ur lezel ar meneg "Daveoù a vank" 'zo kareoc'h ! Emañ en e ved e-unan-penn ha mat pell 'zo !--Prieladkozh (kaozeal) 3 C'hwe 2016 da 10:34 (UTC)
Demat deoc'h, Ur wech ouzhpenn, dre forzh ober gant anvioù boutin hep daveoù testeniekaet staget oute n'haller ket distreiñ d'an anv skiantel ! Pegeit e pado an traoù droch-se c'hoazh ? Petra eo pal ar jeu amañ : ober n'eus forzh petra pe sevel ur raktres a c'haller kaout fiziañs ennañ ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 9 C'hwe 2016 da 13:23 (UTC)
Demat, Ha heñvel an traoù gant ar pennad-mañ...:-( A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 12 C'hwe 2016 da 10:35 (UTC)
Salud dit ! Ma c'hallfes ober un tamm kempenn d'ar Pajennoù da ziverkañ, ne vefe ket fall. A galon, --Llydawr (kaozeal) 12 C'hwe 2016 da 16:40 (UTC)
Penaos emañ ar bed? Implijout a ran ar beñveg nevez da dreiñ pennadoù diouzh ar saozneg pe ar galleg, ez gwir. Mat a-walc'h eo, ha kountant on gantañ. Ar pezh ne gavan ket re-vat a zo ma reer fazioù e-keñver ar bajennaozañ n'eo ket aes o reizhañ. Ouzhpenn, ret eo embann an droidigezh a-raok gellout 1) treiñ an notennoù hag an daveennoù ha 2) ouzhpennañ traoù 'zo. N'eo ket fall, avat. Ret eo diwall ouzh stummoù saoznek/gallek, rak a-wechoù o lakomp e brezhoneg hep gouzout deomp.
Hag adkregiñ a ra ! N'haller ket kaout darempredoù reizh gant un den hag a zo sotoc'h evit ur banezenn !--Prieladkozh (kaozeal) 13 C'hwe 2016 da 17:48 (UTC)
Demat, Krog on da vezañ ouzhpenn skuizh ma vefe graet ur pilpouz ganin bep tro ma krogan da gempenn/reizhañ pennadoù an implijer Couiros22 : Kaozeal:Buteo regalis. Ar wech diwezhañ an hini eo !--Prieladkozh (kaozeal) 14 C'hwe 2016 da 17:15 (UTC)
Demat, hag un adkas all hep displegadenn ebet gant Couiros22 nemet ar frazenn gevrinus "...sellit anv er yezhioù all war lec'hienn Avibase" ! Pegoulz e vo an implijer(ien)-se harzet a ober n'eus forzh petra amañ ? Tremen a ran ma amzer o reizhañ ditouroù ken faos an eil hag egile bet degaset gantañ hep gwiriañ tra ebet. TRAWALC'H bremañ ! N'eo ket gwall sirius eus ho perzh lezel un den, hag a ziskouez bemdez-Doue bezañ divarrek war hon yezh, da ober goap ouzh raktres hon WKBzh !--Prieladkozh (kaozeal) 19 C'hwe 2016 da 11:23 (UTC)
Hag unan all...--Prieladkozh (kaozeal) 20 C'hwe 2016 da 08:43 (UTC)
Hag unan all... goude m'ho poe skrivet d'an implijer Couiros22 :
"Salud deoc'h,
Evel goulennet ganeoc'h dija, trugarez da reiñ daveennoù eus anvioù ar pennadoù diwar-benn al loened a grouit.
A galon,"
nevez 'zo (2 C'hwe 2016 da 19:29 (UTC)).
Ma'm bije graet kement-se e vije bet stanket ma c'hont-implijer raktal, sur eo ha n'eo ket marteze ! Met amañ n'emañ ket ar pep mantrusañ, reiñ da anavezout ditouroù faos penn-da-benn (ne wir mann ebet Couiros22) da lennerien hon WKBzh ne lâran ket !--Prieladkozh (kaozeal) 22 C'hwe 2016 da 07:50 (UTC)
Hag unan all...
Ur goulennig eeun : daoust ha talvezout a raio ar boan e kendalc'hin da freskaat ha reizhañ ar pennadoù diwar-benn an evned ma chomit ken diseblant ha mut ouzh emzalc'h mantrus an implijer Couiros22 ? Mar kav deoc'h e torran ho penn, lârit din hardizh ha didro ha mont a rin da liorzhañ un tu bennak all. Ken aes ha tra ! Da c'hortoz ho respont an abretañ ar gwellañ, ar wech-mañ.--Prieladkozh (kaozeal) 24 C'hwe 2016 da 10:43 (UTC)
Hag unan all,
Pelec'h emañ testeniekaet an anv brezhonek "Kolibri kupenn aour" ?--Prieladkozh (kaozeal) 29 C'hwe 2016 da 18:59 (UTC)
N'eo ket dav...
Sellit ma voe lamet an titl a-feson a-us hep displegadur gant un implijer all... :-( --Couiros22 (kaozeal) 29 C'hwe 2016 da 19:05 (UTC)
N'eus ket tu da vont war-raok en un doare efedus : goulenn a ran ma vo stanket kont an implijer Couiros22 !--Prieladkozh (kaozeal) 29 C'hwe 2016 da 19:17 (UTC)
"Beran harlikin" a oa bet graet gant un damheñvelder ar finneg: harlekiinipeippo (sellit war daveenn Avibase). --Couiros22 (kaozeal) 1 Meu 2016 da 14:17 (UTC)"
Ma n'eo ket vandalerezh, petra eo ?--Prieladkozh (kaozeal) 1 Meu 2016 da 15:05 (UTC)
2 Meu 2016 da 10:33 Couiros22 (kaozeal | degasadennoù) . . (1 334 eizhbit) (+1 334) . . (O krouiñ ur pennad gant titl brezhoneg a-feson (memes anv implijet e galleg, saozneg ha muioc'h...) - en desped lamedigezh gwirheñvel dizereat gant implijer Preizladkozh.) (trugarekaat)
Bez' zo ur merour 'ba'n ti ?--Prieladkozh (kaozeal) 2 Meu 2016 da 11:18 (UTC)
"Chiure démoniaque" ur gevatal? --Couiros22 (kaozeal) 21 Ebr 2016 da 17:16 (UTC)
Demat deoc'h, N'oc'h ket bet gwelet amañ abaoe an 19 a viz C'hwevrer... Ma kredan goulenn ganeoc'h hag-eñ e talc'hit gant ho karg a verour c'hoazh ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 1 Gou 2016 da 15:06 (UTC)
An IP editor has created these "content-free" stubs for years before the common era. They contain no actual information beyond the year-number equivalents in various calendars. Should they be deleted? - dcljr (kaozeal) 14 Her 2016 da 03:22 (UTC)
Salud dit ! Ma c'hallfes ober un tamm kempenn d'ar Pajennoù da ziverkañ, ne vefe ket fall. A galon, --Llydawr (kaozeal) 21 Her 2016 da 16:56 (UTC)
Salud dit ! Ma kavfes ur amzer d'ober un tamm tro er bajenn Wikipedia:Pajennoù da nullañ e vefe brav. Peadra zo d'ober ;-). Trugarez en a-raok. --Llydawr (kaozeal) 8 Kzu 2017 da 16:01 (UTC)
Salud dit ! Ma kavfes ur amzer d'ober un tamm tro er bajenn Wikipedia:Pajennoù da nullañ e vefe brav. Peadra zo d'ober ;-). Trugarez en a-raok. --Llydawr (kaozeal) 16 Mae 2018 da 10:41 (UTC)
Bonjour. Une règle concernant le retrait des "droits spéciaux" (administrateur, bureaucrate, etc) a été adoptée avec le consensus de la communauté en 2013. Conformément à cette règle, les stewards vérifient l'activité sur les wikis ne possédant pas de règles relatives à l'inactivité des utilisateurs.
Vous vérifiez les critères d'inactivité (pas de modification ni d'action administrative pendant 2 ans) sur le wiki listé ci-dessus. Puisque ce wiki ne possède pas ses propres règles de controle des droits, c'est la règle générale qui s'applique.
Si vous souhaitez conserver vos droits, vous devez informer la communauté de votre wiki et mentionner que les stewards vous ont envoyé ce message pour vous faire part de votre inactivité. Si à l'issue de la discussion, la communauté souhaite que vous conserviez vos droits, alors veuillez contacter les stewards sur leur page en mentionnant un lien vers la discussion de la communauté locale où elle exprime le souhait que vous gardiez vos droits.
Si vous souhaitez renoncer à vos droits, vous pouvez demander le retrait de vos droits sur Meta.
Si vous n'adressez aucune réponse dans un délai d'environ un mois, les stewards procèderont au retrait de vos droits d'administrateur et/ou bureaucrate. Dans les cas ambigüs, les stewards évalueront les réponses et soumettront leur décision à la communauté locale pour discussion et vérification. Si vous avez des questions, merci de contacter les stewards.
Sincèrement votre. --MarcoAurelio (kaozeal) 11 Gen 2019 da 15:46 (UTC)
Demat, Désolé je ne sais quasiment rien en breton... mille excuses si je t'écris en français. J'espère que tu vas bien et je te souhaite un très bon 2021 avec beaucoup de santé, en espérant que tout s'améliore pour tout le monde. Merci du support que tu avais donné il y a déjà quelque temps à la Wikipédia catalane. Je t'écris car je recueille des vidéos courtes (15 secondes maximum) dans les langues des wikipédiens, et dans l'immédiat, je n'ai hélas aucun breton, et donc j'aimerais bien que tu y participes. Il s'agit d'enregistrer un petit message en breton avec une thématique libre (le plus simple est une petite présentation et la relation avec la Wikipédia je suppose, mais ça peut être plus créatif avec des images, des monuments ou des lieux bretons) dans le cadre du 20ème anniversaire de la Viquipèdia catalane. Si tu es intéressé, je te donnerai davantage d'informations prochainement ! Dit trugarez ! Bonne soirée et bonne semaine ! Kenavo! Claudi/Capsot (kaozeal) 10 C'hwe 2021 da 15:22 (UTC)