N'ouzon ket penaos ober evit lakaat al linennoù e stumm ar barzhonegoù.Bianchi-Bihan 25 Ebr 2006 da 13:52 (UTC)
« Limerig » ??? Biskoazh kement arall !
N'emañ ket *limerig-où er geriadurioù brezhonek (an holl anezho zo amañ el Levraoueg ma labouran, hini Garnier zoken) ; hesk eo TermOfis ha Devri.
Ha goveliet e vefe bet war an tach diwar ar c'hembraeg ? Ouzhpenn, *limerig a vefe distaget [li'meʀik], ≠ [ˈlɪmərɪk] – ['limʀik].
Bout pe bet, enep dleadouriezh Wikipedia eo embann seurt anv : mard eo testeniekaet ar ger, meneget ar vammenn ; mar n'eo ket, arabat embann.
Limerick (barzhoneg) e oa anv ar pennad a-raok ar 16/02/19 ; perak kas un anv reizh d'ur fazi ?
Hollret eo, evit doujañ da reolenn Wikipedia, distreiñ d'an talbenn orin. ♦ 90.32.164.123 7 Meu 2019 da 13:01 (UTC)
An holl zo par amañ, neuze out pedet da skrivañ da ali evel ar re all, ha n'eo ket evel hini ur pab azezet war e c'heriadurioù santel. Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 Meu 2019 da 18:24 (UTC)
Me gred emaout o c'hourdrouz, tra difennet e Wikipedia. 7 Meu 2019 da 21:23 (UTC) Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 Meu 2019 da 21:27 (UTC)
Distroet on d'ar stumm a-raok rak direizh e kavan ouzhpennañ un titl « Ali personel un den "dianav" » pa ne oa bet lakaet titl ebet gant an IP 90.32.164.123. Ivez, gwir en deus da sterniañ e evezhiadenn, graet ez vez er wikioù all, en un doare emgefreek alies. Keritiad (kaozeal) 8 Meu 2019 da 10:57 (UTC)