Banniel Devon, anvet ivez "Kroaz Sant Petroc"

Pereg, pe Pedrog (hervez e anv kembraek a vremañ), pe Petrog (hervez ar stumm kerneveurek, ha Petrock er stumm saoznekaet), a zo ur manac'h ha sant kembreat eus ar Vvet pe VIvet kantved hag a eas da avieliñ Domnonea gozh. Unan eus sent veur Kernev-Veur eo, ha paeron banniel Devon, a zo anvet Banniel Sant Petroc‎). Anavezet eo ivez evel Perreux e Breizh-Uhel. Dont a ra e anv eus an anv latin Petrus, a oa hini an abostol. Lidet e vez d'ar 4 a viz Mezheven.

Ganet e oa e Kembre, ha kelennet e voe en Iwerzhon. Sant Kevin a voe diskibl dezhañ eno a-hervez. Goude e teuas da Zomnonea. Diazezañ a reas manati Padstow, ma voe o chom pell amzer, ha hini Bodmin ma varvas e 564 ha ma vez enoret.

Priñs kembreat

Hervez ur vojenn a Gembre e oa mab yaouankañ ur priñs eus Morgannwg, eus an tiegezh Glywys Cernyw eus rouantelezh vrezhon Glywysing. Roet en dije e anv da gêriadenn Llanbedrog, e ledenez Llŷn, en hanternoz Kembre, ha da Llanbedrog e Sir Benfro.

E Breizh

Diwar e anv e teu anv parrezioù Lopereg ha Sant-Pereg.

E Devon

Levrlennadur

Liammoù