Kantvedoù 3e kantved - 4e kantved - 5vet kantved |
Dekvloazhiadoù 350 – 360 – 370 - Bloavezhioù 380 - 390 – 400 – 410 |
Bloavezhioù 385 – 386 – 387 – 388 – 389 – 390 – 391 |
1141 Ab Urbe Condita = 388 goude J.-K.
Bloavezh bizeost o kregiñ gant ur Sadorn hag hoc'h echuiñ gant ur Sul
E-keit emañ Maksen o vrezeliñ en Italia, Franked, kaset gant ar roueed Genobaud, Marcomer, ha Sunno, a dag bro Köln. Quintinus ha Nannienus a zeu a-benn d'o c'has war-dreñv. Quintinus a ya war o lerc'h en tu all d'ar Roen, mes tapet eo en ur spi-brezel, ha lazhet gant tout e arme.
Brezel etre Theodosius ha Maksen er Balkanoù. Emgannoù Siscia (Osijek), Poetovio (Ptju), kollet gant Maksen. Adtapet eo Hemona (Ljubljana) gant Theodosius. Maksen a dec'h etrezek Aquileia. Tapet eo, ha dibennet d'al lun 28 a viz Eost 388.
War urzh Theodosius, penn Maksen zo diskouezet e Kartada
E fin ar bloaz, Flavius Victor, bugel, zo lazhet war urzh Arbogast.
Ne ouzer ket ar pezh zo degouezhet gant Elen ha Kynan.
Flavius Theodosius zo mestr da heul war Reter ha Kornôg.