Hervez Ferdinand Lot e c'hallfe dont eus an anv latin Alanus, a veze graet eus un den eus pobl an Alaned, pa oa bet degaset soudarded eus ar bobl-se, a oa o chom e kostez Iran war-dro deroù ar Vvet kantved, da ziwall ar stêr Liger e-kichen Brezhoned deuet eus Enez Vreizh[1].
Diaes eo krediñ e teufe an anv-se eus an darempred etre Alaned ha Bretoned hepken, eme Léon Fleuriot[2]. Dont a ra moarvat eus ur ger keltiek kozh a gaver roudoù anezhañ en henvrezhoneg, e brezhoneg, en hengembraeg, e kembraeg, en heniwerzhoneg evit envel ul loen gell-rous e vlevenn.
Kavet e vez o talvezout "menn-karv" e Canu Aneirin, B2.28, linenn 1125 : "gnaut i-lluru alan buan bithei", "boas e oa da vezañ mibin evel ur menn-karv"[3].
Allan Kardec : anv-pluenn ar gall Hippolyte Léon Denizard Rivail, "reizher ar speredouriezh", brudet mat e Brazil. Gouez dezhañ e vije bet e anv dezhañ pa oa drouiz e Galia.
Daou loen zo anvet Alan pe Alanig e brezhoneg : al louarn, met Alanig a vez graet anezhañ kentoc'h, hag Alanig kof ruz a vez graet eus ar boc'hruz war-dro Landreger.
Krennlavar
Ar broc'h a doull an douar / Hag Alanig a grog er yar.