An Anaon eo eneoù an dud varv, hervez ar relijion gatolik. Meur a gredenn, a lavar, hag a ober relijiel a zo stag ouzh an Anaon[1].
|
An hevelep ger galianeg en deus roet annwfn, annwn e kembraeg, gant ar ster "ar bed dindan an douar" ivez[4]. Anaffuon, anaffuon, anaoün a gaver e krennvrezhoneg gant ar ster "eneoù ar re varv"[5].
Gant an Iliz katolik roman hep mar eo bet kemmet ar ster e Breizh, eus "ar bed dindan an douar" da "eneoù ar re varv". Ar ster kristen-se a gaver e Devri end-eeun.
Kloc'h an Anaon a vez lavaret eus ar glaz, al lezoù, da lavaret eo ar c'hloc'h a lakaer da seniñ goude marv un den er relijion gristen.
Gwechall er gest, en iliz, e veze plad an Anaon : da noz an Hollsent e veze lakaet ur pladad boued dirak an ti evit an Anaon.
Gouel an Anaon: an deiz goude an Hollsent, d'an 2 a viz Du.
E Barzhaz Breizh ez eus ur c'han anvet Kanaouen ann Anaon