Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
O treiñ ar pennad-mañ emeur
→ Evit gouzout hiroc'h sellit ouzh ar bajenn gaozeal ; evit kenderc'hel da dreiñ klikit war kemmañ ha kendalc'hit da lakaat e brezhoneg al lodennoù chomet en ur yezh all.
Arvar zo diwar-benn neptuegezh ar pennad-mañ
ha n'eo ket savet diouzh un holloueziadur
.
Kit da welet ar gaozeadenn

Broadelouriezh[1] zo un ideologiezh aet war wel e dibenn an XVIIIvet kantved hag e deroù an XIXvet kantved : ar vroudelourion en em laka da izili eus ur vroad, a laka ar vroad-se da benntalvezout, hag a lavar c'hoantaat stourm eviti.

Lod broadelouroen a gav gwelloc'h ober dave d'an dud a zo kar dezho dre o gwad, hag ar re a ra dave d'an dud a zo ganet war douar ar memes Stad hag int.

Meur a seurt broadelouriezh zo.

Orinoù

Ganedigezh ar vroadelouriezh vodern

Pan eo bet an natio, ur gêr latin, un termen implijet ha troet a-dreuz ar c'hantvedoù evit termeniñ pobloù pe veuriadoù pe strolloù tud liesseurt, ne weler ket un elfennadur politikel ha gwirael a-raok Kantved ar Sklêrijenn, an XVIIIvet kantved. Gant ar bredourien ha politikourien gall eo bet embannet e oa sujidi roue Bro-C'hall, keodeded ur vroad, ar Vroad C'hall. Dic'hallus avat voe ket mirout ar roue hag ar vroad asambles ken : goude ma voe bet nullet an unpenniezh e voe ret termeniñ piv a oa gwir brogarour hag enebour ar Vroad (unpennelourien, Chouaned, trafikerien, hag all).

Ar vroadelouriezh vreizhat

Meur a ster zo d'ar vroadelouriezh vreizhat.

Ar vrogarantez eo ar garantez a vag an den ouzh e vro, ar vroadelouriezh eo ar gasoni a vag ouzh ar broioù all. a lavaras Charles de Gaulle(Daveoù a vank). Evel-just n'eo ket sell ur Breizhad an hini eo.

Pennadoù kar

Notennoù

  1. Diwar bro + -ad + el + -our + -iezh.