Demat, pe deiz mat (hervez an distagadur leonek), zo un estlammadell vrezhonek hag ur ger saludiñ, unan eus ar re a vez implijet stank hiziv.

Tabut

Implijet e vez kalz gant an nevezvrezhonegerien, ken e vez tabut a-wechoù diwar-benn e implij.

Darn a gav dezho n'eo ket ar ger gwellañ da implijout abalamour ma ne veze ket implijet stank gant ar vrezhonegerien a-vihan en XXvet kantved.

Darn all a embann zoken n'eo ket ur ger brezhonek. Roudoù a gaver anezhañ koulskoude er skridoù abaoe pell zo.

Er skridoù

Er XVvet kantved

Testeniekaet eo demat e krennvrezhoneg.

Er XVIvet kantved

Er XVIIvet kantved

En XVIIIvet kantved

En XIXvet kantved

E gavout a reer e geriadurioù zo, evel hini ar Gonideg, adembannet e 1850, ha dindan pluenn ar skrivagnerien Fañch an Uhel, ha Troude peurgetket.

Gant Fañch an Uhel

Kavet e vez ar ger e teir oberenn:

N'eo ket trawalc'h lenn ar ger en e gontadennoù evit bezañ sur e oa klevet gantañ, nag e veze implijet ar ger gant ar bobl er vuhez pemdeziek ken, met ne oa ket dianav moarvat. Ha lavarout a rae an Uhel e oa feal d'ar yezh a gleve.

Gant Troude

Gant al Leonad Troude e kaver ar ger ivez :

En XXvet kantved

Kavout a ra da galz a dud ez eo ur ger "ijinet", pe "chimik" evel ma skriv Lionel Buannic en e levr Ce que vous avez toujours voulu savoir sur le breton!. Evit doare n'eo nemet un ali personel, diazezet war ar vrud kentoc'h evit war un enklask. Ur ger n'hoc'h eus ket klevet pe n'eo ket anavezet gant an holl a c'hall bezañ bev koulskoude.

Gwir eo a-hend-all ne oa ket nec'het ar bobl gant ar saludiñ e doare kêr, hag e veze graet war ar maez, en XXvet kantved, gant troiennoù a bep seurt abalamour ma oa disheñvel ar reolennoù sevended diouzh re ar galleg. Stag e oa an troiennoù-se ouzh doareoù an dud, pe ouzh ar pezh a veze an den saludet oc'h ober, ha kement zo, hag alies

Kavout a reer un niver a zoareoù saludiñ pemdeziek a seurt gant ar re-se e levr brudet ar skrivagner Jules Gros, Le trésor du breton parlé, en trede levrenn peurgetket. Kement-se ne brou ket ne oa ket troiennoù all er c'hantvedoù a-raok evel-just.

Kavet e vez ar ger ivez :

Demata

Distagadur

Pennad

Ur pennad zo bet savet diwar-benn implij ar ger-mañ er skridoù kozh gant Gwennole ar Menn e-barzh niverenn 211 ar gelaouenn Hor Yezh e 1997.

Notennoù

  1. Le Grand Mystère de Jésus [1]
  2. Er pennad Dieu, pajenn 287, da dreiñ Dieu vous garde, bon-jour.
  3. Presse Universitaire de Rennes - Terre de Brume 2002 .
  4. http://bibnum.univ-rennes2.fr/items/show/309
  5. Geriadur Troude en linenn
  6. Ar Marvailler brezounek pe marvaillou brezounek, Brest, J.-B et A. Lefournier, 348 p. Adembannet evel Labous ar Wirionez, gant Roparz Hemon e ti Al Liamm.

Liammoù diavaez

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger demat er
wikeriadur, ar geriadur frank.