Emgann Kergidu zo un emgann a c'hoarvezas d'ar 24 a viz Meurzh 1793, e Kergidu e-kichen Plougouloum, etre kouerien eus Bro-Leon ha soudarded ar Republik, renet gant ar jeneral Canclaux.
Ha pa oant bet trec'het d'an 19 a viz Meurzh, edo bepred kouerien Gorre-Leon dindan an armoù, e Ploueskad, Plougouloum, Kleder, Sibirill, Rosko, Gwinevez, Gwitevede, Plouvorn, Sant-Nouga ha Trelaouenan[1] ha klask a raent gronnañ Kastell-Paol. Ar jeneral Canclaux, a oa diazezet e Brest, a yeas da Lesneven gant e soudarded, goude bezañ faezhet emsavidi korn-bro Plabenneg.
Klevet o doa ar Republikaned edo an dud disuj o vont da dagañ Kastell-Paol d'ar 24 a viz Meurzh. Neuze e kerzhas soudarded ar Republik, 400 anezho o tont eus Kastell, renet gant Guillier ha Pinchon, ha skoazellet gant soudarded deuet eus Calvados hag eus Montroulez, war Kergidu, a oa ul lec'h tremen a bouez[1].
Goude ur c'hrogad un eurvezh hanter e oa krog soudarded ar Republik da gilañ ha ne oa ket kalz a dennoù ganto ken. Met sikouret e voent gant ar jeneral Canclaux a erruas war lez kleiz ar stêr, e penn un armead etre 300[2] ha 1 000 soudard[3]. Neuze e voe kemeret un uhelenn war lez kleiz ar stêr gant soudarded ar Republik hag alese a c'halljont tennañ gant o c'hanolioù war an emsavidi[4].
War al lez dehou e talc'he mat ar beizanted ouzh ar Republikaned. Goude termal e tivizas Canclaux treuziñ ar pont ha tagañ an emsavidi dre an tu all. Tec'hel a reas ar beizanted kuit, soudarded ar Republik war o lerc'h. Gwelloc'h e kavas ar re-se, eme Guillier, lazhañ an emsavidi eget ober prizonidi. Da beder eur goude kreisteiz e oa echu an emgann[1].
Hervez ar Republikaned e vije bet lazhet war-dro 400 den e-touez ar beizanted ha gloazet 300 anezho[5]. Hervez enklaskoù nevesañ Albert Laot ne veneger war rolloù tud varv parrezioù Plougouloum ha Trelaouenan, ar c'horn-bro ma oa bet an emgann, nemet c'hwec'h den lazhet, ha div vaouez en o zouez, ha soudard ebet[6]. Kement-se a ya a-du gant an danevell eus an emgann a voe savet gant ar jeneral Canclaux ma lenner ne oa bet lazhet soudard republikan ebet[2].
Gant Emgann Kergidu e voe lakaet fin da emsavadeg peizanted Bro-Leon.
Kemeret e voe o armoù digant tud ar vro, diskennet e voe kleier an ilizoù ha kondaonet e voe kumunioù ar vro da baeañ telloù-kastiz pounner edan 24 euriad.
|
|
|
Kalz tud a voe harzet ha barnet ha daou anezho, Jean Pedel ha François Guivarc'h eus ar Releg-Kerhuon a voe kondaonet d'ar marv ha dibennet[8]. Kemend-all a c'hoarvezas ivez gant François Barbier, maer Gwitalmeze, ha Jean Prigent, maer Gwitevede : dibennet e voe an hini kentañ e Brest d'ar 17 a viz Ebrel hag an eil e Lesneven d'an 23 a viz Ebrel[2].