Brest
Brest gwelet eus ar c'hastell.
Brest gwelet eus ar c'hastell.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Brest
Bro istorel Bro-Leon Bro-Leon
Melestradurezh
Departamant  Penn-ar-Bed
Arondisamant Brest
Kanton Pennlec'h 5 kanton
Kod kumun 29019
Kod post 29200
Maer
Amzer gefridi
François Cuillandre
2020-2026
Etrekumuniezh Brest Meurgêr ar Mor
Bro velestradurel Bro Brest
Lec'hienn web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 139 456 ann. (2020)[1]
Stankter 2 817 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 23′ 27″ Norzh
4° 29′ 08″ Kornôg
/ 48.390834, -4.485556
Uhelderioù kreiz-kêr : 34 m
bihanañ 0 m — brasañ 103 m
Gorread 49,5 km²
Lec'hiañ ar gêr
Brest

Brest ([ˈbʀest], a-wechoù [ˈbʀeːst]) eo trede kêr Breizh goude Naoned ha Roazhon, e kornôg pellañ ar vro, e Breizh-Izel hag e Bro-Leon. E departamant Penn-ar-Bed emañ, Kemper o vezañ e bennlec'h. Ur porzh hag un diazezlec'h bras eus ar morlu gall eo. Kêr a oa enni 139 456 annezad e 2020, ha 202 060 er meurgêr e 2018.

Ur porzh a-bouez abaoe Duged Breizh, diorroet e voe evel porzh milourel hepken gant Bro-C'hall goude ma voe staget Breizh outi. Abalamour d'he rol milourel, ha dreist pep tra he bon splujerezioù, e voe bombezet taer gant ar Gevrididi e-pad an Eil Brezel Bed, o tistrujañ al lodenn vrasañ eus ar gêr.

Hiziv e gaver e Brest Skol-veur Breizh-Izel ha skolioù all, en o zouez skolioù ijinourien. Ur pol imbourc'h hag armerzh pennañ war dachenn ar mor eo deuet da vezañ. Sez sokial an IFREMER eo, koulz ha Servij Hidrografek hag Oseanografek ar Verdeadurezh (SHOM), Ensavadur skol-veur europat ar mor (ESEM) hag Ensavadur Gall Paul Emile Victor evit ar Poloù.

Douaroniezh

Kêr vrasañ departamant Penn-ar-Bed eo Brest met n'eo ket e bennlec'h. Da Gemper e voe roet ar statud-se gant ar Vodadeg Vonreizhel e 1791 rak ur prefeti mor e oa d'an amzer-se dija.

Ur gêr stag ouzh ar mor eo. Lec'hiet war ul ledenez n’he deus krec'h ebet. War du ar Su e kaver al lenn-vor hag emañ ledenez Kraozon en tu all. War du ar reter emañ harpet he levezon gant Landerne ha Montroulez.

War bladenn Bro-Leon emañ Brest, war lein tornaodoù hogozik a-blom hag a furm unan eus jeloù pennañ Torosad Arvorig. N'eo torret ar voger-se nemet gant un aber gev, ar Penfell, ur blegenn eus naoz kozh ar Stêr Aon. Ur porzh naturel peurvat eo ar Penfell. Gwarezet eo gant ur roc'h, 200 metr hec'h hirded, dour en he zro war daou gostez ha disrannet diouzh an douar gant ur stankenn war an trede. War ar c'hreñvlec'h naturel-se e voe savet Kastell Brest.

Kumunioù amezek

Rod an avelioù Gwiler-Leon, Boc'harzh Boc'harzh, Milizag, Ar Vourc'h-Wenn Gouenoù Rod an avelioù
Plouzane N Gwipavaz
K    Brest    R
S
Mulgul Brest, Roskañvel Morlenn Brest Morlenn Brest, Plougastell-Daoulaz

Poblañs

Poblañsoù hervez an niveradeg a zo bet graet e 2021[2].

Anv

Testenioù koshañ anv ker Brest eo : Bresta super Caprellam e 1019[3] ; (Havre et ville de) Brest, en XIIvet kantved[3] ; Villa, castrum et portus de Brest, e 1239 [3] ; Le Duc Bresta super Cap(r)ellam, er XIVvet kantved[4] ; Brast e 1383[4] ; Breste e 1398[4] ; Breest e 1378[4] ; Bresta e 1516[4]. "Brest" a lavarer abaoe 1630 d'an nebeutañ.

Hervez Hervé Abalain[5], e kaver en hec'h anv an elfenn /bre/, kavet alies e toponomiezh e Breizh dindan ar stummoù /bran/, /bre/, /brec’h/, /bren/, /bri/, a dalvez « savenn, roz, menez »[6]. Tostaet eo bet anv Brest d'ar ger galianek brista, emgann, a gaver ivez er ger brezhonek brezel(Daveoù a vank).

Hervez lod en dije kemeret Brest anv unan eus torgennoù ar gêr Bresta super Caprellam ("Brest-war-ar-C'havrig") (Daveoù a vank). Graet e veze Gavrig eus ar Penfell gwezhall. Mont a reas an anv-se da Vrest pa adkrogas ar gêr da greskiñ.

Anv kozh Brest a oa marteze Urbs Ossismii pe Civitas Occismorum(Daveoù a vank). Koll a reas anezhañ er Vvet kantved pa voe damzistrujet gant an Huned (daveoù mar plij).. Kêr-benn meuriad an Ossismii a voe kaset da Castrum Pauli (Kastell-Paol hiziv) (Daveoù a vank).

Ardamezioù

Rannet : ouzh 1 en glazur e deir flourdilizenn en aour, ouzh 2 en erminoù[7].

Istor

Henamzer

N'eus roud ebet eus ur c'hreñvlec'h a-raok hini ar Romaned met lec'hienn ar c'hastell a zo hini un oppidom stanket, un uhelgompezennig a-us d'an dour mor a c'hleb kostezioù al ledenezig. Gant meuriad galian an Osismied e voe dalc'het lec'hienn Brest goude an aloubidigezh roman. N'eo ganet ar gêr nemet en IIIe kantved, pa savas ar Romaned ur c'hreñvlec'h gant meur a dour (ouzhpenn 20 war a seblant) da zifenn an aod diouzh ar vorlaeron saoz hag ouzh ar Bagaudae a gase skrapadegoù war ar maez. Ar "c'hastrum"-se a voe savet en hevelep amzer ha mogerioù Gwened, Naoned ha Roazhon gant mein ar monumantoù publik, ar pezh a ziskouez moarvat e oa mall bras war ar saverien. Ouzhpenn-se e oa an impalaeriezh oc'h aozañ ur frammadur milourel nevez hag a voe anvet Tractus armoricanus et nervicanus er c'hantved war-lerc'h, gant ur morlu, Classis armoricana hec'h anv. Ul lejion a voe staliet er gêr met n'eas ket Brest da gêr-benn an Osismied. E Vorgium (Karaez) e chomas ar gêr-benn betek donedigezh ar Vrezhoned.

War manatioù e voe diazezet frammadur relijiel ar Vretoned kozh, a pezh a zispleg perak ne oa eskopti ebet e Bro-Leon kent an VIIIvet kantved. Pa voe krouet unan e oa re vihan Brest da vezañ choazet.

Ar c'hreñvlec'h roman a voe damzistrujet gant goprsoudarded hunat er Vvet kantved met Kont Morvan Leon en adsavas da wareziñ ar rannvro diouzh ar Vikinged. E-barzh ar mogerioù-se e kreskas kêr e-pad ar Grennamzer. Ar gêr vogeriet a yeas d'ur c'hastell er XVIvet kantved pa'z eas hec'h annezidi da chom er fabourzhioù.

Krennamzer hag Azginivelezh

Un darn eus Dugelezh Breizh e oa Brest e-pad ar Grennamzer. Goude stagidigezh Breizh ouzh Bro-C'hall e roas ar roue Herri IV an titl a gêr dezhi e 1593. E 1631 e lakaas Richelieu sevel ur porzh brezel eno. Ar porzh arnevez hag an arsanailhoù a oa savet neuze. Lojerisoù evit ar vicherourien a lakaas sevel ivez.

Renad Kozh

Ti ar Feunteun, unan eus an tiez koshañ e Brest

E 1683 e kreñvaas Vauban ar gêr hag ar vorlenn. E fin ren Loeiz XIV e oa 15 000 annezad enni. E Brest eo e tilestras kannadourien roue Siam e 1686. Diwarno e voe anvet Straed Siam.

En XVIIIvet kantved e savas an ijinour brestat Antoine Choquet de Lindu savadur ar galeoù a zlee degemer prizonidi betek an XIXvet kantved. Unan eus e brizonidi vrudetañ a oa Eugène-François Vidocq.

Dispac'h gall

XIXvet kantved

XXvet kantved

Brezel-bed kentañ : Brest a oa unan eus ar porzhioù ma tilestras an Amerikaned e 1917 e fin ar brezel bed kentañ; soudarded eus ar Rouantelezh-Unanet a zilestras eno ivez, da skouer soudarded eus an Antilhez[12].

Eil Brezel-bed

Darvoudoù pennañ istor Brest

XXIañ kantved

Sevenadur

Mirdioù

Brezhoneg

Pennad pennañ : Brest el lennegezh vrezhonek

Ya d'ar brezhoneg

Deskadurezh

Bugaligoù

Sport

Mell-droad

Marc'h-houarn

Tro Bro-C'hall:

Monumantoù ha traoù heverk

Brudet eo Pont Rekourañs ha straed Siam e Brest. Eus ar monumantoù savet a-raok an XIXvet kantved ne chom nemet ar c'hastell, an Tour Tangi hag un nebeud tiez ha savadurioù kozh, savadurioù evit an arsanailh ha kreñvlec'hioù en o zouez. E Rekourañs e chom un darn eus straed Sant-Maloù distrujet gant bombezadegoù en Eil Brezel Bed.

Anavezet eo Brest abalamour d'ar gouelioù bigi kozh aozet ganto bep pevar bloaz. Savet eo anv ar gouel diwar anv ar gêr mui ar bloavezh (Brest 2008, Brest 1992...).

Bezioù ar C'hommonwealth e bered Kerfaotraz

Bro Niver a soudarded
Banniel Aostralia Aostralia 3
Kanada 14
Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet 93
Banniel Zeland-Nevez Zeland-Nevez 1
Hollad (korfoù anavezet hepken) 104

Diwar ar 104 soudard anavezet douaret er vered ez eus 31 milour eus ar Brezel-bed Kentañ ha 73 eus an Eil Brezel-bed[12].

Poblañs

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793

[19]

Imbourc'h ha deskadurezh uhel

Dre m'emañ kreizenn armerzhel kêr-benn Breizh-Izel eno ez eus kalz skolioù-meur hag annezadennoù imbourc'h e Brest.

Melestradurezh

Ti-kêr Brest e Plasenn ar Frankiz
Roll ar vaered
Dilennadeg Anv Titl
2001- François Cuillandre Maer
1989-2001 Pierre Maille Maer
1985-1989 Georges Kerbrat Maer
1983-1985 Jacques Berthelot Maer
1982-1983 Pierre Maille Maer
1977-1982 Francis Le Blé Maer
1973-1977 Eugène Berest Maer
1959-1973 Georges Lombard Maer
1958-1959 Auguste Kervern Maer
1954-1958 Yves Jaouen Maer
1954-1954 Lucien Chaix Maer
1953-1954 Yves Jaouen Maer
1947-1953 Alfred Pierre Marie Chupin Maer
1945-1947 Jules Lullien Maer
1944-1945 Victor le Gorgeu Prezidant an Delegasion Ispisial
1942-1944 Victor Eusen Maer
1929-1941 Victor le Gorgeu Maer
1921-1929 Léon Nardon Maer
1920-1921 Hippolyte Masson Maer

Kalz brasoc'h eo teuas Brest da vezañ e 1945 pa voe staget teir c'humun all outi : Lambezelleg, Kerbêr-Kilbignon ha Sant Mark.

Kantonioù Brest

Dre 5 kanton eo rannet.

Tud

Tud bet ganet eno

Tud bet marvet eno

Tud beziet eno

Ardamezeg ar familhoù

Gaspard Agard, maer Brest e 1661.
En gul e rodig-kentr en aour a eizh broud ; e gab gwriziet en glazur karget gant ur groaz avalaouek.
Claude Basserode, senesal Brest e 1700
En glazur e leon en aour krabanet ha teodet en gul.
.
? Berard de la Seignerais, senesal Brest e 1690.
En glazur e gebrenn en argant heuliet ouzh beg gant ur greskenn ivez en argant ; e gab en argant karget gant teir balafenn en sabel.
Germain Le Bescont, maer Brest e 1651.
En glazur e bilikan en e wadennoù en aour.
Marc de Carné, kabiten Brest da vare Frañsez Iañ Bro-C'hall.
? Nail ː prokulor ha noter ar roue ouzh Lez Brest e 1695.
En aour e gebrenn en sabel karget gant teir rozenn en argant.
Julien Ozanne, arkitektour ha tisaver labourioù ar roue, a savas klozadur kentañ Brest e 1647.
Nicolas Ozanne, teñzorer morlu Brest e 1696.
Rannet; ouzh 1 en sabel e dour en aour; ouzh 2, en geot e deir sourin en aour.
Raby ː unan eus kannaded Brest ouzh Breujoù 1742 ; ul letanant fourgadenn e 1766 ; maer Brest e 1785.
Troc'het : ouzh 1 en argant e gi tremenant en sabel kurunet en aour hag o terc'hel en e bav dehou ur gougleze ivez en aour ; ouzh 2 en glazur e seizh gousourin en argant.
François Turin, maer Brest e 1649.
En aour e erez en sabel.

Gevelliñ

Kêrioù gevellet
Emglevioù

Levrlennadur

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Brest er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Daveoù ha notennoù

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (fr) INSEE.
  3. 3,0 3,1 ha3,2 Bernard Tanguy ( 1990)
  4. 4,0 4,1 4,2 4,3 ha4,4 Erwan Vallerie (1995)
  5. Hervé Abalain, Noms de lieux bretons, Éditions Jean-Paul Gisserot, 2000.
  6. E kembraeg e kaver ar ger kevatal /bryn/.
  7. Da lavaret eo, rannet etre Frañs ha Breizh, a oa merk ar galloud da vare Proviñs Breizh ; adalek war dro 1683 (d'Hozier, 1696) ha kadarnaet gant Charlez X, d'an 28 a viz Here 1826 ; Lejion a Enor, Kroaz ar Brezel, Kroaz an Dieubadur.
  8. J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, p.105
  9. Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajennoù 40 ha 41
  10. Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, pajennoù 176-182, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915
  11. Le Bot, Terreur à Brest, p. 198
  12. 12,0 12,1 ha12,2 Commonwealth War Graves Commission
  13. Pertes Luftwaffe Finistère
  14. Pertes RAF Finistère
  15. Pertes USAAF Finistère
  16. René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 329
  17. Le Télégramme, 14/12/2013
  18. Ofis Publik ar Brezhoneg
  19. Cassini hag EBSSA
  20. Mémoire des hommes

|}