Rann eus | Doueed an Olimpos ![]() |
---|---|
Reizh pe jener | plac'h ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | Ἑστία, Ἱστια ![]() |
Tad | Kronos ![]() |
Mamm | Rea ![]() |
Breur pe c'hoar | Demeter, Hera, Haides, Poseidon, Zeus ![]() |
Annez ofisiel | Olympus ![]() |
Iconographic symbol | Pod-berver, pemoc'h, Vitex agnus-castus ![]() |
Azeulet gant | Relijion er gevredigezh hellazek ![]() |
Tachenn ar sant pe doue | Oaled, keginañ, tan, baking, annez ![]() |
Hestia (Ἑστία / Hestía e gregach) eo doueez an tan sakr hag an oaled. Merc'h henañ Kronos ha Rea eo-hi, c'hoar eo da Zeus, Poseidon, Hades, Hera ha Demeter. A-remziad eo gant ar re a anver daouzek doue Olympos a dra sur, koulskoude ne vez ket kontet atav e-touez daouzek doue an Dodekatheon.
Vesta e oa hec'h anv hervez ar Romaned.
Pa bignas he breur Zeus war gador roue an doueed, e roas da Hestia, evel da Artemis pe Athena, ar galloud da virout he gwerc'hded da viken, a-benn en em ziwall diouzh karantez Apollon ha Poseidon.
N'eus hogos mojenn ebet a vije stag ouzh an doueez-se. Ne gemer perzh ebet e tabut ebet, ar pezh a ra anezhi un esparadenn e-touez doueed Olympos. Mirout a ra Zeus druzoni an aberzhioù dezhi.
Personeladur an oaled eo Hestia, ar flammenn sakr a zev dibaouez en tier hag en temploù, hag a c'hlana anezhe. Azeulet eo evel gwarezerez ar familhoù, ar c'heodedoù hag an trevadennoù.
Pa felle d'ar C'hresianed diazezañ un drevadenn e kasent gante tan Hestia, kemeret e templ ar vetropolenn a-benn enaouiñ oaled o c'heoded nevez. Evel-se ec'h arouez Hestia ivez hollbadusted ar sevenadurezh hag ar relijion.
Kement pred a oa a groge hag a echue gant ur prof da Hestia.
Peurliesañ e veze diskouezet en he sav gant Hellaziz, gwisket en un doare eeun, ganti ur ouel war he fenn.
An tan eo hec'h arouez.
An Dodekatheon |
Zeus | Hera | Poseidon | Hestia | Demeter | Afrodite Athena | Apollon | Artemis | Ares | Hefaistos | Hermes |