Ur gasenn (-dour), ur froud-veur (meurvorel), ur froud-vor pe ur vorfroud a c'hoarvez pa vez kas gant an dour war gorre un dolzennad dour pe en donder anezhi ; kasennoù bras pe vrasoc'h zo er mor. Implijet e vez ar ger kasenn koulz hag e ledennadoù dour hag en dourredennoù ivez.
Dre ar c'hasennoù e vez dastumet gremm diwar implij ar milinoù (war ar stêrioù hag an aberioù) pe ar stankelloù dourdredan. Klask a reer sevel milinoù-dour e strad ar mor evit tapout gremm diwar ar c'hasennoù don.
Ouzhpenn meur a gasenn-vor lec'hel, darn anezho dindan levezon ar mareoù-mor (ar mareennoù vez graet anezho), ez eus kasennoù o redek er meurvorioù war gehedoù divent. Ur pouez bras o deus e buhez an dud hag en armerzh p'o deus ul levezon war an hin ha war ar beskerezh. Kasenn ar Gulf Stream a zegas un hin dommoc'h e Gwalarn Europa ; e Perou hag e Japan, el lec'h ma kej ar c'hasennoù yen ha tomm, e kav ar besketaerien pesked a-gementadoù bras.
Dre ziforc'hioù etre gwrezverkoù an dour mor ha dre ziforc'hioù holenegezh ennañ e vez kaset ar c'hasennoù bras da redek. Gremm an Heol ha lusk an Douar eo orinoù pennañ an diforc'hioù-se.
Pa vez ahel an Douar kostez e-keñver an Heol ez erru nebeutoc'h a c'hremm war bennahel an Norzh ha hini ar Su eget war ar c'heheder (etre an trovanoù) ken e resev an takad etretrovanel kement gremm ha pep all eus peurrest an Douar.
Evit ma vije ur c'hempouez etre ar c'hementadoù gwrez e fiñv an aergelc'h hag ar meurvorioù, ha diouzh ar fiñvoù-se e teu daou zoare kasennoù :
Meurvor Arktikel | Meurvor Atlantel | Meurvor Habask | Meurvor Indez | Meurvor Antarktikel |
---|---|---|---|---|
|
|
|