Lanv ha tre | |
---|---|
Tre ha lanv e Bae Fundy, Nova Scotia, Kanada | |
![]() | |
Izelvor goude an tre | |
![]() | |
Uhelvor goude al lanv |
Tre ha lanv a reer er moroniezh eus ar mareoù-mor, da lavaret eo fiñvoù ar morioù hag ar meurvorioù dindan levezon dedennerezh an Heol hag al Loar, dindan levezon an nerzhioù inertiezh a zeu diwar troiadur an Douar tro-dro da greizenn-dolz ar reizhiadoù Douar-Heol ha Douar-Loar, ha dindan levezon troiadur an Douar war e ahel.
Ar mareoù-mor zo un anadenn a weler war aodoù an holl vorioù bras pa zeu ul luskelladur etre o live uhelañ hag o live izelañ e-doug un devezh-Loar hepken, da lavaret eo 24 eurvezh ha 50 munutenn.
An tre eo lusk live ar mor pan a war-draoñ div wech en deiz (unan hepken er Meurvor Habask). Goude dezhañ bezañ bet en e izelañ e paouez ar mor da ziskenn ; kerkent e krog da sevel en-dro : al lanv eo a-nevez neuze. Pa zeu an tre e vez kasennoù a c'hell bezañ kreñv e lec'hioù strishaet evel an aberioù hag etre an inizi hag ar c'herreg. Un dañjer bras eo evit an neuñvierien, ar bigi bihan hag listri hep nerzh poulzerezh kreñv a-walc'h.
Al lanv eo lusk live ar mor pa zeu war-grec'h bemdez, pe div wech en deiz a-wezhioù. Goude dezhañ bezañ bet en e uhelañ e paouez da sevel ; kerkent e krog da ziskenn en-dro : an tre a vez a-nevez neuze.
Pa vez loar nevez pe loargann, eleze pa vez al Loar, an Douar hag an Heol war un ahel hepken, e vez sammet o nerzhioù dedennañ, ar pezh a zegas mareoù-mor bras : uhel e sav ar mor. Tro-dro da gedezioù miz Meurzh ha miz Gwengolo e c'hoarvez bep bloaz.
En enep, pa vez loargresk pe ziskarloar, da lavaret eo pa vez an ahel Heol-Douar a-serzh d'an ahel Douar-Loar, e vez mareoù-mor bihan : bihan eo an diforc'h a live etre ar mor uhelañ hag an hini izelañ. Tro-dro da c'hoursavioù-heol miz Mezheven ha miz Gwengolo e c'hoarvez bep bloaz.
![]() |
|
En abeg da zistummadur ar meurvorioù dindan nerzh dedennañ an Heol hag al Loar e vez tre ha lanv. Disheñvel eo ar mareoù-mor hervez al lec'h ma c'hoarvezont war an Douar : seul dostoc'h e vezer d'ar c'heheder, seul vihanoc'h e vez an diforc'h etre live izelañ ha live uhelañ ar mor. Disheñvel ivez e vez ar mareoù-mor hervez lec'hiadur al Loar e-keñver an Heol : en o bihanañ e vezont pa vez al Loar a-skwer gant an Heol, hag en o c'hreñvañ pa vez a-eeun gantañ.
E koskoriad an Heol, an holl blanedennoù a dro tro-dro d'an Heol ha desachet e vezont gantañ dre lezenn fizikel ar gravitadur hollvedel, bet prouet gant Isaac Newton er bloaz 1687 : daou gorf-egor bennak a zesach an eil egile gant un nerzh hag a zo kenfeuriek ouzh o zolz hag ouzh karrez an hed a zo etrezo ; neuze, seul vrasoc'h an daou gorf ha seul verroc'h an hed etrezo, seul greñvoc'h an nerzh dedennañ. Heverk e vez efed an nerzh-se war zanvezioù distummadus evel dourioù morioù ha meurvorioù an Douar.
Tolzennek-tre eo an Heol, ha tost a-walc'h d'an Douar (149 597 870 km), neuze ez eo kreñv e nerzh dedennañ war hor planedenn. Bihan eo al Loar, hogen tost-tost d'an Douar (384 400 km, hed keitat), setu e wered war live ar morioù ivez. Dister eo gwered planedennoù all ar c'hoaskor dre ma'z int re bell e-keñver o zolz.
Ouzhpenn da gement-se e tro hor planedenn tro-dro da greiz ar gravitadur Douar-Loar ; 81 gwezh brasoc'h eget al Loar eo tolz an Douar, setu ez eo he c'hreizenn c'hraviter 81 gwezh tostoc'h d'he c'hreiz eget da greiz al Loar[2] ha dre-se e c'houzañv an Douar un nerzh kreiztec'h he c'has a-vaez d'he c'helchtro. Daou nerzh neuze a laka ar mareoù-mor da c'hoarvezout war gorre an Douar : kemmesk nerzhioù dedennañ an Heol hag al Loar, hag an nerzh kreiztec'h a zeu diwar droiadur ar reizhiad Douar-Loar.
En abeg d'an nerzhioù-se e vez distummet gorre ar meurvorioù, a c'han daou vourled war an ahel Douar-Loar : koeñvet e vez ar morioù etre an Douar hag al Loar, hag en tu all ivez war an ahel ; brasoc'h e vez ar bourledoù pa vez an ahel Loar-Douar war an hevelep linenn hag an ahel Douar-Heol.
Strad ar morioù ha gorre an Douar a vez distummet ivez[3] : disheñvel e vije an dremmvaoù mar ne vije ket eus nerzhioù dedennañ an Heol hag al Loar ; mareoù zo en aergelc'h ivez, hogen hogos diwelus int. E gwirionez neuze, ar pezh a welomp war an aodoù eo an diforc'h etre mareoù pluskenn an Douar ha re ar morioù.
Mareoù a vez e kement korf-egor ha heverenn a zo e koskoriad an Heol pa veont tost da gorfoù all : mareoù kreñv-kenañ zo war Io, al loarenn dostañ d'ar blanedenn Yaou.
Gant nerzh dedennañ an Heol hag al Loar e vez ganet gwagennoù mareoù-mor ; dre skignerezh ar gwagennoù-se e c'hoarvez tre ha lanv war an aodoù. Buan e vezont skignet pa vez don ar mor (war-dro 200 metr dre eilenn er Meurvor Atlantel, eleze 720 km/eur), kalz gorrekoc'h er morioù bas (15 metr dre eilenn e Mor Breizh, da lavaret eo 54 km/eur). Diouzh tizh ar wagenn e vez eurioù ar mareoù-mor, ha neuze an dislank eurioù etrezo hervez al lec'h. En daolenn amañ a-is emañ an diforc'h etre daou borzh e Breizh : Pornizh (44) er Su ha Kankaven (35) en Norzh.
Pornizh[4] | Kankaven[5] | |
---|---|---|
Izelvor | 00:40 | 04:04 |
Uhelvor | 06:13 | 09:09 |
Izelvor | 13:00 | 16:28 |
Uhelvor | 18:25 | 21:28 |
Arabat eo avat droukveskañ tizh skignerezh ar wagenn hag he "oad", eleze an dislank eurioù a zo etre ul lec'h war an Douar ha lec'h al Loar en egor : war-dro 36 eur goude al loargann eo an dislank-se e Breizh.
Diouzh lec'hiadur an aod, he stumm fizikel, ec'honder al lennad dour, donder ar mor, stumm e strad, hag all, e vez ampled ha mareadegezh ar mareoù-mor. Un diforc'h bras zo etre aodoù Mor Breizh, ma vez bras ar mareoù, hag ar Mor Kreizdouar, ma vez a-boan merzet an tre hag al lanv.
![]() | ||
Pevar doare mareoù-mor zo bet termenet, hervez ledred ul lec'h ha stumm e aodoù.
Diwar verniadur gwagennoù rummataet hervez o amzervezh hag o orin fizikel e c'hoarvez ar mareoù-mor. Tost da 12 eurvezh (mareoù-mor damzeizek) ha da 24 eurvezh (mareoù-mor deizek) eo amzervezhioù pennañ ; harmonikoù zo d'ar gwagennoù mareoù-se, anvet M2, S2, N2, K2 (damzeizek) ha O1, K1, P1, Q1 (deizek), an ampledoù o vezañ urzhiet war zigresk.[6].
Anv | Orin | Amzervezh | Ampled |
---|---|---|---|
Damzeizek | |||
M2 | Loar, pennañ | 12 eur 25 mn | 100% |
S2 | Heol, pennañ | 12 eur 00 mn | 46,5% |
N2 | Loar, bras, elipsek | 12 eur 40 mn | 19,1% |
K2 | Deklinadur Loar-Heol | 12 eur 58 mn | 12,6% |
Deizek | |||
K1 | Deklinadur Loar-Heol | 12 eur 56 mn | 58,4% |
O1 | Loar, pennañ | 12 eur 49 mn | 41,5% |
P1 | Heol,pennañ | 12 eur 04 mn | 19,3% |
Q1 | Loar, bras, elipsek | 12 eur 52 mn | 7,9% |
An diforc'h a live etre an uhelvor hag an izelvor a oa en e raok pe a zo war e lerc'h eo al lanvre. Diwar ar mann douradurel, da lavaret eo al live izelañ-holl a vez tizhet gant ur marvor en ul lec'h, e jeder uhelder ar mareoù-mor el lec'h-se.
Kemm-digemm dizehan eo al lanvre en ul lec'h, neuze ez eo kemm-digemm ivez an aod vev.
War-dro 1 metr eo al lanvre keitat er c'heinvor. Pa vezer tost d'an aodoù e c'hall bezañ etre 0 metr ha tremen 12 m, hervez tolzennad an dour ha stumm an aod. Brasoc'h e vez al lanvre pa vez an aod e stumm ur founilh. E Bae Fundy (Nova Scotia) ha Bae Ungava (Québec) e Kanada e vez al lanvreoù brasañ. Bras ivez e vezont e Mor Havren er Rouantelezh Unanet etre Bro-Saoz ha Kembre ; e Kankaven e vez ar re vrasañ e Breizh[7]. Er Mor Kreizdouar, er Mor Baltel hag er Mor Karib e c'hoarvez al lanvreoù bihanañ.
Ar moroniour aostralian J. L. Davies en devoa kinniget e 1964 rummata endroioù an aodoù hervez o lanvre pa vez reverzhi[8],[9],[10]. Tri metoù zo bet termenet gantañ :
Er meurvorioù, a zo digoroc'h eget ar morioù, e vez al lanvre etre 0,6 ha 0,9 metr. Brasoc'h-brasañ e vez a-feur ma tostaer d'an aodoù. Poent amfidromek a reer eus ul lec'h ma vez al lanvre tost da 0 metr.
Diwar al lanvre e vez termenet kenefeder ar mare, eleze ampled ur mare-mor resis e-keñver ar mare-mor keitat en ul lec'h. A-gantvedennoù e vez termenet ar c'henefederioù K, a zo etre 20 (marvor) ha 120 (reverzhi), dre rannañ al lanvre damzeizek dre lanvre keitat ar reverzhioù kedezel :
E Bro-C'hall, hag e Breizh neuze, e vez jedet gant ar SHOM (Service hydrographique et océanographique de la marine) e Brest evit porzh Brest ma vez metr. Ar jedadennoù-se zo lakaet da dalvezout evit aodoù ar Meurvor Atlantel hag evit Mor Breizh, pa n'eus hogozik diforc'h ebet etre ar gwagennoù mareoù-mor enno.
Anvet e vez ar mareoù-mor hervez o c'henefeder :