Pornizh
Ar porzh kozh hag ar c'hastell.
Ar porzh kozh hag ar c'hastell.
Ardamezioù
Anv gallaouek Port-Nitz
Anv gallek (ofisiel) Pornic
Bro istorel Bro-Raez Bro-Raez ( Bro-Naoned)
Melestradurezh
Departamant Liger-Atlantel Liger-Atlantel
Arondisamant Sant-Nazer
Kanton Pornizh (pennlec'h)
Kod kumun 44131
Kod post 44210
Maer
Amzer gefridi
Jean-Michel Brard
2014-2026
Etrekumuniezh Pornizh Tolpad Bro-Raez (sez)
Bro velestradurel Bro Raez Atlantel
Lec'hienn web www.pornic.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 16 886 ann. (2020)[1]
Stankter 179 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 06′ 53″ Norzh
2° 06′ 02″ Kornôg
/ 47.11478, -2.10064
Uhelderioù bihanañ 0 m — brasañ 31 m
Gorread 94,2 km²
Lec'hiañ ar gêr
Pornizh

Pornizh a zo ur gumun eus Breizh el Liger-Atlantel hag e Bro-Raez. Pennlec'h Kanton Pornizh eo.

Douaroniezh

E su Breizh emañ Pornizh, er su da aber al Liger hag en norzh da Enez Nervouster. War vord Bae Bourc'hnevez emañ.

Kumunioù amezek

Rod an avelioù Sant-Mikael-Keveger Sant-Pêr-Raez Kalveg Rod an avelioù
Plaen-Raez, Pradvael N Kalaved-Raez,
Sant-Eler-Kaleon
K    Pornizh    R
S
Meurvor Atlantel Kerverner-Raez Mousteroù-Raez, Kernevez-Raez

Anv

A. Pornizh:

B. Klionː Claone, XIvet

Ardamezioù

Istor

Maen-koun da Alan II.

Dispac'h Gall

XXvet kantved

Brezel-bed kentañ

Kemmoù Arondisamant

Eil brezel-bed

Trevadennoù

Lec'hiadur Pornizh el Liger-Atlantel

Sevenadur

Darvoudoù-sport a bep seurt

Gouelioù

Brezhoneg

Panelloù divyezhek.

Un nebeud anvioù a orin brezhonek a gaver e Pornizh hag e Bro-Raez. Koulskoude ne voe ket ar brezhoneg evit chom pell er c'horn-se eus ar vro ma voe mouget abred. N'eo ket anavezet-kaer istor ar brezhoneg e bro-Raez.

Abaoe fin an XXvet kantved da nebeutañ eo krog Pornizhiz zo da labourat evit lakaat war wel o breizhadelezh. Intrudu zo bet kemeret gant ar bed kevredigezhel ha darempredoù zo bet skoulmet gant an dilennidi.

Kentelioù brezhoneg d'an dud deuet a zo gant Kelc'h Keltiek Pornizh abaoe 1999. E 2004 e oa bet staliet panelloù divyezhek war hentoù mont tre ar gumun.

D'ar 1añ a viz Meurzh 2006 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun. Kentañ kumun Breizh-Uhel o sinañ ar garta eo bet Pornizh.

E deroù ar bloavezhioù 2000 e voe ur raktres hag ur stourm evit sevel ur skol divyezhek prevez e Pornizh. Kazeg a reas an emsaverien kar-o-yezh d'ar mare-se. Tamm-ha-tamm e reas e dreuz ar soñj sevel Skol Diwan Pornizh er gumun. E miz Gwengolo 2012 eo bet digoret ar skol Diwan gant 14 bugel (1,1% eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[8], anezhi ar skol vrezhonek kentañ e su al Liger[9].

E Pornizh eo diazezet an embanner Thierry Jamet a lakaas treiñ Harry Potter e brezhoneg.

Lakaet ez eus bet e plas gant an dud binvioù stummañ evit ma c'hallfe ar yezh adwriziennañ er gumun. Bep un tammig en em zispak un tamm buhez sevenadurel vrezhonek er vro.

Skol Diwan Pornizh

Serret eo bet Skol Diwan Pornizh e 2013, pa oa bet digoret e 2012[10].

Poblañs

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

Niver a annezidi

Melestradurezh

Roll ar vaered zo bet[11]
Prantad Anv Strollad Kargoù Oberennoù pennañ
02/1790-11/1790 Boisselier Joseph
11/1790-1791 Boutet
1791-III Joseph Rocheteau
III-IV Bonfils
IV-1800 Martin Voisin E anv zo bet roet d'ar straed a goubl an ti-kêr ouzh ar marc'had
1800-1802 Thomas Babin
1802-1803 Léonard Quirouard
1803-1814 René Paynot
1814-1820 Édouard Thomas roet e zilez
1820-1827 Jean Benoist bet kuzulier
1827-1830 Pierre Perrotin
1830-1832 Eugène Terrier
1832-1835 J.-B. Quirouard
1835-1843 Julien Guichet marv e-pad e amzer-gefridi
1843-1848 Julien Quirouard
1848-1852 Toussaint Guillon
1852-1856 Dr. Stanislas Bocandé
1856-1860 Guillaume Tardif
1860-1866 Dr. Stanislas Bocandé
1866-1870 Adrien Thibaud noter
1870-1872 Toussaint Guillon
1872-1888 Jean Louis Chollet
1888-1895 Achille Landreau noter
1895-1912 Auguste Laraison miliner
1912-1919 Dr Louis Simon
1919-1929 Alfred Chauvin
1929-1943 Joseph Girard
...
1985-1993 Gilbert Pollono
1993-2014 Philippe Boënnec UMP
Da vezañ klokaet.

Lec'hioù brudet ha monumantoù

Bezioù ar C'hommonwealth

Bezioù ar C'hommonwealth e bered kumun Klion: Le Clion-sur-Mer Communal Cemetery

Bro Niver a soudarded
Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet 44
(Aerlu 1
Morlu 2
Tirlu 41)
Dianv tremen 25
Hollad tremen 70

Marvet int e-pad an Eil Brezel-bed. An darn vrasañ eus ar vilourion douaret er vered (33 diwar ar 44 milour anavezet hag an darn vrasañ eus ar re chomet dianv) a varvas d'ar 17 a viz Even 1940 pa voe kaset d'ar strad ar mordreizher RMS Lancastria eus ar Rouantelezh-Unanet e donvor Sant-Nazer. An daou vartolod a varvas e miz Meurzh 1942 goude an Oberiadenn Chariot[22].

Bezioù ar C'hommonwealth e bered kumun Lokmaria: Ste. Marie Communal Cemetery

Bro Niver a soudarded
Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet 24
(Aerlu 1
Tirlu 23)
Dianv tremen 10
Hollad tremen 34

Marvet int e-pad an Eil Brezel-bed. An darn vrasañ eus ar vilourion douaret er vered a varvas d'ar 17 a viz Even 1940 pa voe kaset d'ar strad ar mordreizher RMS Lancastria eus ar Rouantelezh-Unanet dirak Sant-Nazer[23].

Bered ar C'hommonwealth: Pornic War Cemetery

Bro Niver a soudarded
Banniel Suafrika etre 1928 ha 1961 Suafrika 2 Tirlu
Banniel Aostralia Aostralia 2 Aerlu
Banniel Kanada Kanada 8
(Aerlu 7
Morlu 1)
Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet 147
(Aerlu 29
Morlu 4
Tirlu 114)
Banniel Zeland-Nevez Zeland-Nevez 1 Aerlu
Dianv 160
Brezel-bed kentañ 2
Hollad 397Brezel bed kentañ 2 Eil brezel bed 395

Ur vered ag an Eil brezel bed eo; degaset ez eus bet daou vez eus ar Brezel bed kentañ enni neoazh. An darn vrasañ eus ar vilourion douaret er vered a varvas d'ar 17 a viz Even 1940 pa voe kaset d'ar strad ar mordreizher RMS Lancastria eus ar Rouantelezh-Unanet e donvor Sant-Nazer[24].

Tud

Tud istorel:

Tud brudet en deus gweladennet ar gêr gouronkañ:

Anvet ez eus bet ar mediaoueg gant anv an istorour naonedat Armel de Wismes.

Ardamezeg ar familhoù

Avril, pe Apuril,

aotrounez Langotière, e Klion

En argant e zervenn c'heotet, meziet en aour, hebiaet gant div koulm penn-ouzh-pen en gul, ur skourig c'heotet en o beg

Gevellerezh

Pennadoù kar

Levrlennadur

Daveoù ha notennoù

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (fr)Cassini - EHESS - Fichenn kumun Pornizh
  3. (fr)Les soldats de Loire Inférieure - Monumant ar re varv
  4. (fr)Cassini-EHESS
  5. (fr)Memorial Genweb
  6. (fr)Memorial Genweb
  7. Presse-Océan, d'al Lun 22 a viz Ebrel 2013, pajenn 7
  8. Ofis ar Brezhoneg
  9. Digor eo Skol Diwan Pornizh (pennad-skrid Ouest-France)
  10. Skol Diwan Pornizh - Agence Bretagne Presse
  11. Histoire de Pornic (Loire-Inférieure), Recherches Historiques sur Pornic gant A. Bouyer, Eil embannadur, Embannadurioù La Vague, 1937
  12. Clochers de France
  13. Clochers de France
  14. Clochers de France
  15. Clochers de France
  16. (fr)Memorial Genweb
  17. (fr)Memorial Genweb
  18. (fr)Memorial Genweb
  19. (fr)Memorial Genweb
  20. (fr)Memorial Genweb
  21. (fr)Memorial Genweb
  22. Commonwealth War Graves Commission
  23. Commonwealth War Graves Commission
  24. Commonwealth War Graves Commission

Liammoù diavaez