Kig leue a gaver er stalioù, ha pa vez kig "gall" e teu eus loened etre 4 ha 6 miz, hag a vez 230 lur enne (115 kg bennak).

E Belgia hag Italia e vez ponneroc'h al loened: lazhet e vezont pa vez etre 260 pe 300 lur enne (130 pe 150 kg).

Gwenn eo ar c'hig leue. Disheñvel e vo avat hervez an doare da sevel leueoù.

Tri seurt kig leue

Ul leue war e vamm zo ul leue a zen e vamm ha n'eo ket dizonet c'hoazh

Denañ e vamm a ra al leue, met ret e vez ober war e dro, diwall na vije klañv. "Labeloù ruz" zo bet ijinet evit brudañ ar c'hig-se.

"Labeloù ruz" zo bet roet da leueoù Vande ha Normandi.

Ur mare zo bet eo al loened-se a veze maget gant hormonoù, savet e krevier bras ha kombodoù bihan, ha flaer ganto gant ar foerell.

A-wechoù, pa vez maget al leueoù gant poultr laezh eus an dibab e vez roet un testeni .

Adalek ma krog al leueoù da zebriñ geot e teu ruz o c'hig, ha koll a ra e dalvoudegezh.

Leueoù diwar hormonoù

Berzet eo gwerzhañ kig leue diwar hormonoù er stad c'hall abaoe 1989, hag ivez e broioù Europa. Koulskoude e vez tapet saverien a-wechoù amañ pe ahont o trafikañ.

E Stadoù Unanet Amerika eo aotreet reiñ hormonoù d'al leueoù.

Kaset e vez leueoù da vagañ ha da devaat da Italia pe da Vro-C'hres.

Penaos aozañ kig leue

Poazhet mat e rank bezañ ar c'hig leue. Pa vez mat kenañ e teuz er genoù. Un teuzar!

Meuzioù