Ul leue a ouenn Hereford en Aostralia
Leue enNew Forest, England

Hini bihan ar vuoc'h hag an tarv eo al leue (liester : leueoù). Nav miz e vez douget gant ar vuoc'h, a-raok dezhi halañ.

War-dro 45 kg e pouez al leueoù pa vezont ganet. Neuze e vezont lipet gant o mamm. Pa savont ne chomont ket en o sav: re bonner int, ha re amparfal al loen en eurioù kentañ.

A-wechoù, pa vez ganet al leue er park e vez gwelet lern o tont da zebriñ ar gwele.

Pa vez deuet bras hag ar c'houlz d'e zizonañ, war-lerc'h 6 miz, e reer

Pa vez bet halet an annoar, etre 24 pe 30 miz, evit ar wech kentañ, eo e vez graet ur vuoc'h anezhi.

Savet e vez al leueoù evit debriñ o c'hig, ha priziet kalz eo gant an debrerien-gig: gwenn, eo ha tener e vez pa vez maget al leueoù gant laezh.

Lêr a vez graet gant kroc'hen al leueoù, hag anvet eo leuegen.

Hormonoù

Brudet e oa ar c'hig leue da vezañ leun a hormonoù roet gant ar saverien chatal abalamour d'al leueoù da greskiñ buanoc'h ha da vezañ ponneroc'h pa veze deut ar c'houlz d'o gwerzhañ. Difennet eo reiñ hormonoù en Europa, goude ma'z eo aotreet e SUA.

Savet e vez leueoù en un doare natureloc'h gant un nebeud saverien avat. Gwelout ar pennad kig leue.

Troioù-lavar

Sotoni

Arouez ar sotoni eo al leue e brezhoneg, evel e yezhoù all.

Kement-mañ a vez laret ivez diwar-benn tud sot:

Trouz

Ul loen trouzus eo al leue, ha diwar-se:

Bugel aonik

Leue e vamm a vez graet eus ur bugel a chom tost d'e vamm, krog en he sae alies.

Gerioù kar

Gerioù deveret

Troiennoù deuet eus ar Bibl

Krennlavaroù

Lavaroù all

Al leueoù en arzoù

Liammoù


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
leueoù

a vo kavet e Wikimedia Commons.