Iskevrennad eus | religious text, oberenn lennegel, sources of law |
---|---|
Anv | ꠀꠡꠝꠣꠘꠤ ꠇꠤꠔꠣꠛꠣꠁꠘ |
Relijion | kristeniezh |
Studiet gant | biblical studies |
Seurt oberenn | Teskad |
Tachenn | religious literature, religious text |
Yezh an oberenn pe an anv | Biblical Hebrew, arameeg, Koine Greek |
Lec'h an istor | Reter-Kreiz |
Roll an tudennoù | list of biblical characters |
Dewey Decimal Classification (works and editions) | 220 |
Abeg pennañ | revelation |
Dezverket dre | biblical inspiration |
References work, tradition or theory | purity of the heart |
Tamm eus heuliad a bennadoù a-zivout ar Gristeniezh | |
Istor ar Gristeniezh | |
Doueoniezh kristen | |
Iliz Kentañ |
Ar Bibl zo un hollad skridoù a zo sakr d'ar relijionoù yuzev ha kristen.
Kemmañ avat a ra kanon ar Bibl hervez ar relijionoù : darn ne zegemeront ket lod levrioù en o c'hanon, pe a laka al levrioù en un urzh all, a rann lod levrioù pe a ouzhpenn levrioù. Er Bibloù kristen ez eus etre 66 levr — evit ar c'hanon protestant — ha 81 levr — evit ar c'hanon ortodoks etiopian. Met an holl anezho a vod an Testamant Kozh, da lavaret eo ar Bibl hebraek, hag an Testamant Nevez.
Kalz a studiadennoù a gaver diwar-benn ar Bibl peogwir eo diazez ar Yuzevegezh da gentañ, hag ar Gristeniezh da c'houde. Er Bibl ivez emañ gwrizioù an Islam.
An Aeled da skouer a c'heller studiañ ennañ.
Ar ger Bibl a zeu eus ar ger gregach βιϐλία (ta biblia), un anv-kadarn lies hag a dalv kement hag « al levrioù », ar pezh a ziskouez eo liesseurt e orin. Tremenet eo d'ar brezhoneg dre ar ger latin bíblia, "levr", ha deuet evel-se da vout ur ger unan. Ul levr tev ez eo : ul levraoueg evit gwir, peogwir e konter 72 lodenn en Testamant Kozh.
Er Bibl hebraek[1] e kaver 24 levr (39 diwar ar 46 eus ar Bibl degemeret gant an Iliz Katolik) renket e teir lodenn hag en un doare disheñvel diouzh hini Bibl ar Gatoliked.
A.
B.
Evit ar gatoliked e vez renket an Testamant Kentañ (an Testamant Kozh) en un doare all, ha kavout a reer ennañ skridoù all bet skrivet pe miret e gresianeg, 46 levr en holl.
Levr Jozue • Levr ar Varnerien • Levr Rout • Daou levr Samuel • Daou levr ar Rouaned • Daou levr an Danevelloù • Levr Ezra • Levr Nehemia • Levr Tobit • Levr Youdit • Levr Ester (gant al lodenn c'hresianek) • Daou levr ar Vakabeed.
Levr Job • Ar Salmoù • Ar C'hrennlavarioù • Ar Prezeger (Kohelet) • Kanenn ar C'hanennoù • Levr Ar Furnez • Furnez Sirac'h.
Yeshaia • Yirmia • Levr ar C'heinvanoù • Levr Barouc'h • Yehezkel • Daniel (gant al lodenn c'hresianek) • Hoshea • Yoel • Amos • Ovadia • Yona • Mic'ha • Nahoum • Havakouk • Sefania • Hagai • Zec'haria • Malac'hi.
Ne gaver an Testamant Nevez nemet er Bibl kristen ; 27 levr zo ennañ.