Lec'hiadur Lichtenrade e Tempelhof-Schöneberg
Iliz Lichtenrade

Lichtenrade a zo ur c'harter (alamaneg Ortsteil) en arondisamant Tempelhof-Schöneberg e Berlin. Betek 2001 e oa ul lodenn eus Tempelhof. 10,1 km² eo gorread Lichtenrade. E miz Even 2008 e oa annezad 49 451 ennañ (stankter : 4 896 annezad/km²).

Istor

Meneget e voe evit ar wech kentañ e 1375 gant an anv Lichtenrode. Da vare Prusia e oa ur gumun emren e distrig Teltow ha kendeuzet e voe eBerlin e 1920. Da vare an Eil Brezel-bed e oa ul lodenn eus kamp-kreizennañ Sachsenhausen e Lichtenrade[1]. Azalek 1941 e voe bac'het prizonidi eus Ukraina er c'hamp. E-pad ar Brezel yen e oa e Berlin ar C'hornôg. War an harzoù etre Lichtenrade ha Brandenburg e tremene Moger Berlin (1961 - 1989)[2].

Lec'hiadur

E bannlev su Berlin emañ Lichtenrade, tost ouzh Schönefeld (distrig Dahme-Spreewald), Blankenfelde-Mahlow ha Großbeeren (an daou diwezhañ e distrig Teltow-Fläming). Stok ouzh Marienfelde, Mariendorf ha Buckow (distrig Neukölln) eo.

Treuzdougen

Linenn S-Bahn S2 e ti-gar Schichauweg hag e hini Lichtenrade.

Skeudennoù

Tud brudet

Notennoù

  1. [1]
  2. Istor Lichtenrade e lec'hienn "Kirchgemeinde Lichtenrade"
  3. Buhez Klaus Wowereit


Levrlennadur


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Lichtenrade

a vo kavet e Wikimedia Commons.