Ur pennad Loa (disheñvelout) zo ivez.
Loaioù eus ar Grennamzer e Kastell Chillon, e Suis.
Loaioù e pri-gwenn, eus Sina.
Loaioù da servij huelenn

Ul loa zo ur benveg a dalv da zebriñ pe da evañ, pe da servij, boued tanav ha dourek.

Er penn anezhi emañ ar seurt lestr bihan ma lakaer ur banne, er penn all emañ an troad, hir pe hiroc'h, da zerc'hel en dorn.


Gerdarzh

Ur ger kozh eo, deuet eus an henvrezhoneg (a-raok ar bloavezh 1000), ha kar d'ar ger kembraek llwy. E galleg ne deu ar ger cuiller nemet adalek an XIIvet kantved.


Loaioù

A bep seurt loaioù zo, hervez ar pezh a reer gante. Dre vras ez eus re vras ha re vihan.


Istor

Er ragistor e veze implijet kregen evel loaioù.

Eus oadvezh ar maen hon eus loaioù graet en eskern hag en koad.

En Hellaz kozh e veze debret vioù gant loaioù.

E Roma gozh e oa anavezet al loa vras hag al loa vihan. E latin e veze lavaret cochlearium, ger deuet eus cochlea, "maligorn", met n'ouzer ket ha kregen maligorned implijet evel loaioù e oant pe loaioù da zebriñ maligorned.

E Breizh war ar maez e veze lakaet al loaioù, en koad, en ur pezh arrebeuri anvet marc'h-al-loaioù.

Troiennoù

Loa hir

Un droienn zo: Evit debriñ/koaniañ gant an diaoul eo ret kemer/kaout ul loa hir. He c'havout a reer el lennegezh saoznek:

Kembre

E Kembre e veze kinniget ul llwy cariad (loa karantez), d'ar plac'h karet .

Adalek ar XVIIvet kantved eo e vo lakaet loaioù war an daol d'an dud da zebriñ, rak a-raok ne servije nemet da veskañ ha servij ar boued dourek.

Sina

E Sina e vez graet loaioù gant pri-gwenn.

Liammoù diavaez


Pennadoù kar