Ar Mabig Jezuz ha Sant Kristof, hervez Dieric Bouts.

Ar Mabig Jezuz eo an anv roet e brezhoneg da Jezuz Nazaret pa oa bugel, hervez ar relijion gristen.

Nedeleg

Nedeleg eo gouel deiz ganedigezh ar Mabig Jezuz. E kraou Nedeleg e vez diskouezet gant e dud Jozeb ha Mari, an azen hag an ejen.

Betek ar bloavezhioù 1950, a-raok donedigezh an Tad Nedeleg da Vreizh-Izel, eo ar Mabig Jezuz a zegase profoù d'ar vugale.

Mojenn Kristof

Sant Kristof en devije douget ar Mabig Jezuz d'e sikour da dreuziñ ur stêr.

Livadurioù

Levrioù brezhonek

Ul levr bugale anvet Istor ar Mabig Jezuz zo bet embannet gant Al Liamm er rummad Levrioù ar vugale e 1962, savet diwar ar Pevar Aviel.

Pennad kar