Ur pennad Medea (disheñvelout) zo ivez.
Médée furieuse (1862),
gant Eugène Delacroix.

Medeia (Μήδεια / Mếdeia e henc'hresianeg, Medea e latin) a oa merc'h da Aietes, roue Kolc'his, e mojenn ar maoutken aour. Hudourez e oa, evel he moereb Kirke (a vefe c'hoar dezhi, hervez oberourien zo, hag int ganet gant Hekate). Kalz muntroù a reas, betek lazhañ he bugale. Hiziv e komzer eus kemplezh Medeia, a grog er maouezed a ra droug d'o bugale dre zroug ouzh o gwaz.

Ar vojenn : a Golc'his da Golc'his

Teñval ha kriz eo mojenn Medeia, muntroù a-leizh enni, tec'hadennoù ha beajoù.

Medeia, murlivadur roman, v. 70-79, Galleria Nazionale di Capodimonte (Napoli)

An Argonaoted e Kolc'his

Kregiñ a ra istor Medeia gant donedigezh Iason hag an Argonaoted da Golc'his, rouantelezh he zad. Emaint o klask ar maoutken aour a zo e dalc'h ar roue Aietes, diwallet noz-deiz gant un aerouant dihegar. Prometiñ a ra ar roue leuskel ar maoutken burzhudus ganto, war-lerc'h m'o devo graet un toullad troioù kaer pe gaeroc'h, dreist galloud den ebet.

Medeia a oa orgedet ouzh Iason d'ar c'hentañ gweled. Ar paotr avat, mar plije merc'h ar roue dezhañ, a blije muioc'h c'hoazh he galloud hud, a gave talvoudus evit teurel e grabanoù war ar maoutken diwallet mat. Prometiñ a ra dezhi pezh a gar, dimeziñ, rouantelezh ha bugale, pa vint en-dro gant ar maoutken en Hellaz. Gant skoazell ar briñsez hudourez eta e teuont a-benn eus kement amprouenn zo roet dezho. Hag int kuit gant ar maoutken.

Ar roue avat a oa droug ennañ, rak biskoazh ne oa bet en sell da lezel ar maoutken da vont gant Iason. Hag eñ war o lerc'h.

Medeia a zo o tec'hel gant Iason, ha degaset he deus he breur Absyrtos ganti. Pa wel he zad war o lerc'h e lazh-hi Absyrtos, e tispenn e gorf, hag e taol e izili unan-hag-unan war hent ar roue evit e spontañ hag evit ma paouezfe da zont war o lerc'h, e-keit ma vije o tastum an tammoù. Hervez mojennoù all koulskoude e oa bras Absyrtos, hag eñ an hini a oa o kas war-lerc'h an dec'herien ken e oa bet lazhet gant e c'hoar.

Iason ha Medeia, laour-vaen romaneus dibenn ar Iañ kantved, Palazzo Altemps (Roma)

Distro da Iolkos

Pa voe distro Iason da Iolkos e welas ne oa ket bet kollet e amzer gant ar roue Pelias, e eontr : lazhet gantañ tad Iason, ha kaset e diegezh kuit. Ha setu Medeia da aozañ un dro-widre biskoazh spontusoc'h da gas an dorzh d'ar gêr da Belias.

Mont a reas da balez ar roue evel belegez Artemis ha dirak e verc'hed e yaouankaas ur maout goude bezañ e lakaet da virviñ en ur gaoteriad louzoù ; lakaat a reas anezho da grediñ e c'hallent ober kemend-all gant o zad, nemet ne ro dezho nemet louzoù diefed.

Ha setu penaos e voe lazhet an tad roue gant e verc'hed.

Medeia, gant Anthony Frederick Augustus Sandys
Medeia hag he bugale

Harlu e Korinthos

Mojenn Medeia en Eleusis

En oberennoù arzel

Muntroù a-walc'h a oa e mojenn Medeia evit awenañ arzourien a bep mare. Anaout a reer :

Lennegezh

e gregach
e latin
e galleg
en alamaneg

C'hoariganoù

Livadurioù

Medea, gant John William Waterhouse

Filmoù

Levrlennadur

Levrioù

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Medeia

a vo kavet e Wikimedia Commons.