Monika Berberich (1942) a zo un alamanez a gemeras perzh e krouiñ Rote Armee Fraktion. Kemer perzh a reas e dieubiñ Andreas Baader ha bac'het e voe etre 1970 ha 1988.

Leben

E Frankfurt hag e Berlin ar C'hornôg e studias. E 1965 e voe kondaonet da bevar miz toull-bac'h evit bezañ sikouret tud da skarzhañ diouzh an toull-bac'h e Praha. E 1970 e labpouras e burev ar breutaer Horst Mahler, hag eveltañ e teuas da vezañ ezel eus RAF. D'ar 14 a viz Mae 1970 e kemeras perzh e dieubiñ Andreas Baaders. En hañv 1970 edo unan eus izili RAF a bleustras eur c'hamp palestinat e Jordania. Goude distreiñ da Alamagn e kemeras perzh en aozañ lec'haveiñ RAF hag e tagañ meur a di-bank.

D'an 8 a viz Here 1970 e voe harzet e Berlin, asambles gant Horst Mahler, Irene Goergens, Ingrid Schubert ha Brigitte Asdonk. Tamallet e voe bezañ bet perzh e dieubiñ Baader hag evel ezel eus RAF ha kondaonet da zaouzek vloaz toull-bac'h. E miz Meurzh 1988 e voe dieubet. En atersadennoù e tiskouez n'eo ket pellaet diouzh he menozioù na diouzh RAF. En un atersadenn gant BBC e 1995 e lakaas Republik Kevreadel Alamagn da faschistischen Staat (alamaneg a dalvez stad faskour). E Frankfurt am Main emañ o chom, ma skriv evit meur a gelaouenn eus an tu-kleiz pellañ.

Oberenn

Levrlennadur

Liamm diavaez