Pontrev
Ar rinier e Pontrev, ha bagoù bale, gwelet eus al lez dehoù. E kumun Pleuzal emañ al lez all.
Ar rinier e Pontrev, ha bagoù bale, gwelet eus al lez dehoù. E kumun Pleuzal emañ al lez all.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Pontrieux
Bro istorel Bro-Dreger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Gwengamp
Kanton Pontrev (betek 2015)
Bear (abaoe 2015)
Kod kumun 22250
Kod post 22260
Maer
Amzer gefridi
Samuel Le Gaouyat
2014-2026
Etrekumuniezh Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro Gwengamp
Lec'hienn web (fr)Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 1 000 ann. (2020)[1]
Stankter 980 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 41′ 57″ Norzh
3° 09′ 29″ Kornôg
/ 48.6992, -3.1581
Uhelderioù kreiz-kêr : 9 m
bihanañ 7 m — brasañ 77 m
Gorread 1,02 km²
Lec'hiañ ar gêr
Pontrev

Pontrev ([põn'trẽˑ][2], [põn'trɛw], [põ'trẽf]) zo ur gumun e Breizh e departamant Aodoù-an-Arvor, war ribloù an Trev, un 20 km bennak eus an aod, a zeu al lanv betek enni. Penn kanton e oa betek 2015.

Anv

Savet eo an anv diwar ar ger pont hag anv ar stêr Trev.

Douaroniezh

Pontrev zo bet savet en daou du d'ar stêr Trev (Treñv).

Kumunioù amezek
Pleuzal Kemper-Gwezhenneg
Ploueg-Pontrev Sant-Kleve

Ur porzh bihan zo war lez an aber, ma vez diskarget traezh-mor ha kregin d'ober temz. Abaoe ar bloavezhioù 1980 e vez gwelet bagoù o c'hoañviñ war an Trev.

Kanton

Kanton Pontrev zo bet enteuzet e kanton Bear e 2015.

Dezougen

Ardamezioù

En gul e groaz koñchek en aour.

Istor

Henamzer

Kêr Bontrev zo bet savet war douaroù parrezioù Kemper-Gwezhenneg ha Sant-Kleve (Itron Varia ar Feunteunioù), en tu reter d'an Trev, ha parrez Pleuzal (Sant-Erwan), en tu kornôg d'an Trev.

XVIIIvet kantved

Dispac'h gall

XXvet kantved

Brezel-bed kentañ
Eil Brezel-bed

Brezelioù didrevadennañ

Brezel Aljeria

Monumantoù ha traoù heverk

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

Niver a annezidi

Relijion gatolik

E pardon ar Feunteunioù, e miz Gouhere, e vez lidet Itron Varia ar Feunteunioù. Heñvel eo ton kantik Itron Varia ar Feunteunioù ouzh hini Itron Varia ar Gozh Iliz, e Planiel.

Tud brudet

Tud bet ganet eno

Brezhoneg

Rimadell
Me 'm eus ur mignon e Pontrev
Daou 're, daou 're
Ma zad a oa rouzmouzer
Ma mamm a oa rouzmouzerez
Ha me a zo rouzmouzer.
Domini Patris,
Sant Malo, Lomikêl ha Lokemo
Me 'm eus kerent e Pontrev,
N'onn ket pe int marv pe int bev.
Krennlavaroù
Kantik

Levrlennadur

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Pontrev

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Cf. Nouvel atlas linguistique de la Basse-Bretagne kartenn 6.
  3. 3,0 ha3,1 (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  4. (fr)Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajenn 276, Dastumadenn Guerres et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011
  5. (fr)Memorial Genweb
  6. (fr)Memorial Genweb
  7. (fr)Léopold-François Sauvé (1885). Proverbes et dictions de la Basse-BretagneLavarou koz a Vreiz-Izel. Genève : Slatkine Reprints, 1986, p. 150 (ISBN 978-2-05-100101-4)
  8. [...] unan dev : kemmadur souezhus.