Pygmalion ha Galateia
gant Jean-Léon Gérôme.
Pygmalion ha Galateia
gant Agnolo Bronzino.
Hervez Jean Raoux.

Pygmalion ha Galateia (Πυγμαλίων καὶ Γαλατεία / Pygmalíon kaì Galateía en henc'hresianeg) zo ur vojenn eus Henc'hres hag a c'hoarvez e douar Kiprenez. Kontet eo bet gant Ovidius en e oberenn anvet Metamorfozoù, hag a oa skrivet e latin.

Gerdarzh

Un anv fenikianek a orin eo Pygmalion, diwar an anv Pumayyaton, a oa hini roue Tir, e Fenikia. Gwelout Pygmalion (Tir).

Yezhoù all

Mojenn

Pygmalion a oa ur c'hizeller yaouank o chom e Kiprenez. Hervez ar pseudo-Apollodoros e oa roue an enez. Hervez oberourien all e oa ur micherour.

Ne felle ket dezhañ dimeziñ abalamour da zoareoù mezhus merc'hed ar vro. Koulskoude e troas sot-pitilh gant an delwenn olifant en devoa kizellet, hag a anvas Galateia. He gwiskañ hag he c'hinklañ a reas. Da-geñver lidoù en enor d'an doueez Afrodite, heuget ma oa gant merc'hed an enez, ar Propetidezed, e c'houlennas kaout ur wreg heñvel ouzh e zelwenn. Hag an doueez da reiñ buhez d'e C'halateia.

Dimeziñ a rejont, hag ur mab o doe, Pafos e anv hervez Ovidius, hag ur verc'h ivez, Metharme (Μεθάρμη) hec'h anv, hervez pseudo-Apollodoros.

Ur Pygmalion arall

Ur Pygmalion (Tir) all a zo bet, breur d'ar rouanez Didon a rene e Kartada.
Roue Tir e oa-eñ.

Ar vojenn en oberennoù arzel

Skrivañ a reas Ovidius :

Quas quia Pygmalion aevum per crimen agentis
viderat, offensus vitiis, quae plurima menti
femineae natura dedit, sine conjuge caelebs
vivebat thalamique diu consorte carebat.
Interea niveum mira feliciter arte
sculpsit ebur formamque dedit, qua femina nasci
nulla potest, operisque sui concepit amorem

— Ovidius, Metamorfozoù, levrenn X, war-dro 243-249

Meur a oberenn zo bet awenet gant ar vojenn kontet gant Ovidius. En o zouez :

Lennegezh

Pygmalion, en embannadur ar romant gallek Le Roman de la Rose, war-dro 1505
Dindan ar skeudenn e lenner Pygmalionis effigies eburnea in hominem mutatur En : Ovidii Metamorphosis. Johannes Baur, 1703
Thomas Rowlandson : The Modern Pygmalion

Ouzhpenn da se e kaver tem an delwenn lakaet da vevañ e Frankenstein Mary Shelley, hag e Pinocchio, romant Carlo Collodi.

Barzhonegoù

E galleg
E saozneg

Danevelloù

Skridoù orin

Levrlennadur

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Pigmalion ha Galatea

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Pennadoù kar