Er yezhoniezh e vez implijet an termen rakverb (saozneg : preverb) evit komz dreist-holl eus elfennoù yezhadurel staget ouzh penn-kentañ ar verboù er yezhoù kaokazek hag ivez er yezhoù kadoek hag er yezhoù algonkek. Implijet e vez an hevelep termen evit ober dave da elfennoù yezhadurel disheñvel implijet e sinaeg.
Disheñvel eo ar rakverboù diouzh rakgerioù verbel all dre ma vez implijet an termen "rakverb" evit komz eus elfennoù staget ouzh deroù ur verb e yezhoù resis evel ar re meneget a-us dre ma tenn ar c'hengerioù-se da elfennoù a zo peurliesañ er-maez eus morfologiezh ar verb, evel da skouer lec'hiadur an anvioù-kadarn pe an anvioù war-eeun.
E yezhoù kaokazek ar gwalarn evel an oubic'heg e c'hell seurt rakverboù mont en-dro evel anvioù-kadarn pe elfennoù lec'hiañ, da lavaret eo ez eo heñvel o ferzh ouzh hini an araogennoù, da skouer :
sæbghjawq'anayt' | ||||
sæ- | bghja- | w- | q'a | -nayt' |
1SG- | PVB- | 2SG- | kaozeal | -amdremened |
O kaozeal diwar ma fenn e oas |
Er yezhoù kartvelek evel ar jorjieg e talvez ar rakverboù dreist-holl da lakaat kemm etre an amzer-vremañ hag an amzer-da-zont. Staget e vezont war-eeun ouzh penn-kentañ al lieselfenn verbel pe "mts'k'rivi :
E sinaeg (mandarineg) hag e meur a yezh sinaek all e vez implijet an termen rakverb evit komz eus ur rummad gerioù resis, dezhe sterioù kevatal da hini an araogennoù e yezhoù evel ar brezhoneg daoust dezhe em zerc'hel evel verboù hervez kevreadurezh ar sinaeg. Staget e vezont dirak an anv e reont dave outañ. A-hend-all ez implijer aliesoc'h an termen "kenverboù]]" evit komz eus an elfennoù yezhadurel-mañ.
Dindan ar stummoù rag-verb ha rhagverv e kaver ar ger e Geriadur Gregor Rostren e 1732[1] ha dindan ar stummoù rhak-verv ha rhak-verb e 1738[2], savet moarvat diwar skouer ar ger kembraek rhagferf. Hogen ar ster « adverb » en doa ar ger-se a zo aet da gozh[3]. Implijet eo bet rakverb evel troidigezh ar ger gallek préverbe e 1984[4] ha testeniekaet eo gant ar ster-se c'hoazh e 2012[5].