Er yezhoniezh e vez implijet an termen adverb (saoz: adverb) evit komz eus ur rummad gerioù yezhadurel hag a dalvez da gemmañ pe da resisaat ster gerioù eus n'eus forzh peseurt rummad yezhadurel all estreget an anvioù ma vez implijet doareerien hag anvioù-gwan, da lâret eo da skouer dreist-holl verboù, anvioù-gwan (en o zouez an niverennoù), pe c'hoazh frazennoù a-bezh.

Respont a ra an adverboù peurliesañ d'ar goulennoù "penaos?" ha "pegoulz?". Graet e vez an arc'hwel adverbel eus an dra-mañ ha gallout a ra bezañ kaset da benn gant adverboù pe c'hoazh gant rannfrazennoù adverb.

E brezhoneg, daoust ha ma c'heller sevel adverboù a-wezhioù dre stagañ ar rakger ez- pe er- ouzh deroù un anv-gwan, ne vez ket graet dre ret atav un diforc'h ken splann all etre stumm morfologel an anvioù-gwan hag hini ar rakverboù ha ma reer e yezhoù all evel ar galleg da skouer, keñveriit:

Anv-gwan
Brezhoneg
Un dra vat
Galleg
Une bonne chose
Saozneg
A good thing
Adverb
Brezhoneg
graet mat eo bet
Galleg
Il a été bien fait
Saozneg
It was well done

Dont a ra an termen adverb diwar an termenoù implijet ez-hengounel evit deskrivañ yezhadur al latin hag implijet war-lerc'h evit deskrivañ fedoù yezhadurel yezhoù all. Meur a arc'hwel disheñvel diouzh re al latin a c'hell kaout an adverboù a yezh da yezh avat hag ur rummad yezhadurel ledan-tre an hini eo e gwirionez. N'heller ket implijout an holl adverboù evit ober dave d'ur frazenn a-bezh ("adverboù frazennek") da skouer.

E meur a yezh evel ar brezhoneg dre vras, n'eus stumm morfologel arbennik ebet evit merkañ an adverboù hag o diforc'hañ diouzh rummadoù yezhadurel all, evel da skouer an alamaneg gut ("mat") = adverb/anv-gwan. Kemmañ a ra kalz ivez a yezh da yezh an doare da sevel adverboù, da skouer:

Termenadurezh

Arveret eo bet an termen rakverb gant ar ster «adverb» ivez[1]. Koulskoude ez eo aet kozh an implij-se[2] ha dilezet eo er geriadurioù hag ar yezhadurioù a-vremañ. E 1947, Frañsez Kervella, hag a venege «rakverb» c'hoazh[3], a rae gant an termen adverb dija[4].

Ur ster all en deus kemeret ar ger rakverb bremañ[5]. Evit ar ster nevez-se, sellet ouzh ar pennad: rakverb.

Adverboù brezhonek

Sed amañ un toullad adverboù ha troiennoù adverbel :

Adverboù-amzeriañ

Adverboù-doareañ

Darn eus an adverboù-se zo anvioù-gwan ivez:

Anvioù-gwan a gaver e troiennoù adverbel zo:

Kalz adverboù ha troiennoù adverbel zo savet diwar araogennoù:

Adverboù-eren

An adverboù-eren, pe ereadurezh, pe kenereerien, zo adverboù ha ne gemmont ket ster ur verb met hini ul lavarenn a-bezh, pe hini ur frazenn zoken. Evel stagelloù int.

Adverboù-kementad

An adverboù-kementad a gemm ster un adverb all, un anv-gwan, pe un anv-kadarn:

Sed ur roll eus an adverboù kementad pouezusañ :

Adverboù-lec'hiañ

Darn eus an adverboù zo ivez araogennoù :

Notennoù

  1. Rostren 1732: pennger «adverbe» (p. 14). Rostren 1738: p. 159.
  2. Favereau 1997: pennger «adverbe» (p. 790).
  3. Kervella 1947: § 401 (p. 239), § 522 (p. 307).
  4. Kervella 1947: § 63 (p. 46), § 401 (p. 239), § 522-549 (p. 307-322), § 725 (p. 381).
  5. Hemon & Étienne 1992: p. 203. Ménard 2012: pennger «préverbe» (p. 1079).

Levrlennadur

Gwelit ivez