Ar skej[1], pe ar virgulenn (eus al latin virgulă[2]), a zo un arouezenn boentaouiñ — , — hag a dalv da verkañ un ehanig dre gomz ha da rannañ elfennoù 'zo dre skrid.

Lizherennerezh

Talvezout a ra da skrivañ an niveroù degel[3] ivez hag ar wech-mañ ne vo esaouenn ebet.

El lennegezh vrezhonek

Gant Jarl Priel e c'haller kaout ur gentel war ar poentaouiñ (Kazh ha Logodenn, Al Liamm, niverenn 90, Genver-C'hwevrer 1962, pajenn 38) pa laka e dudenn WULLFEN da zezrevell ul lizher d'e sekretourez :
[...] ?... Kabiten Schellenberg, skej, ha war al linenn-all...
N' eus nemet naontek anv war ho roll, pik-skej ; dibabet am
eus ur brogarour all, skej, ha setu amañ e anv, daoubik :
Lindblad Erik, skej, niverenn trizek ha pevar-ugent war al
levr bras. Pik. [...].

Arouezennoù poentaouiñ all

Liamm diavaez

Notennoù ha daveennoù

  1. Skejig gant Frañsez Kervella en e Yezhadur bras ar brezhoneg, pajenn 58.
  2. Bazhig, gwialennig e brezhoneg.
  3. Ober a ra ar saozneg gant ur pik avat.