An daoubik eo an arouezenn boentaouiñ :
hag a dalv da zegas :
Arabat eo kemmeskañ an daoubik gant an daouboent, a zo ur sin diakritek eus al lizherenneg latin hag a ziskouez evel daou boent (¨) war ur vogalenn.
A-fed lizherennerezh ar brezhoneg, setu amañ ar pezh a skrivas Frañsez Kervella en e Yezhadur bras ar brezhoneg :
II. AR POENTADUR
89. N'eus netra o tisheñvelout ar brezhoneg diouzh
yezhoù all kornog Europa, ha dreist-holl diouzh ar galleg,
e-keñver ar poentaouiñ. An hevelep arouezioù a vez graet
ganto en hevelep degouezhioù. A-se, ne vo kavet amañ da
heul nemet un notennig bennak dre vras."
[...]— Frañsez Kervella, Yezhadur bras ar brezhoneg, Skridoù Breizh, 1947, pajenn 58.
Frazennoù skouer hervez doare lizherennaouiñ ar galleg :
"Met setu[esaouenn]:[esaouenn]ar c'hantad metroù-se n'eus ket, ha ne vo ket, anezho." (Glas evel daoulagad c'hlas na oant ket ma re gant Pêr Denez, Al Liamm, 1975 p. 79).
"Nerzh hon darempredoù a oa aze[esaouenn]:[esaouenn]goût e oa an hini all e-kichen." (Traoù kouer gant Herve Bihan, Al Liamm, 2010 p. 22).
Gant Jarl Priel e c'haller kaout ur gentel war ar poentaouiñ (Kazh ha Logodenn, Al Liamm, niverenn 90, Genver-C'hwevrer 1962, pajenn 38) pa laka e dudenn WULLFEN da zezrevell ul lizher d'e sekretourez :
[...] ?... Kabiten Schellenberg, skej, ha war al linenn-all...
N' eus nemet naontek anv war ho roll, pik-skej ; dibabet am
eus ur brogarour all, skej, ha setu amañ e anv, daoubik :
Lindblad Erik, skej, niverenn trizek ha pevar-ugent war al
levr bras. Pik. [...].