Ur pennad St Albans zo ivez.
Iliz-veur St. Albans
Ardamezioù St. Albans : en glazur e lammell en aour

St. Albans ([snt ˈɔːlbənz]) zo ur gêr e kreisteiz kontelezh Hertfordshire, e Bro-Saoz, e tolead-kêrioù City and District of St. Albans, war-dro 35 km diouzh kreiz Londrez. Ar gêr vras kentañ e oa war an hent roman kozh a gase eus Londrez d'ar gwalarn, ar Watling Street. Ur greizenn genwerzh a bouez eo bet e-pad pell, met deuet eo da vezañ ur bannlev eus Londrez.

An anv

Kent donedigezh ar Romaned e veze graet Verlamion, Verulam eus ar gêr gant ar bobl vrezhon Catuvellauni. Da vare ar Romaned e veze graet Verulamium anezhi. Da vare an Angled-ha-Saozon, pa oa bet savet un abati eno, e oa deuet da vezañ Verlamchester pe Wæclingacaester,[1] ha goude-se e oa bet kemeret ganti an anv norman Saint Albans.

Sant Alban a oa ur merzher kristen, an hini kentañ en Enez Vreizh, ha dibennet e voe e war-dro ar bloaz 308, dindan ren an impalaer Diocletianus, en doa gourc'hemennet lakaat d'ar marv an holl gristenien a oa en Impalaeriezh[2]. Savet e voe un abati, hervez ar richenn, el lec'h ma oa bet lakaet ar sant d'ar marv ha diwar anv an abati, Saint Alban abbey, e teu anv modern ar gêr.

Hervez E. Ekwall, an anv saoznek a dalv kement ha "kastell roman ar Waeclingas (pe poblad ar Wacols)"[3].

Emdroadur an anv

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
St Albans (Hertfordshire)

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

  1. Tom Williamson, The Origins of Hertfordshire, Manchester: Manchester University Press. p. 64. ISBN 071904491X
  2. Legendary Tales of the Ancient Britons, 1864, L. Menzies, diwar Kronikennoù latin Jafrez Menoe.
  3. Eilert Ekwall : The Concise Oxford Dictionary of English Place-Names. Clarendon Press. Oxford. 1936, 1980
  4. A.L.F. Rivet & Colin Smith : The Place-Names of Roman Britain. B.T. Batsford Ltd. London. 1979 - 1982