Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad lokativel, lokativ, tro-lec'hiad pe tro belec'h (saoz.: locative case) pa vez anv eus un droad-lec'hiañ a dalvez da verkañ al lec'h m'en em gav un den pe un dra bennak en un doare resis pe resisoc'h, o klotaat mui-pe-vui gant an araogenn "e(n)" e brezhoneg.
Implijet e vez an droad lokativel gant meur a familh-yezhoù dre ar bed, da skouer:
Ne veze implijet nemeur an droad lokativel e latin, hogozik atav gant anvioù kêrioù hag un nebeud anvioù-lec'h all, hag en degouezhioù all e veze implijet an droad ablativel en he lec'h peurliesañ, da skouer:
E gwirionez e klota an droad lokativel gant an droad araogennek er yezhoù slavek peurliesañ, da skouer:
A-wezhoù, avat, ec'h implijer un droad lokativel rik, diheñvel an dibenn a glotae ganti diouzh hini an droad araogennek, keñveriit:
En armenieg e vez merket an droad lokativel gant al lostger "-ում" (-um), da skouer:
Implijet e vez an droad lokativel gant yezhoù turkek 'zo, en o zouez an ouzbekeg hag an turkeg, da skouer:
Implijet e vez an droad lokativel gant yezhoù finnek-ougrek 'zo, en o zouez ar samieg hag an hungareg, da skouer:
Implijet e vez an droad lokativel gant ar yezhoù algonkek, da skouer: