Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad adverbel (saoz.: adverbial case) evit komz eus un droad ganti arc'hwelioù heñvel ouzh re an droad translativel hag an droad esivel er yezhoù finnek.
Implijet e vez an droad adverbel gant yezhoù kaokazek, en o zouez ar jorjieg hag an abc'hazeg.
Meur a implij resis en deus an droad arvebel e jorjieg, merket gant a lostger "-ad", met dre vras e talvez da sevel adverboù diwar anvioù-gwan, kevatal mui-pe-vui d'ar rakger "ez-"/"er-" e brezhoneg