Veere (distagañ [1]) a zo ur gumun hag ur gêr e proviñs Zeeland en Izelvroioù. War 207,09 km² en em astenn kumun Veere (douar : 133,08 km², dour : 74,01 km²). Da 22071 adu e save ar boblañs d'an 31 a viz Genver [[2023]. Ar c'hêrioù ha kêriadennoù da-heul a ya d'ober kumun Veere : Aagtekerke, Biggekerke, Domburg, Gapinge, Grijpskerke, Koudekerke, Meliskerke, Oostkapelle, Serooskerke, Veere, Vrouwenpolder, Westkapelle, Zoutelande ha Kamperland.
Tost da Veerse Meer emañ kêr Veere. Roet e voe gwirioù-kêr da Veere e 1355. Etre 1541 ha 1799 e voe implijet Veere da borzh ezporzhiañ hag enporzhiañ gant Rouantelezh Skos. Ur gêr binvidik e voe er XVIIvet hag en XVIIvet kantved a-drugarez d'ar c'henwerzh. D'ar mare-se e oa war-dro 750 ti-annez enni, padal ez eus war-dro 300 anezho hiziv an deiz. D'ar 1añ a viz Genver2009 e oa 1661 annezad enni.