Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg, brezhoneg ![]() |
Micher | language teacher, skrivagner, troer ![]() |
Visant Roue, ganet e 1973, zo ur skrivagner gallek hag un troour brezhonek. Evit diorren ar brezhoneg e labour e-barzh Ofis publik ar Brezhoneg.
Studiet en doe ar Gwir e Skol-veur Roazhon 1, en Ensavadur ranvroel ar Velestradurezh (Institut régional d'administration), e Naoned, hag en Institut d'études politiques de Rennes. E skol an adeiladourien Naoned en doe labouret en araok[1].
E 2001 e voe tutaet gant Ofis ar Brezhoneg evit mont da ren e bol e Naoned en ur labourat evit an Ajañs Diorren. E penn ar Pol Studi ha Diorren emañ e 2023.
E 2022-2023 e voe tutaet evel kelenner war ar brezhoneg kevratek darnamzer gant Skol-veur Naoned[2].