Westvleteren
municipality section, kêriadenn
StadBelgia Kemmañ
E tiriadVleteren Kemmañ
Daveennoù douaroniel50°55′38″N 2°43′2″E Kemmañ
Kod-post8640 Kemmañ
Map

Westvleteren en izelvroeg, Westvletern e flandrezeg kornôgel, zo ur ranngumun e Flandrez Belgia e rannvro Westhoek hag e proviñs Kornôg-Flandrez. Ur gumun e oa gwechall ; gant lezenn 1977 ez eo bet lakaet e kumun nevez Vleteren.

Istor

Brezel-bed kentañ

Douaroniezh

Armerzh

Bier Westvleteren
E Westvleteren e vez breset ar bieroù Westvleteren en abati Sint-Sixtus.

Monumantoù ha traoù heverk

Bezioù milourel

Bezioù gall e bered ar gumun

Gallaoued a varvas e-kerzh ar Brezel bed kentañ. Er prantad adalek miz Here 1914 betek miz Du 1915 e varvas 169 anezhe, an darn-vuiañ anezhe o vout soudarded ag an 38vet DI hag ar 87vet DIT. Garv e voe mizioù Du 1914 (47 bez) ha Mae 1915 (26 bez). 20 kanolier zo douaret er vered. Ur bochad soudarded eus an trevadennoù zo beziet enni[1].

Bro Niver a soudarded
Frañs Frañs 200
Hollad 200
Bezioù soudarded c'hall e Westvleteren
Bered Lu Belgia – Belgische militaire begraafplaats Westvleteren

Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo.

Bro Niver a soudarded
Banniel Belgia Belgia 1 101
Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet 1
Hollad 1 102
Bered Lu Belgia
Bered ar C'hommonwealth – Dozinghem Military Cemetery

Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Krouet eo bet e miz Gouere 1917 hag implijet betek penn-kentañ 1918. Adimplijet e voe e miz Mae 1940 : 73 bez zo bet ouzhpennet[2].

Bro Niver a soudarded
Afrika ar Su 15
Banniel Aostralia Aostralia 6
Alamagn 65
Kanada 81
Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet 3 058 (1914-18) • 73 (1939-45)
Banniel Zeland-Nevez Zeland-Nevez 14
Hollad 3 239
Dozinghem Military Cemetery

Tud

Tud bet marvet eno


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Westvleteren (Vleteren)

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Dave ha notennoù

  1. War Cemeteries for French Soldiers in Flanders
  2. Commonwealth War Graves Commission
  3. Mémoire des hommes