Yann ar Moal (Plouvorn, 21 a viz Genver 1834Brest, 2 a viz Genver 1893) a oa ur beleg hag ur geriadurour brezhonek.

Beleget e voe e 1858 ; anvet e voe da skolaer e Triagad, ha goude-se lerc'h-ouzh-lerc'h, da gure e Skaer ha Plouigno. Rener e voe e Keroullas e Kastell-Paol, ha kure e Kerien hag en Arzhanaou.
E 1875 e voe kaset da berson da Werliskin, ma chomas eizh vloaz, hag e 1883 da Blourin-Montroulez.

E 1885 e voe anvet da aluzener e toull-bac'h Brest, ma varvas.

Sevel a reas ur geriadur galleg-brezhoneg talvoudus, e stumm ur stagadenn da c'heriadur Troude.

Oberennoù

Liamm diavaez

Notennoù

  1. Ar skrid.