Atropos

Atropos (gregach: Ἄτροπος, « Didro ») eo anv unan eus an Teir Moira, c'hoarezed, pe Merc'hed an Tonkadur, e mojennoù Hellaz kozh. Ar goshañ anezhe an hini eo, ha ma'z eo "didro" eo peogwir eo-hi a droc'h neudenn buhez pep den, hep tamm truez ebet ha hep na c'hellfe an den distreiñ da vev.

Labourat a rae gant Klotho, a neze, ha Lac'hesis a vuzulie an neud. Diasur eo o orin, goude ma vez graet anezho "c'hoarezed an noz" ivez. Un amzer a voe, bepred, ma ne rejont ket mui war-dro ar marv, nemet ober a raent war-dro planedenn an dud.

Hervez Theogonia Hesiodos e oa Atropos hag e c'hoarezed (Klotho ha Lac'hesis) merc'hed Nyks (an Noz).

E Roma e oa Morta anv an doueez par dezhi.

Levrlennadur


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Atropos

a vo kavet e Wikimedia Commons.