Nyx e München

Nyks (henc'hresianeg : Νύξ / Nýx "Noz" ; latin ; Nox, heñvelster) a oa doueez an Noz e mojennoù Henc'hres. Merc'h e oa da C'haos, doue ar Goullo kezivik ; he breur ha pried e oa Erebos, doue an Deñvalijenn. Hervez Theogonia Hesiodos e oant an doueed kentañ o tont eus ar C'haos[1]. E deroù an Hollved edo Nyx eta.

Diskennidi Nyks

Theogonia Hesiodos, Fabulae Hyginus ha De natura deorum Cicero eo ar mammennoù pennañ.

Theogonia

Setu amañ listenn bugale Nyks, en urzh Theogonia Hesiodos.

Diwar he darempredoù gwadorgedus gant he breur Erebos[2]
  • O mab Aither (Αἰθήρ / Aithếr), rann uhelañ ha skedusañ an oabl.
  • O merc'h Hemera ( Ἡμέρα / Hêméra), sklêrijenn an deiz.
En he unan[3]
  • Moros (Μόρον / Móros), an Tonkad marvus.
  • Ar Ger zu (Κῆρα μέλαιναν Kèra mélainai), ar Marv Feuls.
  • Thanatos (Θάνατος / Thánatos), ar Marv.
  • Hypnos ( Ὕπνος / Húpnos), ar C'housk.
  • Meuriad an Oneiroi (φῦλον Ὀνείρων / fuloi Oneiroi), an Hunvreoù ;
  • Momos (Μῶμος / Mỗmos), ar Goapaerezh
  • Oizys (Ὀϊζύς / Oïzús), an Dienez, an Anken hag ar Glac'har
  • An Hesperidezed ( Ἑσπερίδες / Hesperídes), nimfezed ar C'huzh-Heol, ar C'hornôg.
  • An teir Moira (Μοῖραι / Moîrai), nezerezed buhezioù an dud[4].
  • Ar C'heresed (Κῆρες / kêres), merc'hed hag a hente an aervaoù da evañ gwad an dud war o zalaroù ha da gas o eneoù d'an Ifernioù ;[5]
  • Nemesis (Νέμεσις / Némesis), ar C'hastiz.
  • Apate (Ἀπάτη / Apátê), an Touellerezh.
  • Filotes (Φιλότης / Philótês), ar Garantez, ar Vignoniezh hag an Droukc'hoantegezh.
  • Geras (Γῆρας / Gễras), ar Gozhni
  • Eris (Ἔρις / Éris), an Dizunvaniezh

Fabulae ha De natura deorum

Perzhioù

Pa seller ouzh roll he diskennidi e verzer e oa Nyks mamm da gement tra chalus a c'hall c'hoarvezout e buhez un den, hogen Euphroné, "Mamm ar c'huzul mat" a reas Ploutarc'hos anezhi[6].

En Hesperia, bro ar C'huzh-heol hag ar ramz Atlas edo Nyks o chom, er c'hornôg pellañ en tu all da Golonennoù Herakles (Strizh-mor Gibraltar) ; un nebeud skridoù avat a laka impalaeriezh Nykx en Εύξεινος Πόντος Euxeinos Pontos, ar "Mor Degemerus", da lavarout eo ar Mor Du.[7] En he mougev e chom e-pad an deiz, a-raok treuziñ an oabl war ur c'harr du stlejet gant pevar marc'h du.
En Henc'hres a-bezh e veze aberzhet dañvadezed pe oanezed du en enor d'an doueez[8].

Ker galloudus ha kenedus e oa Nyks ma veze doujet gant Zeus, roue an doueed. En arzoù an Henamzer e veze diskouezet Nyks evel ur vaouez o terc'hel a-us he fenn ur stign du steredennet o nijal, pe gant ur stign glas teñval hag ur flammerenn eilpennet ; a-wechoù e veze ur vaouez en noazh, divaskell un askell-groc'hen dezhi hag o terc'hel ur flammerenn. A-wechoù c'hoazh e touge ur gurunenn roz-moc'h[9] hag e veze gwisket gant ur vantell zu steredennet. Alies e veze diskouezet gant he bugale Hypnos ha Thanatos, ar C'housk hag ar Marv.[7]

Mammennoù


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Nyks

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

Notennoù

  1. Kement ha "dizurzh" e talv χάος, khaos "C'haos" ; goude ar c'haos e teu ar c'hosmos (κόσμος "Kosmos"), urzh an hollved.
  2. Gwerzennoù 123-124.
  3. Gwerzennoù 211-225.
  4. E gwerzenn 217 an Theogonia, met er werzenn 904 e lakaas Hesiodos Zeus (Ζεύς / Zeús) ha Themis (Θέμις / Thémis) da dud an teir Moira.
  5. E familh an Erinyed e vezont renket.
  6. Ploutarc'hos, Ἠθικὰ / Ethikà VII, 36 : Περί πολυπραγμοσύνης, "Diwar-benn ar ranellder"
  7. 7,0 ha7,1 Commelin, p. 19.
  8. (fr) Pastoureau, Michel (2008) : Noir – Histoire d'une couleur, Éditions du Seuil, 2014, p. 25 (ISBN 978-2-7578-4179-2)
  9. Papaver somniferum.
Protogenoi

C'haosAitherGaiaOuranosHemeraC'hronosErosErebosNyks • Ofion • Tartaros