Protogenoi

C'haosAitherGaiaOuranosHemeraC'hronosErosErebosNyks • Ofion • Tartaros


Protogenoi a vez graet e gregach eus Doueed kentañ Hellaz, da lavarout eo remziad koshañ doueed Hellaz, a-raok donedigezh doueed Olympos. War an doueed kozh ha divarvel-se eo diazezaet framm an hollved.

Yezh

Gourel unander: "protogenos", liester: "protogenoi"; benel unander "protogena", diwar ar henc'hresianeg: Πρωτογονος pe Πρωτογενος, liester. Πρωτογονοι pe Πρωτογενοι; "kentañ ganet", a oa, hervez ar vitologiezh c'hresian, an doueed hag an doueezed kentañ ganet.

Ar vojenn

Ganet e oa bet an hini kentañ anezhe, C'haos hervez ar vrasañ eus ar mammennoù, digant ar goullo ha genel a reas ar re all da heul daoust ha ma vez meneget ur vamm hag un tad all dezhe holl e mammennoù all.

Talvezout a ra an doueed hag an doueezed-mañ da aroueziañ elfennoù an Natur.

Listenn ar Protogenoi

Setu listenn glok ar Protogenoi:

  • Fanes (Engehentañ) pe Himeros (Gouennañ) - gourel
  • Fysis (Natur) pe Thesis (Krouidigezh) - benel
  • Erebos (Brumennoù an deñvalijenn) - gourel
  • Aither (Brumennoù ar sklaerder) - gourel
  • Thalassa (Gorre ar mor) - benel
  • An Ourea (Menezioù) - gourel
  • An Nesoi (Inizi) - benel
  • Ouranos (Neñv) - gourel
a-gevret gant Aither (na oa ket bet ganet gant Gaia)

Hengounoù all

Meur a hengoun henc'hresian all zo avat evit a sell ouzh an deogoniezh pe lignez an doueed, bet savet alies a-walc'h gant ar varzhed o-unan.

Hervez gant ar varzhed

Hervez ar brederourion

Gant ur re brederourion henc'hresian e oa bet savet bep a deogoniezh hiniennel gant pep a b-Protogenoi:

Notennoù

  1. 1