Ar Jentilez
Ar Jentilez gwelet diwar Tregastell.
Ar Jentilez gwelet diwar Tregastell.
Anv gallek Les Sept-Îles
Geografiezh
Enezeg Ar Jentilez
Lec'hiadur Aod ar Vein Ruz, Mor Breizh
Daveennoù lec'hiañ 48° 53′ 00″ N, 3° 28′ 44″ K
Niver a inizi 5
Inizi pennañ Bonno, Enez ar Breur
Lein uhelañ 53 m (war Enez Bonno)
Geologiezh Inizi kevandirel
Melestradurezh
Bro Breizh Breizh
Bro hengounel Banniel Bro-Dreger Bro-Dreger
Departamant Aodoù-an-Arvor Aodoù-an-Arvor
Kumunioù Perroz-Gireg
Poblañs
Poblañs 0 ann.
Titouroù all
Dizoloadenn Ragistor
Gwerzhid-eur UTC+1

Ar Jentilez a zo un enezeg eus norzh Breizh, stag ent-melestradurel ouzh kumun Perroz-Gireg, e Bro-Dreger hag e Penn-ar-Bed. Anvet eo Les Sept Îles e galleg, daoust ma n'eus ket seizh enezenn diouti.

A-wezhioù e vez graet ivez gant an Enezioù[1] evit o envel.

An douarouriezh

Darn eus ar Jentilez gwelet eus aod an douar-bras. Enez ar Breur gant he zour-tan (a-gleiz), Bonno (e-kreiz), ha Melbann (a-zehoù)

Maen greunit eo an enezeg a-bezh. Greunit ruz-roz brudet korn-bro Perroz-Gireg, a vez graet mein ruz anezhañ gant tud ar vro.

Gwazhennoù dolerit a gaver en Enez ar Breur, Melbann hag er Serr.

An Enezeg

Ouzh hec'h ober emañ (a gornaoueg da reter):

Pa vez izel ar vro e vez liammet enezennoù ar c’hornaoueg gant ur pladur mein goloet a vezhin.

Anvioù un toullad reier : ar Serr, ar Moudennoù, Enez ar Razhed...

An evned

Morskouleg Riouzig

An enezeg 'zo anezhi ul lec'h gwarezet evit an natur ha dreist pep tra evit an evned. Ar mirva evned kentañ eo bet e Frañs, bet savet er bloaz 1912, hag e anv ofisiel eo mirva Albert Chappelier, ha meret eo gant ar gevredigezh Ligue pour la Protection des Oiseaux (LPO) (Kevre Gwareziñ an Evned).

Da gentañ penn e oa bet savet evit gwareziñ ar poc’haniged (Fratercula arctica) — anvet kornefiched pe godizi er vro — a veze chaseet evit ar blijadur hepken gant touristed eus Pariz. Tost da 15 000 koublad a oa e fin an XIXvet kantved. Un nebeud kantadoù hepken e 1912. O niver a adsav buan da 7 000 koublad e 1950.

War-lerc’h lanv du an Torrey Canyon e tiskenn o niver da 400 koublad, ha ne ra o niver nemet digreskiñ abaoe an amzer-se, 330 koublad e 1979, 242 koublad e 1996, 160 e 2005, 145 e 2008, 150 e 2009, 173 e 2010 ha 175 e 2011.

War Melbann ha Riouzig dreist-holl eo e vezont o neizhiañ.

Kavet e vez evned ral all evel

Anavezet eo dreist-holl an enezeg evit ar berniad morskouled (Sula bassana) a vez o neizhiañ eno. Ne ra o niver nemet mont war gresk a vloaz da vloaz abaoe m’o deus tapet ar pleg da zont betek eno da ouennañ abaoe 1939. E 2008 e oa 19 206 koublad, 21 393 e 2009, 21 880 bloaz war-lerc'h, ha 22 395 e 2011 (kresk +2,5%).

Spesadoù all:

Un evn aod a zo nevez-staliet evit neizhiañ e 2010:

Ret eo menegiñ ivez daou evn tremen ral :

Evel alies war aodoù Breizh e weler ivez ar sidan-aod (Anthus spinoletta petrosus). A-hend-all e c'haller gwelet evned douar o ouennañ, evel ar Golvan tiez (Passer domesticus), ar beufig ruz (Pyrrhula pyrrhula), al lineg ruz (Acanthis cannabina), ar bistrak-aod (Œnanthe œnanthe), hag ivez ar goukoug (Cuculus canorus).

E miz Here 2012 e oa bet gwelet ur gup gell e Riouzig[2].

Taolenn an evned o neizhañ

Evned (niver a goubladoù) 1976 1996 2005 2008 2009 2010 2011 2012 2013 2014 2015
Eider dum - 0 0 1 1 1 0 0 2 0 1
Erev beg hir - 8 12 13 25 36 51 42 42 31 49
God bihan - 14 23 20 21 32 31 35 32 37 44
Falc'hun kantreat - 0 0 1 1 1 1 1 2 3
Gouelan bras 58 87 81 81 82 57 74 52 52 80 85
Gouelan gris      2 500           3 700           2 788           1 930           1 406      - - - - 1 755 -
Gouelan kein du 15-20 850 638 820 643 - - - - 634 -
Herlegon bihan - 0 0 0 0 5 9 6 20 9 15
Karamell an norzh 78 96 81 76 84 85 78 78 94 80 80
Karaveg pavioù du 38 30 0 0 0 0 0 - - - -
Marc'hvran veur - - 1 1 1 1 1 0 1 1 1
Morbig-Eurazia 6-7 - - 51 49 65 50 54 68 83 78
Morskoul 4 500 - -      19 206           21 393           21 880      22 395 20 321 19 443 21 545 -
Morvaout bras - - - 30 0 - - - - - -
Morvaout kuch 90 329 356 206 358 373 368 316 372 240 270
Nouelig bras - 0 0 0 0 0 1 3 0 -
Poc'hanig 330 242 160 145 150 173 175 175 221 159 162
Satanig bihan - 20 44 50 49 58 70 77 90 60[3] 88
Skravig boutin - - 5 9 16 40 56 22 30 2 1
Skrav Dougall - - 0 0 0 0 2 0 - - -
Skrav kuchenn - - 0 0 0 0 45 0 - - -
Tadorn roueel - - - 3 3 1 1 2 5 4 3
Tort boutin - 110 148 159 188 157 175 158 142 214 275

Loened all

Ul lec'h gouennañ eo ivez evit ar reunig gris (Halichœrus grypus), al lec’h nemetañ e Breizh gant enezeg Molenez, war-dro 40 loen (15 vihan bennak ganet e 2009, 19 bloaz war-lerc'h, 14 e 2011, 23 e 2012, 36 e 2013 ha 2014).

An tour-tan

Un tour-tan bihan a zo bet savet war Enez ar Breur er bloaz 1834 hag an tan kentañ enaouet d’ar c'hentañ a viz Mae 1835. Uhelaet eo bet e 1854 abalamour ma oa kuzhet an tan eus un tu gant Bonno. Lakaet e oa bet an tour-tan da darzhañ gant ar soudarded alaman pa oant o kuitaat ar vro, d’ar 4 a viz Eost 1944.

E miz Gouhere 1952 ez a en-dro an tour-tan nevez, an hini a weler eno c'hoazh. Tredanekaet e 1957 (diwar nerzh an avel).

Uhelder e c'houloù: 20 m. Tan gwenn, tri sked 15 eilenn. Hed-gouloù: 24 mil-mor.

Ar Jentilez hag awen an arzourien

Gevelliñ

Gevellet eo ar mirva gant:

Bro Kêr Abaoe
Balearez (Broioù Katalan) Enez Sa Dragonera

A bep seurt

Levrlennadur brezhonek

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Jentilez

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù

  1. "Enezioù ar Jentilez" hervez KerOfis (Ofis Publik ar Brezhoneg)
  2. Lec'hienn an LPO
  3. (da vihanañ)
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.